Jacques Brel

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Jacques Brel

Jacques Brel, ganet d'an 8 a viz Ebrel 1929 e Schaarbeek, ur gumun eus Rannvro Brusel-Kêrbenn, a oa ur c'haner hag ur saver-filmoù belgiat. Marvet eo d'an 9 a viz Here 1978 e Bobigny e Bro-C'hall.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O tont e oa eus ur familh flamank katolik o labourat en industriezh. Er skol ne oa intereset nemet gant ar galleg ha ne veze ket labouret kalz gantañ en danvezioù all. Bloavezhioù goude ez eo lakaet da labourat gant e dad e uzin kartoñs ar familh met siwazh evito ne vo ket muioc'h intereset eget ar skol. Soñjal a ra labourat evel desaver yer pe evel kanour; benn ar fin e tivizo kemer hent ar c'han. Kregiñ a ra da skrivañ n'eus forzh pelec'h ha n'eus forzh pegoulz, skrivañ a ra e gentañ meuleudioù war e biano ha war e gitar.

E 1947 e anavez Thérèse Michielsen, anvet « Miche » el luskad katolik eus ar Franche Cordée; tri bloavezh goude-se e eured ganti d'ar c'hentañ a viz Even. Ar 6 a viz Kerzu 1951 e c'han e verc'h kentañ : Chantal. Da c'houde ez eo tro Frañs d'an 12 a viz Gouere 1953 hag a benn ar fin e erru Isabelle e Eost 1958.

Kregiñ a ra da skrivañ e ganaouennoù kentañ evit kabaredoù bihan e Brusel ha evit e familh e 1952. Siwazh e vez gwelet re spered ar skouted. Klask a ra e familh e paouezfe gant ar c'han, daoust da-se e kendalc'h da ganañ.

E 1953 e teu er maez e kentañ 78 tro, goude se e gemer hent Pariz galvet gant Jacques Canetti a zo o klask tud gant talantoù nevez e Philips hag a zo perc'henn ar c'habared « Les trois Baudets ». Laoskel a ra e familh en em zibrouilhañ e unan en ur gwarn ur plas e uzin ar familh. Kregiñ a ra da c'hounez argant en reiñ kentelioù gitar evit an dañsour ha gwinider Francesco « Cocky » Frediani, un arzour italian a zremene en amzer-se e kabared La nouvelle Ève. « Cocky » a oa an hini gentañ o welout deizioù kentañ Jacques Brel a ambrougo anezhañ e-pad ma tremeno evit ar wech kentañ en Olympia. Stad Jacques Brel en Olympia a oa diaes rak n'en doa ket a loj ha ret e oa dezhañ en em cheñch a-dreñv an davarn. E fin un abadenn, Bruno Coquatrix en doa doa dija merzhet, a gourc'hemenn anezhañ eus e abadenn ha pediñ a ra anezhañ da welout anezhañ en-dro evit komz evit ma tremenfe ur wech all en Olympia.

E eil verc'h a gan nebeut amzer goude, met siwazh an diaesterioù a gendalc'h. E Genver 1955, e grog Brel en « Ancienne Belgique », ur sal brudet tre eBrusel, evit penn-kentañ programm Bobbejaan Schoepen. E 1955, e teu e gwreg hag e daou verc'hig e Pariz, en em staliañ a reont e Montreuil. Ar bloavezh-mañ e vez embannet e kentañ 33 tro. Intret c'hoazh gant e zeskadurezh skout ha katolik (memes ma ne oa ket e vuhez santimantel gwall katolik), Georges Brassens a lesanv anezhañ « ar beleg Brel ».

E 1956, e kej gant François Rauber, ur c'hoarier piano a teuio da vezañ e ambrouger. E 1957, e anavezo Gérard Jouannest, a gemero plas François Rauber. Dont a ra Rauber en dro evit bezañ e penn al laz-seniñ. An daou soner-se a chomo fidel da Brel betek e marv ha pelloc'h c'hoazh.

Tamm-ha-tamm e gav Brel e stumm da ganañ, dre-se ar publik a grog da vat da zont en abadennoù. E 1957, an eil 33 tro a vez gourc'hemennet gant ar priz bras eus Akademiezh Charles-Cros hag e 1958, bloavezh ganedigezh e trede merc'h Isabelle ez eo ar pennvad en Olympia el lodenn kentañ; da c'houde ez eo deuet an dud evitañ e Bobino e fin 1959. A neuze e krog an triadoù a wechoù e veze graet muioc'h a abadennoù eget a zevezioù en ur bloaz. E 1966,e ziviz da baouez gant ar ganaouenn hag d'ar 16 a viz Mae e vez graet gantañ e abadenn ziwezhañ e Roubaix. Met e-pad an amzer-se e kemer perzh en ur film, e-pad an hañv 1967, Les risques du métier eus an oberer André Cayatte. Ar film a zo ur pennvad publik. Goude-se en em lak da veajiñ war e vag-dre-lien. Er bloavezh 1968, e Brusel e dro e galleg ar pezh-c'hoari L'Homme de la Mancha, c'hoari a raio Don Quichotte gant Dario Moreno e Sancho Pança. Goude marv Dario e c'hoario e-kichen Robert Manuel a adgemero e flas e tudenn Sancho pa vo diskouezet ar pezh-c'hoari e miz Kerzu e Pariz.

