Avisenna

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Avisenna
Caduceus.svg
300px-Avisenna.jpg
Avisenna
Ganedigezh 7 a viz Eost 980
Boukhara
Impalaeriezh samanid
Banniel Ouzbekistan Ouzbekistan hiziv
Marv Miz Mezheven 1037
Hamadan
Emirelezh kakouyid
Banniel Iran Iran hiziv

Stummadur Peripatetegourien
Prederouriezh an islam
Micherioù Mezeg
Prederour
Trabedoniour
Doueoniour
Skiantour
Alkimiour
Steredoniour
Barzh

Oberennoù Qānūn
("Kanon [ar vezegiezh]")
Kitāb al-Shifā
("Levr ar pareañ [an eneoù]")
Dānesh-Nāmeh
("Ar Ouiziegezh")

Abū ‘Alī al-Husayn ibn ‘Abd Allāh ibn Sīnā, ent-berr ibn Sīnā, bet latinaet e anv en Avisenna (perseg : ابو علی الحسين بن عبد الله بن سينا ), a oa ganet d'ar 7 a viz Eost 980 nepell eus Boukhara (en Ouzbekistan hiziv) ha marvet e miz Eost 1037 e Hamadan (Iran). Ouzbek e oa e dad, tadjik e vamm. Bevet ha labouret en deus dreist-holl en Iran a vremañ, rannet d'ar prantad-se e meur a emirelezh.

Unan eus prederourien pennañ ar bed islamek eo bet Avisenna : war un dro filozofour, skiantour ha mezeg ; politikour (vizir, e Hamadan) eo bet ouzhpenn-se e-pad ur pennad. Skrivet en deus bet en arabeg aliesañ, e perseg a-wechoù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn 250 skrid digantañ a gont ar ouizieien. E-touez ar re vrudetañ :

  • Ar C'hanon (Qānūn) : ur mell levr medisinerezh chomet en implij, e broioù ar C'hornôg zoken, betek ar XVIIvet kantved.
  • Levr ar pare (Kitāb al-Shifā) : ouzh pare an ene e-keñver ar gaou e vez kaoz el levr-mañ, a ra war-dro lojik, skiantoù an natur, matematikoù ha metafizik.
  • Levr ar ouiziegezh (Dānesh-Nāmeh) : un displegadenn war ar skiantoù en o fezh, bet skrivet e perseg da gentañ, en amboaz da zegas d'ar yezh naouturioù ha geriennoù a vanke dezhi.
  • Teir c'hontadenn filozofek (pe kentoc'h marteze a speredelezh uhel) en deus laosket Ibn Sīnā ivez. An hini gentañ a zo an hini anavezetañ : Mab ar gedour (Hayy ibn Yaqzān) ; an titl hag an tem a zo bet implijet a-nevez gant Ibn Tufayl en XIIvet kantved.

Meizadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir mammenn, sañset kemberiñ, a oa deut da vagañ prederennoù Avisenna :

  • filozofiezh Aristoteles : troet e oa bet e skridoù en arabeg nevez oa, araok bezañ troet e latin prestik goude ;
  • skridoù ar filozofourien anvet nevezplatonour (Plotinos, Proklos), skridoù droukvesket a-wechoù d'ar mare gant re Aristoteles ;
  • diskuliadur ar C'horan.

N'eo ket gwall aes d'ar speredoù modern mont tre e meizadurioù Avisenna dre meur a abeg :

  • an doare da welout ar bed, un hêrezh digant Aristoteles. Doubl eo an hollved : an oabl war un tu, an izelved, izeloc'h eget al loar, war an tu all. Da bep hini e berzhioù. Korfoù an oabl a heuilh ingal roudoù kelc'hiek, arouez a beurbadelezh hag a barfeted. En hor bed dister deomp an traoù hag an dud a ya war-eeun ; klask a rant ober diouzh patrom ar c'helc'h dre kelc'hiad ar genel hag an diskar, a rummad da rummad. Al lusk hollek-se a ziskouez anat bezañs ur c'hentañ lusker holl-ret. Abaoe Kopernik, Kepler, Galileo Galilei ha Newton eo bet dilezet ar seurt sistem-se.
  • an doare da sellout ouzh an den. An intent ne vez ket komprenet gant Avisenna e-giz un ober hiniennel, personel a-raok pep tra, met kentoc'h evel ur slaerijennadenn resevet adalek ur « meiz oberiant » (Intellect agent) boutin d'an holl speredoù, en em gav hag en em glev war pep tra diskouezet dre rezon. Heñvel d'un ael ar sklaerijenn eo ar meiz oberiant-se ; ar memes ael, a-benn ar fin, hag an hini (Gabriel) a zegasas diskuliadur ar C'horan. Dre se n'hell sevel dislavar ebet etre gwirionez ar C'horan hag ar brouenn dre rezon. Boazet omp bet gant ar relijion gristen da gentañ ha war-lerc'h gant ar mennozhioù modern da soñjal e ene pe spered an nen e-giz ur galloud kalz personeloc'h, kreizenn-kreiz ar bersonelezh.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo bet c'hoazh penaos en deus graet berzh levr medisinerezh Avisenna : ne vo anv amañ nemet eus e levezon filozofek.

