Sonerezh rock

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Ul luskad pouezus en istor ar sonerezh a-vremañ eo ar sonerezh rock. Hervez an istorourien, ur ganaouenn skrivet ha kanet war ur skingomz e Memphis (SUA) e 1955 gant Elvis Presley eo bet an hini gentañ savet er mod-mañ.Pe hini ? (Daveoù a vank)

Implij a ra ar vouezh (mouezhioù heson alies); ar gitar tredan hag an toserezh (taboulinoù hag ivez binvioù kerdin evel ar gitar-boud). Meur a venveg seniñ all a vez implijet evel ar saksofon.
Ur fenomen sevenadurel gant ur pouez kevredigezhel divent eo ar sonerezh rock p'en deus tizhet an darn vrasañ eus ar pobloù er bed. Lod o deus gwelet anezhañ evel ur moaien evit lakaat ar brezelioù war echuiñ pe ar peoc'h da gendelc'her pe da embann an doujañs.

Meur a stil a zo bet diorroet goude an degad kentañ pa veze implijet an dro-lavar rock and roll kentoc'h (distaget rock 'n roll). Ken lies eo ar sonerezh rock m'eo diaes termeniñ an harzoù. Hervez lod, n'eo ket rock-rik al luskadoù evel an heavy metal hag ar soul.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad The Beatles, ur skouer eus ur pevarad-rock hengounel, gant, eus an tu kleiz d'an tu dehoù, ur gitar-boud, ur gitar-solo, ur gitar ritmek, ha toumperezh a-dreñv.

Savet eo son hengounel ar rock tro-dro d'ar gitar tredan amplaet, a oa bet klevet muioc'h-muiañ adalek ar bloavezhioù 1950 gant ganedigezh ar rock 'n' roll ha levezonet gant sonioù ar blues[1],[2] Harpet e vez alies son ar gitar-tredan gant ar gitar-boud, arnodet gant ar jazz,[3] ha taoserezh produet gant un toumperezh, ur c'henstrollad taboulinoù ha simbal[4] Klokaet e vez alies an triad-se gant binvioù all evel ar piano, an orglez Hammond peotramant ar sintetizor.[5] Ar sonaozañ diazez eo bet tapet diwar sonaozañ ar blues (ur gitar-rener, ur benveg all evit an akordoù, gitar-boud ha toumperezh).[2] Ur strollad sonerien a son rock a vez anvet ur strollad rock, ha peurliesañ a vez etre tri ha pemp ezel dre strollad. Ar stumm klasel avat eo ur pevarad sonerien, ur perzh pe vuioc'h da bep hini, etre ar mouezhioù, ar gitar-rener, ar gitar-ritm, ar gitar-boud hag an toumperezh, gant unan bennak er c'hlavieroù ouzhpenn a-wezhioù.[6].

Patrom toumperezh boaz e Music4.svg
Music4.svg
Selaou

Da gustum eo savet ar sonerezh rock war ritmoù nann-sinkopek en ur metr Music4.svg
Music4.svg
, gant un amzer greñv adc'hraet gant an taboulin war an eil hag ar pevare amzer.[7] Tennet e vez an tonioù a-boz diwar modoù kozh evel ar mod Dorian peotramant ar miksolidian, ouzhpenn d'ar mod major hag ar mod minor. Heson a glever gant triadoù boaz betek ar Pevare peurvat pe ar pempvet hag a wezhioù hesonoù diheson.[7] Adalek fin ar bloavezhioù 1950 betek dreist-holl ar bloavezhioù 1960 e implijer ur stumm pozioù-diskan tapet diwar ar blues hag ar sonerezh folk, met cheñch-dicheñch eo bet ar patrom-se a-hed an amzer[8] Pouez zo bet lakaet war liesseurted ar sonerezh rock[9] Abalamour d'e istor luziet ha d'e dech da amprestiñ digant sonerezhioù all e lavarer ne c'heller ket "renkañ ar rock en un dermenadenn sonerezh strizh."[10].

