Glas (liv)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Glas
Color icon blue.svg
Nav arliv glas

██ #88aaff

██ 1100bb

██ #2277aa

██ #4422ee

██ #7788ee

██ #0033ee

██ #221177

██ #6666ff

██ #5588ee


Skalfad tredanwarellek
Trohed 450 – 495 nm
Talm 667 – 606 THz

Bonekadur
evit ar glas-mañ : 0000
HTML #0000ff
sRGB (0, 0, 255)
CMYK (88, 77, 0, 0)
HSV (240, 100, 100)

SerraEstrela-MAR2007-5.jpg
Seul belloc'h an traoù, seul c'hlasoc'h

Glas a reer eus al liv gweladus a zo etre 0000 mouk ha 0000 gwer er skalfad tredanwarellek, adalek an trohed 450 nm betek an trohed 495 nm. Mouk eo al liv a weler pa vez berroc'h an trohed eget 450 nm, ha gwer a weler pa vez an trohed hiroc'h eget 495 nm. "Glas glan" a reer eus al liv glas eo 450 nm e drohed.

Glas e vez an oabl pa vez dizolo ha pa vez heol ; glas e seblant bezañ al ledennadoù bras a zour ivez pa vez brav an amzer, abalamour ma vez distaolet liv an oabl ganto. En abeg d'ur gwered luc'hel anvet "amstrewadur Rayleigh" e welomp un oabl glas : strewet muioc'h eget re al livioù all e vez trohedoù glas gouloù gweladus an Heol gant atomoù oksigen ha nitrogen aergelc'h an Douar. Dre an hevelep anadenn e welomp liv glas war an traoù a zo er pelloù, peogwir e vez treuzet muioc'h a aer gant ar gouloù.

Al liv glas eo hini karetañ tud ar sevenadurioù kornaouegel, e kav dezho ez arouez an unvaniezh (banniel Europa, da skouer), an didermen, ar fiziañs, ar fealded, an ijin, ar yenijenn, hag an dristidigezh evit lod.[1]

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg evel er yezhoù keltiek all e reer gant ar ger glas hepmuiken evit ober anv eus traoù glas o liv hag eus traoù gwer en natur evel ar geot, delioù ar gwez... Kement ha gris e c'hall talvout ivez.
Gwir eo kement-se e meur a yezh nann-keltiek ivez ; e rusianeg avat ez eus daou liv disheñvel eus al liv glas sklaer hag al liv glas teñval.
Eus ar gwrizienn *glasto- e teu glas.[2]
Testeniekaet eo ar stumm latinaet glastum gant Plinius an Henañ (23-79).[3], diwar ar stumm hengeltiek glast [4] ; testeniekaet eo glas en henvrezhoneg[5] hag e krennvrezhoneg gant ar sterioù "gwer" ha "gris".[6]
Er C'hatholicon, anezhañ ar geriadur kentañ e brezhoneg (1464), emañ testeniekaet ar ger glas ivez :

Glas. g. vert. l. hic (« galleg : vert ; latin : an dra-se ») [7]

  • Skrivañ a reer glas evit anv-gwan, ha glaz evit an anv-kadarn, ar glaz : "glas sklaer eo an oabl, ha teñval eo glaz ar mor".

Al liv glas en natur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plant, loened ha mein glas zo en natur. Setu amañ un nebeud anezho.

Plant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mein[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fardañ liv glas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust dezhañ bezañ paot en natur, n'eus bet kavet liv glas ebet en arz ragistorel Henoadvezh diwezhañ ar maen (adalek ar bloavezhioù –35 000 betek ar bloavezhioù –10 000), moarvat abalamour ma veze diaes-bras da arzourien ar mare fardañ ha mirout livegennoù glas diwar ar plant, al loened pe ar mein a gavent tro-dro dezho. Marteze ivez ez eo troet o liv glas da c'hell pe zu gant an amzer.
Peuzheñvel e voe c'hoazh lec'h ar glaz en Nevezoadvezh ar maen (adalek –8000 betek –3000), pa voe krog an dud da vestroniañ teknikoù al livadennerezh : du, ruz, gell a veze implijet stank peogwir ez anavezed al livegennoù a-gozh, melen a oa nevez, ral e oa ar gwenn, ha dizimplij pe dost e oa al livioù glas ha gwer. Eus Afrika hag Azia e teu ar c'hentañ tammoù gwiad livet etre –6000 ha –4000 a zo deuet betek ennomp ; eus deroù ar bloavezhioù –3000 e teu an tammoù danvez europat ; arlivioù ruz zo warno-holl.[8]

