Mont d’an endalc’had

Epistemologiezh

Eus Wikipedia
epistemologiezh
branch of philosophy
Iskevrennad eusprederouriezh Kemmañ
Is the study ofGouiziegezh, skiant Kemmañ
Pleustret gantepistemologist Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://philosophy.stackexchange.com/tags/epistemology, https://physics.stackexchange.com/tags/epistemology Kemmañ
René Descartes, sellet evel tad ar brederouriezh vodern, en deus prederiet war kafroù epistemologek alies.

An epistemologiezh[1] pe ar ouiziadoniezh zo un diskiblezh hag ur skourr eus ar brederouriezh a ra war-dro ar skiantoù pe, en henvoaz brederouriel a Vro-Saoz, damkaniezh an anaoudegezh dre vras (epistemology).

Da gentañ ez eo an epistemologiezh an doktrin a vurutell pennaennoù diazez ha martezeadennoù kement skiant a vez evit barn an ergorelezh anezhi. An anv a epistemologiezh a roer d'ar brederouriezh lakaet da dalvezout evit a sell ar skiantoù pe da Istor ar skiantoù.

Er broioù saoznek e vez graet gant ar ger-se evit komz eus damkaniezhioù an anaoudegezh, da lavarout eo eus an doare ma teuer a-benn da anavezout an dra-mañ-dra.

Prederourion o deus labouret diwar-benn an epistemologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An epistemologiezh zo unan eus an diskiblezhioù a vez kelennet er Skol-Veur pa raer studioù war ar brederouriezh pe war ar skiantoù.

Sed ar brederourion hag ar skiantourion bennañ hag o deus labouret war an epistemologiezh : Aristoteles, Stéphane Lupasco, Albert Einstein, Gaston Bachelard, René Descartes, Paul Feyerabend, Thomas Samuel Kuhn, Willard Van Orman Quine, Ludwig Wittgenstein ha meur a hini all.

Daveoù hanotennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A-ziwar ar gerioù ἐπιστήμη -epistếmê- « anaoudegezh, skiant » ha λόγος -lógos- « diviz, komz » en hengresianeg.