A-hed e istor, ha kontrol da zoareoù sonerezh all, en deus pleget ar rock gant meur a dem disheñvel, karantez, seks, dispac'h a-enep ar gevredigezh, goulennoù sokial ha doareoù bevañ.[7] Hêrezh leun a vammennoù disheñvel eo an temoù-se, diwar ar sonerezh pop, ar folk hag ar rythm and blues da skouer[11] Taolennet eo pozioù ar c'hanaouennoù rock gant Christgau evel a cool medium (ur media diouzh ar c'hiz), distaget eeun hag adlavaret : hervezañ, kefridi pennañ ar rock eo ar sonerezh, pe, simploc'h, an trouz[12] Notennet eo bet pouez ar sonerien gwenn o c'hroc'hen, a renkadoù-etre, paotred anezho, er sonerezh rock[13] ha gwelet eo bet ar sonerezh evel un adperc'henn gant tud gwenn ha yaouank eus stummoù sonerezh ganet e-touez tud du.[14] Soñjoù ha kudennoù an dud yaouank gwenn zo treuzkaset gant ar sonerezh-se neuze dre ar stil hag ar pozioù.[15] E 1972 e oa bet skrivet gant Christgau e chome ar rock, war-bouez un nebeud nemedennoù, arouez "sekselezh ha tagañ ar baotred."[16].

Abaoe ma reer gant ar ger "rock" kentoc'h eget "rock 'n' roll" abaoe ar bloavezhioù 1960 e eneber alies ar sonerezh-se ouzh ar pop, goude ma rannont ur bern perzhioù dibar, dre ma laka ar rock pouez war anien ar sonerezh, ar sonerezh graet war al lec'h er sonadegoù, ur sell war temoù sirius hag araogour asambles gant ur preder war gwirionez ar sonerezh az a asambles gant koustiañs isor an doare-sonerezh.[17] Hervez Simon Frith eo ar rock "un dra bennak muioc'h eget ar pop, un dra bennak muioc'h eget ar pop" hag "ar sonerien rock a laka pouez war ar barregezh hag an teknik asambles gant mennozh romantel un ezteuler arzel gwirion ha dibar".[a 1],[17]

Gant ar milved nevez eo bet implijet ar ger rock da gaozeal diwar-benn leun a zoareoù sonerezh all, eus ar pop betek ar reggae, ar soul hag ar sonerezh hip hop zoken, o doa bet levezonoù ken etrezo daoust ma'z int bet enebet alies[18].

Fin bloavezhioù 1940 - bloavezhioù 1960[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rock and roll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Rock 'n' roll
Elvis Presley o treiñ filmig Jailhouse rock e 1957. Lakaet e oa bet war e gont ganedigezh ar rock and roll e 1954.

Diazez ar sonerezh rock eo ar rock and roll, krouet tamm-ha-tamm er Stadoù-Unanet adalek fin ar bloavezhioù 1940, a-raok strewiñ buan dre ar bed a-bezh. E orin zo e-barzh meskañ sonerezh afrikan-amerikan ar mare, en o zouez ar rythm and blues, ar sonerezh gospel gant ar sonerezh country ha western[19] E 1951 e komañsas an disc-jokey Alan Freed da seniñ sonerezh rythm and blues e-barzh e Cleveland, Ohio, evit ur publik a bep seurt liv. Hemañ en dije implijet ar ger rock and roll evit ar wezh kentañ[20].

Chuck Berry, unan eus tadoù ar rock 'n' roll, e 1958.

Tabut zo diwar-benn piv en doa kanet ar ganaouenn rock 'n' roll kentañ, ha peur. Kaozeal a reer alies diwar-benn Wynonie Harris hag e ganaouenn Good Rocking Tonight (1948),[21] Goree Carter ha Rock Awhile (1949),[22] Jimmy Preston ha Rock the Joint (1949), adkanet da c'houde gant Bill Haley & His Comets e 1952[23] ha Jackie Brenston and his Delta Cats ha Rocket 88 (kanet evit gwir gant Ike Turner hag e strollad King of Rythm), enrollet gant Sam Phillips evit Sun Records e 1951[24] Pevar bloaz goude e teuas kanaouenn Bill Haley Rock around the Clock (1955) ar sonenn rock 'n' roll kentañ e penn gwerzhioù ar gelaouenn Billboard, ar pezh a zigoras an nor evit ur wagenn sevenadur bobl nevez[25].

Alies eo bet lakaet ar biz war single kentañ Elvis Presley That's All Right (Mama) (1954), enrollet e-barzh e Memphis gant Sun Records, evel ar ganaouenn rock 'n' roll kentañ[26] met d'ar memes mare e oa kanaouenn Big Joe Turner Shake, Rattle & Roll e penn rolloù Billboard dija. Arzourien all o doa enrollet kanaouennoù-rock abred, evel Chuck Berry, Bo Diddley, Fats Domino, Little Richard, Jerry Lee Lewis pe Gene Vincent[24] Buan e oa aet an arzourien rock 'n' roll d'ober ar brasañ eus ar gwerzhioù ha da gemer ar plasoù pennañ er rolloù, o lakaat ar grounerien, evel Eddie Fisher, Perry Como pe Patti Page da gaout poan da vont e-barzh ar rolloù[27].

