David Bowie

Eus Wikipedia
David Bowie (2009)

David Bowie, bet ganet David Robert Haywood Jones d'ar 8 a viz Genver 1947 e Londrez ha marvet d'ar 10 a viz Genver 2016 e New York, a oa ur c'haner saoz er sonerezh rock, hag aktour ivez.

Brudet adalek 1969 gant Space Oddity. Reuz a vo gantañ peogwir eo boaz d'en em wiskañ e-giz ur plac'h. E 1972 e vo brudetoc'h c'hoazh a-drugarez d'e strollad The Spiders From Mars hag ar bladenn Ziggy Stardust. Kenlabouret en deus gant : Iggy Pop, John Lennon, ar Rolling Stones... Deut eo a-benn da chom diouzh ar c'hiz c'hoazh, en ur implijout sonioù elektronek er bladenn Earthling (1997). Hervez ur sontadeg graet e miz Kerzu 2000 eo gwelet e-giz un arzour en deus bet ar brasañ levezon war sonerien rock ar bed.