Isatis tinctoria
Indigofera tinctoria

En Henamzer c'hoazh ne veze livet danvez nemet e ruz, gwenn pe zu gant ar Romaned hag an Henc'hresianed ; ne veze ket implijet ar glaz, ar melen hag ar gwer, petra bennak ma'z anavezed ar c'hailh anvet azurit Cu3(CO3)2(OH)2 a ro livegennoù glas. En Henegipt e veze fardet traezoù glas diwar ar mein dambrizius lapis lazuli "maen glas" a lakaed dont eus an dachenn a zo Afghanistan hiziv ; ken koustus e oa an doare avat ma rankas Henegiptiz aozañ o livegenn dezho adalek –2500 dre zrailhañ ur meskaj dioksidenn silikiom (SiO2), kali, kouevr ha raz (CaO) a domment betek 800-900°C.[9]
Ar Gelted hag ar C'hermaned a implije ingal ar blantenn Isatis tinctoria, anvet "kerboullenn" e brezhoneg[10], evit fardañ liv glas goude un hir a steudad labourioù war an indigo 000 a zo en he delioù.
Pobladoù ar Reter-Nesañ ivez a implije ar glaz, a fardent diwar ar blantenn indigo (Indigofera tinctoria) a lakaent dont eus Afrika hag Azia (eus "Indez" end-eeun e teu anv ar blantenn, indicum e latin) ; kalz kreñvoc'h ha padusoc'h eo ar glaz-se eget an hini a gaver dre ar gerboullenn.
Ken abred hag an IXvet kantved e ouie Sinaiz ober gant kobalt evit kinklañ o zraezoù porselen.

Dister e oa implij ar glaz er Grennamzer ; ruz pe vouk e veze dilhad ar binvidien, ar beorien hepken a farde livioù arc'hlas dibad diwar Isatis tinctoria evit livañ gwiadoù.
En XIIvet kantved e c'hoarvezas ur c'hemm bras er relijion gristen pa voe lakaet he doue en neñv. Etre 1130 ha 1140 e voe adsavet penniliz Saint-Denis ha staliet enni gwerelloù livet e glas gant kobalt, ar pezh a leunias an iliz gant gouloù glas. Adal ar mare-se e voe glas an oabl war ar skeudennoù – alaouret, du, gwenn pe ruz e veze betek neuze. En he barr e oa an deoliezh d'ar Werc'hez Vari, a voe lakaet en neñv ivez ha gwisket gant ur vantell c'hlas. Da heul an darvoud-se teuas an dilhad glas diouzh ar c'hiz, ha greantel e voe implij Isatis tinctoria adalek an XIIIvet kantved, Indigofera tinctoria o vezañ evit ar binvidien hepken en abeg ma teue a bellvro. Glas e voe liv roueed Bro-C'hall adalek Fulup II an Aogust (1165-1223), ha liv ar vrientinelezh e voe kent dibenn ar c'hantved.
Broudet e voe gounezerezh ar gerboullenn en Europa neuze, ha diwarnañ e pinvidikaas Pikardi, kontelezh Toloza, Thüringen ha Toskana. Ne badas ket avat, rak indigo a voe enporzhiet eus Amerika hag Antilhez, izeloc'h e briz eget hini Indez en abeg ma veze fardet gant sklaved. Da get ez eas finborte Pikardi ha Toskana, tra ma pinvidikaas Naoned ha Bourdel, porzhioù morianeta anezho.

Livegennoù glaz Prusia
HTML 000000 #101f70

War-dro ar bloavezh 1706 e voe kavet ar Preußischblau, "glaz Prusia", e Berlin gant ar c'himiour ha farder livioù Johann Jacob Diesbach. Ur glaz teñval eo, na oa ket anezhañ en amzerioù kent.
E 1850 e voe krouet en SUA ar bragoù jeans kentañ, diwar an dilhad glas livet gant indigo a veze douget gant pesketaerien Genova, Genoa e saozneg, alese an anv.

