Arthur Schopenhauer
Neuz
Arthur Schopenhauer (Danzig, 22 C'hwevrer 1788 – Frankfurt am Main, 21 Gwengolo 1860) a oa ur prederour hag ur c'helenner skol-veur.
Sevel a reas ur c'helenn a-zivout gouiziadoniezh, usvedoniezh, kenedouriezh ha divezelezh. En em lakaat a rae da heulier Immanuel Kant (1724-1804) hag implij a reas prederouriezh e vestr evit frammañ e soñj dezhañ.
E-touez ar brederourien eus an XIXvet kantved e tiorroas meizad an uhelvennaderiezh dangorel. Hennezh a voe unan eus ar brederourien alamanek kentañ hag o deus diorroet ar mennozh ma vez renet an hollved gant ur bennaenn ziboellek.