Kaozeal:Porched:Prederouriezh
Prederouriezh - Prederourien - Porched:Prederouriezh > Kemmoù diwezhoù ar gerioù er porched - Labourioù a brederouriezh - Geriaoueg ar brederouriezh - Meneger ar brederouriezh.
Labourerien
[kemmañ ar vammenn]Frammet em eus ar porched Prederouriezh.
Labourioù
[kemmañ ar vammenn]Geriaoueg
[kemmañ ar vammenn]Dav eo mont dreist skoilhoù ar c'heriaoueg. Kinnigit ho kudennoù di a-benn troc'hañ anezho.
Prederourien
[kemmañ ar vammenn]- skrivañ ur pennak berr (klok avat : etrewiki, buhezskrid gant liammoù talvoudus a-ziabarzh an holloueziadur, rummad), evit
D'am soñj, kuit da goll al lennerien, eo ret bodañ an holl brederourien e-barzh ar rummad prederourien
Prederourien all
[kemmañ ar vammenn]- Gant Gwendal.P
- Evit al listenn ouzhpennañ a rafen
Ober a rin war dro an tri-mañ
Istor ar brederouriezh
[kemmañ ar vammenn]- Gant MP
- Treiñ un diverrañ diwar ar pennad fr:Philosophie#Histoire_de_la_philosophie_occidentale er pennad Istor_ar_brederouriezh.
Kaozeadegoù
[kemmañ ar vammenn]Prederouriezh
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Merzhet am eus oas o labourat war kalz a bennadoù a ziwar-benn ar breerourien pe prederouriezh dre vras. Hag-eñ pefe c'hoant sikour eus ma berzh ? Un danvez a zedenn ac'hanon eo hag evel ma peus gwelet marteze, kroget am eus da sevel ur bajenn Kronologiezh ar brederouriezh Hen. N'eo nemet ur steuñv evit ar poent ha n'am eus ket echuet anezhi. Ma peus c'hoant e c'helfemp lakat hor labour da genglotañ, rak evit ul labour ken ramzel ha hini ar pajenn prederouriezh, gwelloc'h e genaozañ . Trugarez en a-raok A-galon --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 16:08 (UTC)
Petra ober ?
[kemmañ ar vammenn]- Petra a vefe mat ober ?
- Ne soñjan ket eo mat ober pennadoù hir-tre. Gwelloc'h e kavan lakaat an traoù da dreiñ etre ar pennadoù lies.
- Tennet eo ar gronologiezh eus ur wikipedia bennak all ? Lakaat an etrewiki a vefe mat.
--MP 5 Eos 2007 da 16:17 (UTC)
Respont
[kemmañ ar vammenn]- D'am sonj eo ret sevel pennadoù diwar-benn ar brederourien pouezus (Aristoteles, Sokrates, Plato)klok ha pennadoù simpl evit prederourien gant nebeutoc'h a bouez (pennadoù gant ar vuhez evit kregiñ), pennadoù gant displegadurioù diwar-benn ar meizadoù hag ar skolioù prederourel (stoikelezh pe epikuriezh evel ma peus graet)
- Ezhom'zo eus un niver bras a bennadoù evit ar brederouriezh met ret o sevel gant perzhioù pouezus (ar vuhez, un diveradenn eus ar preder, plas ha levezon e-barzh istor ar brederouriezh, hag all). Met a-du on evit lar n'eo ket ret koll amzer en ur sevel pennadoù brasoc'h eget ar wikipedia e galleg pe me oar evit peseurt abeg...
- Savet am eus ar gronologiezh gant sikour meur a levrioù diwar-benn an henamzer hag ar brederouriezh hen (evidon al liamm etrewiki a zo un dra vat met arabat e implij re).
--Gwendal.P 5 Eos 2007 da 16:31 (UTC)
Setu penaos...