Kerkent hag en deroù e oa bet lañset gant ar rock 'n' roll is-doareoù sonerezh all, evel da skouer ar rockabilly, ur meskaj rock ha sonerezh country mod hillbilly sonet hag enrollet da gustum e-kreiz ar bloavezhioù 1950 gant arzourien gwenn evel Carl Perkins, Jerry Lee Lewis, Buddy Holly ha, gant ar berzh brasañ, Elvis Presley. Er memes koulz e save ul luskad rock latino e mervent ar Stadoù-Unanet, da skouer gant ar soner Ritchie Valens evit mont er-maez eus an is-doare-se zoken evel gant Al Hurricane gant e vreudeur, o veskañ ar rock 'n' roll gant country-western ha sonerezh hengounel New Mexico. Stiloù all, evel an doo wop a lakae pouez war kanoù heson ha pozioù harpañ (alese e anv) ha nebeud a vinvioù-sonerezh, diwar skouer strolladoù kanerien afrikan-amerikan eus ar bloavezhioù 1930 ha 1940.[28] Kanaouennoù brudet-kenañ a oa bet graet gant strolladoù evel The Crows, The Penguins, The El Dorados peotramant The Turbans, met ar strolladoù The Platters gant o c'hanaouenn The Great Pretender (1955) ha The Coasters gant o c'hanaouenn-fet Yakety Yak (1958) o doa bet ar muiañ a verzh[29].

Er mare-se e oa bet graet muioc'h-mui a verzh gant ar gitar tredan ha diorroet e oa bet un doare rock 'n' roll diazezet war seurt benveg-sonerezh gant arzourien evel Chuck Berry, Link Wray ha Scotty Moore[30] Implij an distres komañset gant arzourien blues-tredan evel Guitar Slim,[31] Willie Johnson ha Pat Hare e deroù ar bloavezhioù 1950,[32] zo bet brudet gant Chuck Berry e-kreiz ar bloavezhioù 1950[33] Implij ar power chord, komañset gant Willie Johnson ha Pat Hare, zo bet brudet gant Link Wray e fin ar bloavezhioù 1950.[34].

Er Rouantelezh-Unanet e oa bet kemeret ar pleg gant arzourien trad jazz ha folk da bediñ arzourien blues[35] Ar ganaouenn Rock Island Line kanet gant Lonnie Donegan e 1955 he doa graet berzh eno hag a oa bet ul levezon bras o lakaat strolladoù sonerezh skiffle dre ar vro a-bezh, evel The Quarrymen, strollad John Lennon e Liverpool, da dremen d'ar rock 'n' roll[36].

Lakaat a reer diskar ar rock 'n' roll e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 da gustum. A-raok 1959, marv Buddy Hollie, The Big Bopper ha Ritchie Valens en ur gwallzarvoud karr-nij, koñje Elvis Presley en arme, leve Little Richard da vont da bastor, prosezioù a-enep Jerry Lee Lewis ha Chuck Berry ouzhpenn d'ar skandal payola (o lakaat war-wel anvioù brudet evel Alan Freed en aferioù goubrenerezh da lakaat kanaouennoù muioc'h war-wel) o doa roet ar sañtimant e oa echu gant mare ar rock 'n' roll evel ma veze anavezet betek-henn[37].

Pop rock ha rock-binvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Pop rock

Abaoe deroù an XXvet kantved e implijer er saozneg hag e yezhoù-all ar ger pop da gaozeal diwar-benn sonerezhioù a ra berzh, met adalek ar bloavezhioù 1950 e oa bet implijet muioc'h-muiañ evit un doare-sonerezh nevez, graet evit ar yaouankizoù, ha kinniget alies evel ur choaz dousoc'h e-keñver ar rock 'n' roll.[38] Adalek 1967 e oa bet implijet muioc'h en enebiezh d'ar sonerezh rock, da gaozeal diwar-benn ur sonerezh graet evit ar marc'had, ne oa ket ken padus met digor d'an holl.[17] Er c'hontrol e veze gwelet ar sonerezh rock evel unan a lakae pouez war labourioù astennet, albomoù dreist-holl, e-lamm ouzh is-sevenadurioù, evel eneb-sevenadur ar bloavezhioù 1960, o lakaat pouez war an talvoudegezh arzel ha gwirionez ar sonerezh, ar sonadegoù dirak ar publik, barregezh gant ar vouezh hag ar binvioù-sonerezh, o kas araokadurioù kentoc'h eget heuliañ gizioù hepken.[17][38][39] Evelato eo bet atav heñvel ar pop ouzh ar rock e-keñver son, binvioù ha temoù ar c'hanaouennoù zoken.

