Immanuel Kant

Immanuel Kant (22 viz Ebrel, 1724 – 12 a viz C’hwevrer, 1804) a oa ur prederour alaman eus Königsberg e Prusia ar reter (hiziv Kaliningrad, e Rusia). Sellet e vez outañ evel ouzh unan eus soñjerien Europa a vremañ o deus bet ar brasañ levezon hag evel ar prederour bras diwezhañ eus ar Gouleier.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Immanuel Kant a oa bet ganet e 1724 e Königsberg. Ar pevare e oa eus un tiegezh ennañ nav a vugale (pemp anezhe a dizhas an oad gour). Badezet e oa 'Emanuel' met cheñch a reas evit 'Immanuel'[1] goude deskiñ hebraeg. Bevañ a reas holl e vuhez en e gêr c’henidik pe en he c’hichen (kêr-benn Prusia ar reter e oa d’ar c’houlz-se), hep beajiñ pelloc’h evit ur c’hant lev bennak diouzh Königsberg.[2] E dad, Johann Georg Kant (1682–1746), a oa un artizan alaman eus Memel a oa an hini eus kêrioù Prusia a oa ar pellañ er biz d’ar c’houlz-se (Klaipeda, e Lituania hiziv). E vamm Anna Regina Porter (1697–1737), bet ganet e Nürnberg, a oa merc’h ur gwakolier ha dibrer skosat.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- KANT Immanuel, Kritik der reinen Vernunft(1781), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 (de) — Projekt Gutenberg-DE (de)
- • Critique of Pure Reason, Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 (en)
- • Critique de la raison pure, Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 (fr)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Kuehn, Manfred. Kant: A Biography. Cambridge University Press, 2001, p. 26
- ↑ Keillor, Garrison. The Writer's Almanac for Sunday, April 22nd 2007. Kavet : 2006-04-30.