Thomas Paine

Eus Wikipedia
Thomas Paine

Thomas Paine, bet ganet Thomas Pain d'an 29 a viz Genver 1736 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Even 1809, a oa ur skrivagner, ur prederour, ur politikour hag ur reveulzier saoz, amerikan, ha gall. Bez' e voe unan eus Tadoù diazezerien Stadoù-Unanet Amerika. Skrivet en doa bet an daou flemmskrid pouezusañ e penn-kentañ an Dispach Amerikan (1765-1791). Eñ eo a awenas reveulzierien amerikan an Trizek trevadenn da gemer hent an disparti diouzh ar Rouantelezh-Unanet e 1776. E vennozhioù a oa re ar Sklêrijennadur ha re an humanouriezh. Lavaret a reer diwar e benn e oa a corsetmaker by trade, a journalist by profession, and a propagandist by inclination ("ur farder korfkennoù dre vicher, ur c'hazetenner dre feiz, hag ur bruder dre bleg."