Argeladurezh ar glaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur pezh argeladurel zo da bep liv diazez e sevenadur Mab-Den, pa c'hall al livioù merkañ pe dreuzkas kealioù, degas fromoù, aozañ bonegoù pe reizhiadoù, sikour da rummata, da urzhasaat ha da enebiñ.
Diwezhat en istor Mab-Den ez erruas al liv glas er sevenadurioù kornôgel, marteze abalamour ma oa ken diaes e fardañ, setu ez eo chomet dister an disterañ en argeladurezh ar vuhez kevredigezhel, er relijionoù hag en arzoù pa oa du, gwenn ha ruz tri liv diazez an holl gevredigezhioù hen.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzet ez eus bet ur gudenn e yezhoù ar C'hornôg evit envel ar glaz : ne oa ger resis ebet a gement a verke al liv-se – en XIXvet kantved e klaskas lod gouizieien gouzout hag-eñ e oa gouest tud an Henamzer da welet an arlivioù glas evel m'o gwelomp-ni hiziv an deiz, ar pezh a ziskouez pegen skoemp e veze dere ar glaz kent hon amzer.
Unan eus skridoù koshañ an denelezh eo ar Bibl, a zo bet troet en hogosik an holl yezhoù a-feur ma voe ar Gristeniezh oc'h aloubiñ ar bed a-bezh. Seul niverusoc'h an troidigezhioù gant an amzer, seul niverusoc'h ivez an daveoù da livioù na oant ket meneget a-ratozh-kaer er skridoù hebraek ; da skouer : p'emañ "skedus" en hebraeg e kaver "gwenn"" pe "ruz" e latin ; an hebraeg evit "teñval" pe "lovr" zo "du" pe c'hoazh "gwer" ; pa vez an hebraeg hag ar gresianeg o lavaret "disliv" e kaver "gwenn", "gwer" e latin hag e yezhoù all ; "pinvidik" en hebraeg a ro "mouk". Abalamour da gement-se ez eo diaes-bras termeniñ lec'h ar glaz e pobloù ar Bibl.

Liv ar Varbared – ar Gelted hag ar Germaned – e oa ar glaz en Henroma. Liv ar marv, an ifern hag ar c'hañv e oa ivez. Dispriziet e veze an daoulagad glas : da c'histi e veze lakaet ar merc'hed ; katellerien, barbared pe istrogelled a veze graet eus ar baotred.
Koulskoude e rae ar Romaned gant al liv glaz evit unwiskoù o morlu ha glas e oa liv gwiskamant an amiral a c'houneze un emgann[11] ha pa voe savet Sextus Pompeius da "Praefectus Classis et Orae Marittimae" (Amiral al lestraz hag Aodoù Roma) gant ar Sened e oa gwisket gant ur vantell c'hlas[12]. Graet e veze gant al liv glas evit ar morlu dre ma oa liv sakr Neptunus, doue ar mor[13].
Betek deroù ar Grennamzer e padas dere izel ar glaz en Europa, ne oa pouez ebet dezhañ e-tal ar gwenn, an du hag ar ruz a oa an tri liv diazez er vuhez kevredigezhel ha relijiel evel en Henroma.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Glas e oa an dilhad da vare ar Veroveed (~450-752) koulskoude, dre levezon ar Gelted hag ar Germaned bepred. Adal kreiz an VIIIvet kantved hag ar Garolingidi e tistroas boazioù ar Romaned ; ar gouerien hepken a gendalc'has da livañ o dilhad e glaz.
N'eus roud ebet eus ar glaz en anvioù-lec'hioù pe en anvioù-tud eus ar mare-se, ha pa vefe e latin pe en teodyezhoù. N'eus meneg ebet eus ar glaz el liderezh katolik, ne gaver arouez pe ardamez glas ebet e kevredigezhioù ar mare ; evel-se e chomas an traoù betek kreiz an XIIvet kantved, pa voe fardet ar c'hentañ gwerelloù o foñs glas.

Liv glas ar Werc'hez
zo war banniel Europa

Adal an XIIvet kantved e teuas al liv glas da vout diouzh ar c'hiz er Gornaoueg : liv ar vrientinelezh e voe, kreskiñ a reas pouez ar glaz en armerzh ha forzh pegement e voe implijet en arzoù.
Gwiskamant ar Werc'hez en arzoù end-eeun e voe pennabeg ar gemmadenn dic'hortoz-se. Liv ar c'hañv a veze lakaet warni en amzerioù kent, peogwir e oa marvet he mab war ar groaz : du, gris, gell, mouk teñval pe gwer teñval ; teñval-tre e veze ar glaz pa veze implijet. Adal deroù an XIIvet kantved e voe gwisket gant ur glaz frankoc'h, splannoc'h ha skedusoc'h. War-dro ar bloavezhioù 1140 e krouas ar werellourien ur glaz anvet glas Saint-Denis evit penniliz Saint-Denis ; buan e voe skignet, ha krouet e voe glaz Chartres ha glaz Le Mans  ; gant an amzer, emdroadur an teknikoù ha hini an armerzh e voe krouet arlivioù glas nevez. Loeiz IX (1214-1270) e voe ar roue gall kentañ o wiskañ dilhad glas war ar pemdez.

