Søren Kierkegaard

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Søren Kierkegaard | |
---|---|
![]() Kierkegaard e-tro 1840 | |
Anv ofisiel | Søren (Aabye) Kierkegaard |
Anv pluenn | Ur bern (gwelet testenn) |
Obererezh | Prederouriezh |
Ganedigezh | D'ar 5 a viz Mae 1813 e Kopenhagen, ![]() |
Marv | D'an 11 a viz Du 1855 e Kopenhagen, ![]() |
Yezh skrivañ | daneg |
Oberennoù pennañ | |
Enten - eller Frygt og Bæven | |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Søren Aabye Kierkegaard ([ˈsœːɔn ˈkʰiɔ̯g̊əˌg̊ɔːˀ]; distagadur da selaou
), ganet d'ar 5 a viz Mae 1813 ha marvet d'an 11 a viz Du 1855 e Kopenhagen, a zo ur skrivagner, teologour protestant ha prederour danat.
E oberenn a zo lakaet da vezañ unan eus stummoù kentañ ar vezoudelouriezh.
Programmoù-skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù Søren Kierkegaard zo e programm prederouriezh ar c'hlasoù termen ar Stad C'hall, neuze e c'hallont bezañ studiet gant al liseidi vrezhonegerien a-benn an arnodenn dre gomz er vachelouriezh.
Listenn e lesanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant un toullad lesanvioù e reas Søren Kierkegaard en e vuhez lennegel ; setu amañ ar re bennañ, en urzh kronologek.
- Victor Eremita, embannerEnten - Eller ("Pe / Pe", 1843)
- A, ur skrivagner puilh e bennadoù en Enten - Eller
- Dommer William ("Ar barner William"), aozer an dizarbennadurioù ouzh A en Enten - Eller
- Johannes a Silentio, aozer Frygt og Bæven ("Aon ha krenañ", 1843)
- Constantin Constantius, aozer hanterenn gentañ Gjentagelsen ("Azlavarad", 1843)
- Den unge mand ("Ar paotr yaouank"), aozer eil hanterenn Gjentagelsen
- Vigilius Haufniensis, aozer Begrebet Angest ("Meiziad an anken", 1844)
- Nicolaus Notabene, aozer Forord ("Rakger", 1844)
- Hilarius ar c'heiner, embanner Stadier paa Livets Vej ("Lankadoù war hent ar vuhez", 1845)
- Johannes Climacus, aozer Philosophiske Smuler eller En Smule Philosophi ("Tammoù prederouriezh pe un tamm prederouriezh", 1844) hag Afsluttende uvidenskabelig Efterskrift til de philosophiske Smuler ("Goudeskrid d'an tammoù prederouriezh", 1846)
- Inter et inter, aozer Krisen og en Krise i en Skuespillerindes Liv ("Ar Reuziad hag ur Reuziad e Buhez un Aktourez", 1847)
- H.H., aozer Tvende ethisk-religieuse Smaa-Afhandlinger ("Daou veni arnodskrid buhezegezhel ha relijiel", 1849)
- Anti-Climacus, aozer Sygdommen til Døden ("Kleñved marvel", 1849) hag Indøvelse i Christendom ("Embreg ar gristeniezh", 1850)
Krennlavarioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Ar fentigellour, evel al loen-gouez, a ya e-unan". Arroudenn d'e zeizlevr
- "An dimeziñ a zo hag a chomo ar veaj dizoloiñ pennañ hag a vefe embreget gant an den" Arroudenn d'ar pennad Diwar-benn an dimeziñ
- "Ar garantez a vez un dra ken simpl, met an dimeziñ..."