Burutellet eo bet meizadurioù Avisenna a-hed meur a gantved, kerkoulz er C'hornôg kristen hag er bed muzulman, dreist-holl diwar-benn al liamm gant Aristoteles, da lârout eo, e fin ar gont, diwar-benn ar rezon hag ar filozofiezh e-keñver an diskuliadur hag ar feiz.

  • An argadenn gentañ a zeuas digant Al-Ghazali(1058-1111) en e levr Dislavarioù ar filozofourien (Tahāfut al-falāsifa). Spilhennañ a ra tri foent pennañ :
    • Peurbadelezh ar bed ne glot ket gant doktrin un Doue krouer ;
    • Naouturioù ar Ragevezh doueel hag ar burzhud ne gavont ket o flas e teolojiezh Avisenna ;
    • N'eo ket sklaer Avisenna diwar-benn ar vuhez goude ar marv hag ar gopr pe ar c'hastiz er bed all.
  • Ar respont a zeuas prestik a-walc'h eus penn all ar bed islamek (Cordoba) el levr Dislavarioù an dislavarourien (Tahāfut al-Tahāfut) gant Averroes (Ibn Rushd : 1126-1198) o tont da sikour gant Avisenna, daoust ma rebech dezhañ penaos, dindan levezon an nevezplatonourien, ne oa ket chomet tost a-walc'h ouzh Aristoteles.
  • Arru ar jeu betek Pariz e derou an XIIIvet kantved. Klask a ra an arc'heskob difenn pep kelenn diwar-benn Aristoteles ha, da heul, Avisenna hag Averroes. Prederourien pennañ ar c'hantved, avat, o deus studiet anezho a-dost : Siger de Brabant, Alberzh Veur, Tommaso d'Aquino, John Duns Scot, h.a.. N'eo ket al lec'h amañ da zisplegañ dre ar munud penaos en em zifretas pep hini e-tal tezennoù ar prederour pers. Trawalc'h eo gwelout penaos e kaver e-kreiz krogadoù an XIIIvet kantved ur gistion doubl : statud an « esañsoù » pe naturioù (essentia : da belec'h pe da betra e kas hor meizadoù ?) ha penaos e koubl ar « vezañs » pe « bezoud » (existentia) gant an « esañs » (« tabut an hollegadoù, Querelle des Universaux »), – ha gwelout penaos ar c'histionoù-se a eienn diwar tezennoù meur Avisenna (peurbadelezh ha krouidigezh, statud ar meiz hag an ene hiniennel, h.a.).

Hanter-ankouaet eo bet Avisenna er prantad modern, hep mar e-giz ur skeudenn eus « teñvalijenn ar Grennamzer ». An istorourien a oar lenn er prederiadennoù nevez diwar-benn ar bezoud un aspadenn guzh eus hentoù bet difraostet gant ar filozofour.

E koun Avisenna[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enoret eo bet Avisenna e meur a vod. Roet eo bet e anv da meur a dra.

  • E 1764, Linné a anvas avicennia geminans hag avicennia marina spesadoù plant a gresk e paludoù ar broioù tomm (mangroves) : dre vras, manglez pe, e galleg, palétuviers.
  • Ur gleuzenn e tu kuzh al Loar a zo deut da vezañ Avicenna e 1970.
  • E 1973, e arsellva Krime, Lioudmila Tchernykh a anavezas un asteroidenn nevez, bet enrollet e-giz (2755) Avicenna.
  • Avicenna Bay eo bet graet eus ur bae e enezeg Palmer en Antarktika.
  • E Tadjikistan, Pikern Lenin a zo bet adanvet e-giz Pikern Ibn Sīnā.
  • Ospitalioù, evel just, a zo bet lakaet dindan paeroniezh Avicenna, da skouer, Ibn Sīnā Hospital en Ankara pe, e Bro-C'hall, Hôpital Avicenne e Bobigny (e-lec'h ma varvas Jacques Brel e 1978).
  • Er broioù galleger, an anv « Centre Avicenne » a gas alies d'un ti-yec'hed bennak : da skouer e Sousse pe Monastir (Tunizia), e Liège, e Le Port (departamant ar Reünion), e Liborna pe Carcassona… A-wechoù neoazh e merk ur greizenn sevenadurel islamek, liammet pe get gant ur voskeenn, evel e Luksembourg, e Molenbeek pe e Roazhon.
  • Un Avicenna Prize for Ethics in Sciences (Priz Avisenna evit degasadennoù war kistionoù a vuhezegezh e liamm gant araokadennoù ar skiantoù) a zo bet krouet gant an UNESCO.

Delwennoù eus ar skiantour-filozofour a gaver e Boukhara, e Karaganda (Kazakstan), e Douchanbe (Tadjikistan), e Qax (pe Qakh e Azerbaidjan), e Hamadan, en Ankara, e Vienna (Burev an ABU/ONU en Aostria). Broioù zo o deus embannet timbroù en e enor : RDA (e 1952), Aljeria, Iran, Tadjikistan – pe bilhedoù-bank (Tadjikistan).

Ur monumant a zo bet savet el lec'h ma kaver bez Avisenna e Hamadan. Ur mirdi a zo bet digoret e Afshana (Ouzbekistan), ar gêriadenn e-lec'h ma oa bet ganet.

Da lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Henry Corbin, AVICENNE, arabe IBN SĪNĀ (980-1037) e Encyclopædia Universalis
  • Étienne Gilson, L'Être et l'Essence, Vrin, 1948, chapitre IV

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.