Buhezegezh

Ar brederouriezh eo ar vuhezegezh, pe an etik, ur rann anezhi, studiañ ha dispartiañ a ra an oberoù mat hag an oberoù fall.
Klask a raer gouzout :
- Peseurt oberioù zo mat ? Peseurt oberioù zo fall ?
- Penaos gouzout disheñveliñ anezho ?
- Heñvel eo an oberioù mat hag ar re fall ?
- Penaos divizout un dezo diaes d'ober fall d'an den-mañ-den ?
- Penaos e vez cheñchet buhez tud zo gant hon oberioù ?
Ar vuhezegezh pe an etik eo skourr ar brederouriezh hag a bled gant an doareoù hag ar priziañ obererezh mab-den. He fal eo neuze ar moralited : justifikadur ha teorienn. Cicero a voe an hini kentañ o treiñ ēthikḕ technē (arz etikel) gant an termen philosophia moralis (prederouriezh moral) nevez d'ar mare-se[1]. Hervez he hengoun e vez graet brederouriezh moral eus an etik hiziv an deiz c'hoazh[2].
An etik hag ar gelenn liammet outi (da skouer, ar brederouriezh lezennel, politikel ha sokial) a vez graet "prederouriezh pleustrek" anezho ivez, rak plediñ a reont gant oberoù mab-den. Er c'hontrol, ez eus ar "prederouriezh teorikel", a endalc'h al lojik, an epistemologiezh hag ar metafizik evel kelennoù klasel.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) Cicero: De fato 1; Moral, moralisch, Moralphilosophie. Historisches Wörterbuch der Philosophie. P. 149
- ↑ (de) Viktor Cathrein, 1911, Moralphilosophie. Eine wissenschaftliche Darlegung der sittlichen, einschließlich der rechtlichen Ordnung, embannadur nevez adwelet , Herder, Freiburg im Breisgau