E-penn kentañ an hañv 1969, ar c'hanour a c'hoari e-barzh Mon oncle Benjamin, e film Édouard Molinaro, met krouiñ a raio ivez ar sonerez gant François Rauber. Claude Jade, en doa 20 vloaz en amzer-se a lavaro : « Va gejadenn gant Jacques Brel a oa e Vézelay […] plijus tre e oa bet […] O paouez e oa gant e abadennoù skuizhus eus L'Homme de la Mancha ha gwarnet en doa ar blev hir eus Don Quichotte […] Sichant e oa met ivez brokus, gantañ an amzer e-pad ma veze filmet a oa seder ha kredus. […] Plijet bras e oa gant an nijerezh […] e tachenn nijerezh Toussus-le-Noble, an devezh diwezhañ […] plijet bras e oa o soñjal e oemp o vont betek Su Bro-c'hall e-pad ar veaj en deus kozet deomp eus ar veajoù an oabl ...». E 1971 e grou e film kentañ a va anvet Franz ne vo ket skrivet ar ganaouennoù gantañ met gant Barbara (c'hoari a raio gantañ er film) da c'houde e vo graet un eil film gantañ anvet Far West deuet er maezh e 1973 siwazh ne vo ket brudet. En e roll brudet tre diwezhañ, François Pignon un den glac'haret gant ul lazher a vicher (Lino Ventura) e barzh ar film "L'emmerdeur" krouet c'hoazh gant Édouard Molinaro.

Brudet e vo kalz ivez e Stadoù-Unanet hag e Rouantelezh-Unanet. Troet e vo meur a ganaouennoù evel Amsterdam gant David Bowie, Scott Walker (Amsterdam, Mathilde), Marc Almond, ar strollad Goodbye Mr. Mackenzie (Amsterdam) ha gant Terry Jacks hag Alex Harvey. Krouet ez eo bet ur gomedienn-war-gan e 1968 a vo c'hoariet er bed a-bezh e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, Jacques Brel is alive and well and living in Paris, e 1974 ar gomedienn-se zo krouet er sinema. E 1974, e baouez gan e abadennoù ha mont a ra kuit e vag dre lienn gant Maddly Bamy en deus anavezet e L'aventure c'est l'aventure eus Claude Lelouch.

Met siwazh ez eo dija Brel klañv bras ha operet ez eo eus krign-bev ar skevent. Diviz a ra neuze da vont betek an inizi Markiz. Daoust d'ar c'hleñved, e 1977 e teu en dro da Bariz evit enrollañ un 33 tro diwezhañ. « Veux-tu que je te dise / Gémir n'est pas de mise / Aux Marquises » gant ar pozioù-se eus ar ganaouenn Les Marquises e echu an albom. Dont a ra endro er Markiz goude an enrolladen-mañ a-raok ma vefe kaset en dro e Bro-C'hall e Gouere 1978 dre ma za war wasaat e c'hleñved. Mervel a raio d'an 9 a viz Here 1978 e hospital Bobigny. Interet ez eo Jacques Brel e bered Atuona e Hiva Oa, en enezennoù Markiz e-kichen Paul Gaugin.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1953 : Single kentañ enrollet e Brusel : La foire / Il y a
  • 1954 : Albom kentañ: Jacques Brel et ses chansons
  • 1957 : Quand on n'a que l'amour, Heureux, Pardons, …
  • 1958 : Je ne sais pas, Au printemps, …
  • 1958 : Disque pour le magazine Marie-Claire hag intrudu ar Ginivelezh hag an Aviel hervez Sant-Luk.
  • 1959 : La valse à mille temps, Ne me quitte pas, Je t'aime, Isabelle, La mort, …
  • 1961 : Marieke, Le moribond, …
  • 1963 : Les Bigotes, Les Vieux, La Fanette, …
  • 1964 : Jef, Les bonbons, Mathilde, Amsterdam…
  • 1965 : Ces gens-là, Fernand, …
  • 1967 : 67 comprenant Mon enfance, À jeun, …
  • 1968 : Vesoul, L'éclusier, …
  • 1970 : L'Homme de la Mancha
  • 1972 : Nouveaux enregistrements de vieilles chansons
  • 1977 : Les Marquises

Kanaouennoù brudetañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Quand on n'a que l'amour
  • Ne me quitte pas
  • Amsterdam
  • La valse à mille temps e 1963
  • Madeleine
  • Les Bourgeois
  • Vesoul
  • La Chanson des vieux amants
  • Le Plat Pays
  • Les Singes
  • Rosa
  • Les Vieux
  • Mathilde
  • Les Flamandes
  • Les Bonbons
  • Orly
  • Ces gens-là

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1956 : La grande peur, gant an ao. Clément, metraj-berr gant Paul Dichens
  • 1960 : Le panier à crabes gant Joseph Lisbona (Sonerezh hepken)
  • 1960 : Le petit jour, metraj-berr gant Jacques Pierre (Sonerezh hepken)
  • 1963 : Un roi sans divertissement, gant François Leterrier (sonerez gant ar sonaozour Maurice Jarre)
  • 1967 : Les Risques du métier, gant André Cayatte
  • 1968 : Un idiot à Paris, gant Serge Korber (Ar c'hanaouennoù hepken)
  • 1968 : La Bande à Bonnot, gant Philippe Fourastié
  • 1969 : Mon oncle Benjamin, gant Édouard Molinaro
  • 1969 : Tintin et le temple du soleil, tresadennoù-bev gant Raymond Leblanc (Ar c'hanaouenn hepken)
  • 1970 : Mont-Dragon, gant Jean Valère
  • 1971 : Les Assassins de l'ordre, gant Marcel Carné
  • 1971 : Franz (Sevenidigezh)
  • 1972 : L'aventure c'est l'aventure, gant Claude Lelouch
  • 1972 : Le Bar de la fourche, gant Alain Levent
  • 1973 : Le Far West (Sevenidigezh)
  • 1973 : L'Emmerdeur, gant Édouard Molinaro
  • 1974 : Jacques Brel est toujours vivant et il vit heureux à Paris, gant Denis Héroux (diell) : Jacques Brel