Skoed "klasel" ar roue Arzhur
En glazur e deir c'hurunenn en aour, 2, 1
Skoed Arzhur (1580)
En glazur e drizek
kurunenn en aour,
4, 4, 4, 1
[14]

En ardamezouriezh ivez e kavas ar glaz e lec'h. En glazur hadet a flourdiliz en aour eo skoed-ardamez rouaned Bro-C'hall, ar glaz – a splann da deñval – oc'h aroueziañ ar Werc'hez ha, drezi, ar relijion gristen.
Studiet eo bet ar c'hementad a liv glas a zo en ardamezouriezh Europa etre kreiz an XIIvet ha deroù ar XVvet kantved : 5% a oa circa 1200, 15% c. 1250, 25% c. 1300 ha betek 30% war-dro 1400 ; e-keit-se e tigreskas al liv ruz eus 60% c. 1200, 50% c. 1300 betek 40% war-dro 1400.[15]
N'eus skoed glas ebet e boneg al livioù ar c'helc'hiad arzhuriek – a zo du, gwenn, gwer pe ruz – met a-hed ar XIVvet kantved e kemmas o argeladurezh er romantoù marc'hegiezh ha marc'heien c'hlas a zeuas war wel, al liv glas oc'h aroueziañ o c'halonegezh, o lealded hag o fealded ; reoù zister e oant er penn-kentañ ha tamm-ha-tamm e voe graet pennharozioù anezho.[16]
E dibenn ar Grennamzer e voe ar glaz – liv ar Werc'hez, hini ar roue Arzhur ha hini ar rouaned c'hall – lakaet da aroueziañ al lealded, ar peoc'h, ar frealz, al levenez hag ar garantez. Ul liv nobl e voe, a zidronas ar ruz. Adal ar mare-se e voe kemmet argeladurezh al livioù e kevredigezhioù ar Gornaoueg, pa voe dilezet ar reizhiad gwenn-du-ruz a gaver ivez er mojennoù kozh evel Kabellig Ruz, Gwenn-erc'h hag ar seizh Korrig hag er fablenn hen Ar vran hag al louarn gant Aisopos. War c'hwec'h liv ec'h eo diazezet ar reizhiad nevez : du, glas, gwenn, gwer, melen ha ruz, ha kontrol d'ar ruz e voe lakaet ar glaz, ar pezh a zo gwir hiziv c'hoazh.

Azginivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar XVvet hag ar XVIIvet kantved e troas ar glaz da liv buhezegezhel dre levezon al liv du.
E kreiz ar XIVvet kantved e voe embannet gant pennadurezhioù ar gristeniezh un aridennad lezennoù evit reoliañ buhezegezh ar c'hevredigezhioù europat. Enep an nevezentioù, ar merc'hed hag ar yaouankizoù e voent savet dreist-holl. Livioù ar gwiskamantoù pergen a voe reoliet-strizh : dre al liv e ranked gouzout dere pep den er gevredigezh. Berzet e voe an dilhad ruz, re goustus en abeg da briz al livegennoù prizius, hag ar re c'hlas flamm, evit an hevelep abeg. E du en em wiskas ar binvidien neuze, ar pezh a lakaas al livadennerien da ijinañ doareoù da gaout liv du don ha padus. Buan e teuas an du da vezañ diouzh ar c'hiz en Europa a-bezh, ar pezh a badas a-hed ar XVvet kantved ; kreñvaet e voe an tech-se gant ar brotestantiezh, a droas tamm-ha-tamm da lakaat ar glaz par d'an du evel liv an dereadegezh, ar vertuz, an onestiz, an dilontegezh hag ar gristeniezh.

An oadvezh modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar XVIIvet kantved e voe ijinet arlivioù glas nevez, a-drugarez d'an indigo bezañ marc'hatmatoc'h. Da get ez eas implij ar gerboullenn adalek 1737, re wan ma voe e-tal an indigo ha glaz Prusia. Aloubet e voe sevenadur Europa gant al liv glas war kement tachenn a zo : dilhad, arzoù-kaer, lennegezh (Die Leiden des jungen Werther Johann Wolfgang von Goethe), barzhoniezh ha sonerezh (ar blues, bet ganet war-dro 1870). Ul liv romantel, hunvreel ha melkonius eo ar glaz da neuze. Ouzhpenn-se, ul liv politikel eo evit Bro-C'hall, liv ar Republik ha liv ar vammvro goude bezañ bet hini he rouaned.
Adalek an XXvet kantved e voe ar glaz liv karetañ tremen 50% eus tud ar Gornaoueg, dirak ar gwer (20%), ar gwenn (8%) hag ar ruz (8%).[17]

Livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En arz al livouriezh ec'h eo al liv glas unan eus an tri liv diazez, gant ar ruz hag ar melen. Sellout a reer outañ, en amzer a-vremañ, evel ul liv yen, hag al liv orañjez 0000 zo bet lakaet da liv klokaus dezhañ, dre m'eo orañjez ar meskaj ruz + melen.
Kalz livioù a c'heller kavout dre veskañ al liv glas gant an daou liv diazez all : glas + ruz = mouk 000000000 ha glas + melen = gwer 000000000, an arlivioù anezho o vezañ diouzh kementad pep liv.

