Daelerezh a reer eus hollad an araezioù kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen, pe vuioc'h, o deus mennozhioù disheñvel, a-benn anataat kealioù, dizarbenn an arguzennoù enep ha kendrec'hiñ an dud pe c'hoazh dizoleiñ ur wirionez.
Arabat eo droukveskañ daelerezh ha breud, rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezañ diresis en argerzh abalamour da drivliadoù a zo e-maez perzhioù poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouiñ gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.
Pennad-skrid: Prederiadou a Zreistnaturoniez: I: An amzer. II: An ec'honder = Méditations métaphysiques: Le temps. I; L’espace. II gant Louis Béranger, Pariz, Heugel, 1936, 32 bajenn. Brezhoneg ha galleg. Adembannet gant ar gelaouenn Preder, niv. 3, 1958.
Pennad-skrid: Fragmenta Philosophica gant Remont Jestin, Galv, niv. 172, 1942.
Pennad-skrid: Friedrich Nietzsche hag e gelenn gant Remont Jestin, Al Liamm, niv. 15, 1949.
Troidigezh: Keal an emrenerezh psikologek gant Duyckaerts, troet gant Abanna, Preder, 1958.
Geriadur: Geriadur ar brederouriezh; galleg-brezhoneg; brezhoneg-galleg; Dictionnaire de philosophie; français-breton; breton-français; étymologie et équivalents des termes philosophiques en allemand, anglais, français et italien gant Tugdual Kalvez Roazhon, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2010.
16 pennad-skrid a brederouriezh gant Gwendal Piégais e-barzh Nidiad, etre 2010 ha 2014.