[kemmañ ar vammenn]Setu penaos em boa kavet ar porched Prederouriezh [1] [2] [3] ur bloaz hanter zo. Ha kredit ac'hanon, n'eo ket aet pell an traoù abaoe. Pa ve sellet ouzh istor ar pennad Platon, ken meur ma'z eus unan, e weler eo dav bezañ pizh gant pep a bennad a-benn skrivañ kalz a bennadoù liammet an eil re gant ar re all (encyclopedia aremorica).--MP 5 Eos 2007 da 16:51 (UTC)
Respont
[kemmañ ar vammenn]Ya kompren a ran eo diaes lakat an traoù da vont war-raok. Met prest on da gregiñ e-barzh hag anaout a ran un nebeut tud immoret evit lakat ar proched-mañ da vont war raok. Gell a rafemp rannañ al labour etrezomp, ma peus c'hoant e labourfen war ur prantad prederourel bennak pe me oar me...Dav vefe sevel ul listenn eus prederourien'zo (Da skouer Aristoteles, Sokrates, Senek, hag all,...) da gaout pennadoù savet mat diwarno. Larit din petra emaoc'h o vont da sevel war ar porched pe evel pajenn evit ma genaozfemp al labour. Ha kas a rin deoc'h ar pezh emaon o soñj ober. Ha larit din ma peus ur mennoz evit ur bajenn bennak pe ma peus ezhom sikour evit ur bajenn pe ur rimmad bennak. A-galon --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 17:22 (UTC)
Respont d'ar respont
[kemmañ ar vammenn]Gwir eo : skrivañ ur roll labour a vefe mat evit bodañ kinnigoù, soñjoù, skoilhoù.
Ul lec'h emgav evel ar bajenn Kaozeal:Porched:Prederouriezh da skwer ?
--MP 5 Eos 2007 da 17:28 (UTC)
Porched Prederouriezh
[kemmañ ar vammenn]A-du, bremañ evit an traoù a zivout ar brederouriezh laromp ha skrivomp se war pajenn kaozadenn ar porched prederouriezh. A-benn nebeut --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 17:33 (UTC)
Gwendal.P
[kemmañ ar vammenn]A-du met dav vefe sevel ul listenn hervez an urzh lizherenneg hag unan all renket en ur stumm kronologel (dre kantved da skouer). Evit al listenn ouzhpennañ a rafen
Ober a rin war dro an tri-mañ ma peus c'hoant. --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 17:42 (UTC)
a zo o tont eus ar portal svedeg. --MP 5 Eos 2007 da 18:17 (UTC)
Gwelloc'h eo...
[kemmañ ar vammenn]Gwelloc'h eo pennadoù don war naouturioù pe poentoù ledan (istor ar brederouriezh) evit berniañ pennadoù diwar-benn predererour-mañ-prederour.
Marteze e vefe mat leuniañ an daolenn Patrom:Barrenn_Prederouriezh : da skwer, Prederouriezh an Istor. Ken implijet en XIXvet kantved.
Evit pezh a sell ul listenn gant anvioù ruz e-leizh, n'omp ket evit glaasat anezhi kement ha labour zo. Bez' ez eus ur benveg memestra : Rolloù ar brederourien.--MP 5 Eos 2007 da 18:27 (UTC)
Urzh lizherenneg
[kemmañ ar vammenn]Rummad:Prederourien ha Roll ar brederourien veur, 'gav ket deoc'h, Gwendal.P ?
Urzhioù
[kemmañ ar vammenn]A-du evit an doare da renkañ-mañ, met dav vo o liammañ gant pajennoù evel ar gronologiezhioù pe displegadurioù war prantadoù prederourel'zo. Ret eo lec'hiañ mat pep prederour en e maread pe en e amzer istorel. Un dra brav vefe implij ar patromoù evel ma peus graet. Echuiñ a rin ar gronologiezh eus an henamzer ha goude e rin unan diwar-benn prederouriezh ar Grenn-Amzer gant ar "scolastique". Met dav vefe deomp labourat war resisadur ar c'heriaoueg prederourel evit ma vefe ket arvarus er pennadoù (da skouer: "usvedoniezh" e lec'h "metafizik") forzh peseurt vefe ar ger, ret eo deomp just en em lakat a du evit unaniñ ar c'heriaoueg implijet. A-galon --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 19:41 (UTC)
Geriaoueg ar brederouriezh
[kemmañ ar vammenn]Lakaat a ran usvedoniezh/metafizik ouzhpenn--MP 6 Eos 2007 da 10:10 (UTC)