Moullerezh ha stlenneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er moullerezh ec'h eo al liv glas unan eus ar pevar liv diazez ar reizhiad CMYK a implijer evit ar moullañ e pevarliverezh.[18]

Er stlenneg ec'h eo al liv glas unan eus al livioù diazez ar reizhiad RGB (Red, Green, Blue) a implijer evit diskouez ar skeudennoù war ar skrammoù.
Er pajennoù web ez implijer ar boneg #0000ff evit diskouez al liv glas "glan" 0000, da lavaret eo an arliv 450 nm er skalfad tredanwarellek.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Heller, Eva : Psychologie de la couleur : effets et symbolique, Éditions Pyramyd, 2009, (ISBN 978-2-35017-156-2), p. 13.
  2. (fr) Deshayes, Albert : Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, 2003, (ISBN 978-2-914208-25-3), p. 273-a.
  3. (fr) Dottin, Georges : La langue gauloise, Slatkine, 1985, (ISBN 978-2-05-100208-8), p. 258.
  4. (fr) Fleuriot, Léon : Le vieux breton – Éléments d'une grammaire, Slatkine, 1989, (ISBN 978-2-05-101059-5), p. 97.
  5. (fr) Loth, Joseph : Vocabulaire vieux-breton, Slatkine & Champion, 1982, (ISBN 978-2-05-100432-3), p 130.
  6. (fr) Ernault, Émile (1895) : Glossaire moyen-breton, Stlatkine, 1976, p. 257
  7. (br) (fr) (la) Le Catholicon de Jehan Lagadeuc – Dictionnaire Breton - Latin - Français – Reproduction de l'édition de Jehan Calvez (1499) augmentée d'une intoduction de Christian-J. Guyonvarc'h, Éditions Armeline, Brest, 2005 (ISBN 978-2-910878-39-9)
  8. (it) Brunello, Franco : L'arte della tintura nella storia dell'umanita, Neri Pozza, 1968 ; (en) The Art of Dying in the History of Mankind, Neri Pozza, 1973
  9. (en) Brill, Robert H. : Science and Archaeology, Massachussets Institute of Technology Press, 1971, (ISBN 978-0-262-02061-9)
  10. Geriadur Favereau, 1992 – pp. 399b & 1038a
  11. Cassius Dio, roet gant Raffaele D'Amato, Imperal Roman Naval Forces 31BC-AD 500, Men-at-Arms, Osprey Publishers, 2009, p.18.
  12. Ibid.
  13. Ibid. p.19
  14. (fr) Hierosme de Bara (1581) : Le blason de armoiries. Ne oa ket eus an ardamezouriezh da vare Arzhur ; 3, 6 pe 9 c'hurunenn zo bet lakaet war e skoed, 13 o vezañ un droukveskadenn etre treis (3) ha treize (13).
  15. (fr) Pastoureau, Michel : Traité d'héraldique, Éditions A. & J. Picar, 2007, (ISBN 978-2-7084-0807-4)
  16. (en) Brault, Gerald J. (1656) : Early Blazon – Heraldic Terminology in the Twelfth and Thirteen Centuries with Special Reference to Arthurian Heraldry, Boydell Press, 1998, (ISBN 0851157114)
  17. (fr) Descamps, Marc-Alain : Psychosociologie de la mode, P. U. F., 1984, (ISBN 978-2-13-038547-9)
  18. CMYK : teskanv saoznek evit Cyan (glas,   #00ffff  ), Magenta (ruz,   #ff00ff  ), Yellow (melen,   #ffff00  ) Key (alc'hwez / du, #000000) ; CMJN eo e galleg, evit Cyan, Magenta, Jaune, Noir.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger glas er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Livioù | Roll al livioù


Gwenn
#ffffff
Arc'hant
#c0c0c0
Gris
#808080
Du
#000000
Ruz
#ff0000
Orañjez
#ffa500
Melen
#ffff00
Gwer
#00ff00
Cyan
#00ffff
Glas
#0000ff
Indigo
#4b0082
Mouk
#7f00ff
Magenta
#ff00ff
Olivez
#808000
Gell
#964b00
Turkez
#008080
Roz
#ffc0db