Kantved ar Sklêrijenn

Eus Wikipedia
Golo an Encyclopédie (1751)

Kantved ar Sklêrijenn, Kantved ar Sklêrijennadur, Mare ar Sklêrijenn, Oadvezh ar Sklêrijenn a reer eus an XVIIIvet kantved en Europa ar C'hornaoueg abalamour d'al luskad speredel en em ledas eno da neuze. E Bro-C'hall hag e Breizh-Veur e voe diazezet al luskad-se da gentañ, gant prederourien evel René Descartes (1596-1650) ha Denis Diderot (1713-1784). Gant Diderot ha Jean Le Rond d'Alembert (1717-1783) e voe ledet spered ar Sklêrijenn dre an Encyclopédie, un oberenn holloueziadurel savet gant prederourien digor o spered hag embannet a-dammoù adalek 1751 betek 1772.

E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant ar brederourien, a veze graet ar Sklêrijennoù (Les Lumières) anezho, e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an Iliz katolik pe ar roue. Fellout a rae dezho sklêrijennañ ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù.
E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ da vennozhioù ar re all, hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar Stad pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs.
Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta, setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se, evel Voltaire, pennadoù amzer en toull-bac'h pe en harlu.

Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a embannas Disklêriadur dishualded Stadoù Unanet Amerika e 1776, hag ar re a gasas war-raok an Dispac'h gall e 1789.

E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien Stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien Stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent sklêrijennet edo Katelin Veur e Rusia, Frederig Veur e Prusia ha Gustav III e Sveden.

Mare ar Sklêrijenn a zeuas war e lerc'h kealioù a-bouez evel hini ar frankiz, an demokratelezh ha gwirioù mab-den.

E Bro-C'hall, diazez eo mennozhioù ar frankiz hiniennel hag al lez-ober relijiel, evit prederourien ar Sklêrijennoù. Dre-se int enebet ouzh ar vonarkiezh hollc'halloudek ha diazezoù reut an Iliz. Implij doareoù skiantel evit kompren ar bed a oa pouezus evito.

Immanuel Kant eo a zegaso un displegadenn resis evit displegañ petra eo ur Sklêrijenn en destenn Was ist Aufklärung ? (Bez kalonek a-walc’h da ervredañ diouzhit da unan ! Henn eo sturiad ar Sklerijennadur.).

Prederourien ar Sklêrijenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Red Ensign of Great Britain (1707–1800, square canton).svg Amerika vreizhveurat
Bro-C'hall Bro-C'hall
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Banner of the Holy Roman Emperor with haloes (1400-1806).svg Impalaeriezh santel roman german

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]