Sokrates

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sokrates

Ur prederour gresian eo Sokrates (diwar an henc'hresianeg: Σωκράτης) (tro-dro 470–399 kent JK). Krouet eo bet gantañ diazez ar brederouriezh kornôgat, hag eñ da vezañ degemeret evel an oberer meur war an danvez. Lakaet e oa ul lodenn eus e vennozhioù hag eus e vuhez dre skrid gant Platon.

Prosez Sokrates[kemmañ]

Un nebeud brientinien a zisklêrias gwelet ennañ ur spered hag a vreine talvoudegezhioù buhezegezh hengounel Ateniz. Hervezo e oa un dañjer evit ar geoded hag an urzh sokial. E 399 kent J.-K., Sokrates a oa tamallet gant Anitos, un ezel a-bouez eus ar strollad demokratour, ha gant daou eus e vignoned, eus an daou dorfed da-heul[1]:

  • Nac'h anavezout doueed ar geoded ha degas doueed nevez;
  • Breinañ ar yaouankiz.

Div lodenn a oa bet en e brosez. Da gentañ e oa bodet 501 barner an Helie evit barn anezhañ. Sokrates a nac'has lenn ur brezegenn difenn a oa bet skrivet dezhañ gant Lisias. Lavaret en dije da Lisias a-zivout an dra-se: "Heñvel eo ouzh ur rummad botoù kaer n'eo ket diouzhin". Sokrates a gavas gwell neuze kontañ e vuhez d'ar varnerien. Abalamour d'e emzalc'h skañv e oa kondaonet gant 281 mouezh a-enep dezhañ.

En eil lodenn ar prosez e oa ret choaz ar c'hastiz a ve roet da Sokrates : Da choaz e oa etre ar marv (ar pezh a c'houlenne an damallerien), pe un dell-gastiz pounner. Evit broudañ an div gostezenn da gaout muioc'h a habaskter ne choaze ket ar varnerien ar c'hastiz o-unan met mouezhiañ a raent evit an hini, kinniget gant unan eus an div gostezenn, a seblante dezhe bezañ an hini poellekañ. Gallout a rae eta Sokrates kinnig ur c'hastiz a c'hallfe bezañ degemeret gant ar varnerien. Disklêriañ a reas neuze e oa a-du evit paeañ un dell-gastiz 25 drakm, da lâret eo hogos netra. Sokrates a rae an dra-se e-ser godisal en e brosez dezhañ e-unan! Krediñ a reas zoken goulenn muioc'h evit an dell-gastiz dister-se: gant ar pezh en doa graet evit ar geoded, emezañ, e telleze bezañ herberc'hiet ha maget er Pritaneia betek fin e vuhez (s.o. Platon, Meulidigezh Sokrates, 36d-37b), ar pezh a oa ur merk a enor bras roet d'ar geodediz o doa rentet servijoù bras d'ar geoded. An emzalc'h-se a lakaas droug da vont er varnerien, ha Sokrates a voe kondaonet d'ar marv gant 80 mouezh ouzhpenn.

Marv Sokrates gant Jacques-Louis David.

Kondaonet e oa da evañ ur c'hontamm marvus, ar c'hegid. Tro a voe roet dezhañ gant e vignoned da dec'hout pa oa toullbac'het. Nac'hañ a reas avat abalamour ma oa pouezusoc'h doujañ da lezennoù ar geoded hervezañ evit mirout e vuhez (s.o. Platon, Kriton).


Notennoù[kemmañ]

  1. Platon, Meulidigezh Sokrates, 24b c ; Eutifron, 2d 3b ; Ksenofon, Memorabilia, I, 1.