Stoikegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An stoikegezh, pe stoikouriezh, a zo ur skol a brederouriezh ganet en Henamzer ha krouet gant Zeno eus Kition. Unan eus ar prederouriezhoù pennañ an Henamzer gresian eo ouzhpenn an epikuriegezh hag an amgredoniezh. Embann a ra ur preder hollpboellour a oa bet boulc'het gant prederourien all evel Heraklitos (hemañ o komz eus ul logos hollvedel), evel ar c'hunourien (pa oa bet Zeno eus Kition stummet gant ur prederour kunour) hag evel Aristoteles (diwar un nebeud eus e vennozhioù).
Dre vras e kelenn ar Stoikianed eo ret bevañ a-unan koulz gant an natur hag ar poell evit tizhout ar furnez hag an eürusted.

Dont a ra an termen eus al lavarenn c'hresian Stoa poikile hag e oa an dra-mañ ur porched en Agora (ar blasenn foran vras e Aten) e-lec'h ma keje ha kelenne ar Stoikianed. Ur ster boutin a vez roet d'ar stoikegezh pa ne dalvez nemet evit ar vuhezegezh a ya ganti : ar varregezh evit chom diseblant d'ar pistig ha ar galonegezh e-tal diaesterioù bras.

Ne chom nemet bruzunoù eus skridoù ar Stoikianed gentañ evel Zeno eus Kition (344-262 kent Jezuz-Krist) ha Kleanthos. Chom a ra oberennoù hir a-walc'h savet gant Seneka, Epiktetos ha Markus Aorelianus. Gant Kikero eo deuet heklev an daelioù a vage prederourien ar bed hellenistel. Enebourien ar stoikegezh, Ploutarchos ha Sextus Empirikus o-deus treuskaset un nebeut mennozhioù ar preder-se.
Ar pezh a anavezomp war o c'helennoù war ar poellad, ar fizik hag ar vuhezegezh a ziskouez e oant tud dibar a spered uhel ha o-deus bet ul levezon war istor ar C'hornôg betek hon amzer.


Sellout ouzh Skolioù a brederouriezh en Henamzer

Amgredoni - Epikuriezh - Stoikegezh