Ar mare e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 a zo bet gwelet alies evel ur hiatus evit ar rock 'n' roll. Lakaet eo bet war-wel koulskoude gizioù ha nevezenti ganet er mare-se o doa graet posupl d'an doare-sonerezh da emdreiñ da c'houde[40],[41]. Tra ma veze graet berzh er roc'k 'n' roll kentañ, dreist-holl gant ar rockabilly, gant arzourien gourel ha gwenn e oa deuet ar merc'hed hag ar re zu da gemer muioc'h a bouez d'ar mare-se. Ne oa ket aet ar rock 'n' roll diwar-wel neuze ha lod eus e energiezh a c'helled santet en dañs twist e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960, gant skouer Chubby Checker.[41]

Gant Cliff Richard e oa bet graet ar berzh breizhveuriat kentañ er rock 'n' roll gant ar ganaouenn Move It, o tiorren son ar British rock da zont[42] E deroù ar bloavezhioù 1960 e oa e strollad-harpañ The Shadows an hini a rae ar muiañ a verzh e-touez ar re a sone rock binvioù[43] Tra m'edo ar rock 'n' roll o vont da bop skañv ha balladoù e komañse strolladoù rock breizhveuriat da seniñ e kluboù, levezonet kalz gant sonerien gentañ ar blues-pop evel Alexis Korner, o kas ur sonerezh nerzhusoc'h eget ar pezh a gleved gant ar ganerien wenn amerikan.[44].

James Brown e 1969

Pouezus e oa bet ivez donedigezh ar sonerezh soul er c'henwerzh, diorret diwar ar rythm and blues gant traoù adtapet diwar ar gospel hag ar pop, kaset gant arzourien evel Ray Charles ha Sam Cooke adalek kreiz ar bloavezhioù 1950 hag adalek ar bloavezhioù 1960 gant Marvin Gaye, James Brown, Aretha Franklin, Curtis Mayfield pe Stevie Wonder o doa komañset da gaout ur berzh ledanoc'h. Lakaet ez eus bet pouez war araokadurioù teknik c'hoarvezet d'ar mare-se, evel al labour elektronel a raed war ar son (gant John Meek da skouer) ha doareoù-produiñ kemples evel Wall of Sound Phil Spector.[41]

Sonerezh surf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Sonerezh surf
The Beach Boys e 1964

Rock binvioù arzourien evel Duane Eddy, Link Wray ha The Ventures a voe kaset pelloc'h gant Dick Dale, a lakaas ouzhpenn ur reverb "gleb" heverk, ur picking fonnus a bep eil ha levezonoù eus ar Reter Nesañ ha eus a Vec'hiko. Produet en doa ar verzh rannvroel Let's Go Trippin' e 1961 o lañsal giz ar sonerezh surf, heuliet gant kanaouennoù mestal Misirlou (1962).[45] Par da zDale hag e zDel-Tones e oa deuet ar brasañ eus ar strolladoù sonerezh surf kentañ eus a Galifornia ar Su, evel The Bel-Airs, The Challengers hag Eddie & The Showmen.[45] E-touez an dekvet kanaouenn gwerzhetañ e oa erruet kanaouenn The Chantays Pipeline e 1963 tra m'en doa graet Wipe Out gant Surfaris (1963) berzh e roll 1965 ar Billboard[46].

Berzh brasañ ar sonerezh surf a oa deuet gant sonerezh mouezhiet ar strollad The Beach Boys, bodet e 1961 e Kalifornia ar Su. En o albomoù kentañ e oa sonennoù binvioù (lod anezho adkemeret diwar labour Dick Dale) ha kanaouennoù mouezhiet a denne muioc'h d'ar rock 'n' roll ha d'an doo wop pe heson tost strolladoù-mouezh evel Four Freshmen. Berzh kentañ the Beach Boys a voe Surfin' e 1962[47]. Evelato e lavarer e oa echu gant giz ar sonerezh surf ha red-vicher ar strolladoù-se pa oa deuet amzer an Aloubadeg Breizhveuriat e 1964 : hogozik an holl verzhioù surf a oa bet enrollet hag embannet etre 1961 ha 1965. Ar Beach Boys hepken a zeuas a-benn da zelc'her berzh da c'houde, oc'h embann albomoù ha singloù gouest da geveziñ gant reoù The Beatles, evel an albom Pet Sounds e 1966.

Kreiz bloavezhioù 1960 - fin bloavezhioù 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Aloubadeg Vreizhveurat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : British Invasion
Erru ar Beatles er Stadoù-Unanet e 1964

A-raok fin ar bloaz 1962 e oa lañset leurenn ar rock breizhveuriat gant strolladoù beat evel The Beatles, Gerry & The Pacemakers ha The Searchers eus a Liverpool ha Freddie and the Dreamers, Herman's Hermits ha The Hollies eus a vManchester. Stummet e oant bet holl gant levezonoù ledan ar sonerezh amerikan, evel rock 'n' roll, soul, rythm and blues ha sonerezh surf ar bloavezhioù 1950-60,[48] hag o komañs o kanañ tonioù standard amerikan sonet evit dañserien. Strolladoù evel The Animals eus a Newcastle upon Tyne, Them eus a vBelfast,[49] ha dreist-holl reoù eus a Londrez evel The Rolling Stones pe The Yardbirds a oa bet levezonet kalz gant ar rythm and blues ha ar sonerezh blues[50] Buan e oa deuet ar strolladoù-se da sevel o c'hanaouennoù-dezho, o veskañ tout al levezonoù amerikan o doa bet asambles gant kalz a nerzh. Strolladoù Beat a oa aet war-zu tonioù nerzhus, dañsus hag a-boz tra ma tue ar strolladoù blues breizhveuriat war-zu kanaouennoù ne oant ket ken inosant ha se e-keñver ar sekselezh ha traoù tagusoc'h a-enep an establishment. Pontoù a-vil vern a oa bet etre an daou stil-se avat e penn-kentañ, dreist-holl e penn-kentañ.[51] E 1963, kaset gant The Beatles, e teuas ar strolladoù-Beat da gaout berzh war al leurenn breizhveuriat, heuliet a-dost gant ar strolladoù tostoc'h d'ar rythm and blues[52].

I Want To Hold Your Hand a voe berzh kentañ The Beatles er Billboard, o tremen seizh sizhunvezh e penn ha pemzek war ar roll en holl[53][54]. O donedigezh en abadenn The Ed Sullivan Show d'an 9 a viz C'hwevrer 1964 a oa bet heuliet gant 73 milion a Amerikaned, ur rekord d'ar mare-se, ha gwelet eo evel ur bazenn a-bouez en istor sevenadur pop ar Stadoù-Unanet. E-kerzh sizhun ar 4 a viz Ebrel 1964 e oa bet kemeret gant ar Beatles daouzek plas e roll ar Billboard, ar pempvet kentañ en o zouez. Ar strollad rock en doa gwerzhet ar muiañ a albomoù e oa deuet ar Beatles da vezañ hag heuliet e oant bet er rolloù gant meur a strollad hag arzour rock breizhveuriat[51] evel Peter and Gordon, The Animals, Manfred Mann, Petula Clark, Freddie and the Dreamers, Wayne Fontana and the Mindblenders, Herman's Hermits, The Rolling Stones, The Troggs, Donovan,[54] The Kinks pe The Dave Clark Five.

An Aloubadeg Vreizhveuriat he deus sikouret ar rock da vont war-zu an etrevroadelañ, o tigeriñ an nor evit strolladoù all eus Breizh-Veur, peotramant eus Iwerzhon, da gaout berzh er bed a-bezh. Er Stadoù-Unanet avat he doa roet un termen d'ar sonerezh surf, d'ar pevaradoù-merc'hed ha d'an idoloù ar yaouankiz (evit ur pennadig d'an nebeutañ) a oa chomet e penn ar rolloù amerikan e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960[55] Poan he doa graet da red-vicher arzourien rythm and blues ivez, evel Fats Domino ha Chubby Checker, ha d'an arzourien a oa chomet eus mare ar rock and roll, betek Elvis Presley zoken[56] Bras e voe perzh an Aloubadeg Breizhveuriat da sevel doareoù-rock nevez kenkoulz ha skornañ trec'h ar strollad-rock, diazezet war ar gitaroù hag an toumperezh, a skriv e ganaouennoù.[28] Diwar skouer albom The Beatles Rubber Soul (1965) e oa bet savet albomoù gant ar strolladoù-rock breizhveuriat savet evel un oberenn-arzel e 1966, evel Aftermath gant The Rolling Stones, Revolver gant The Beatles adarre, A Quick One gant The Who ha gant arzourien amerikan ivez evel Pet Sounds gant The Beach Boys ha Blonde on Blonde gant Bob Dylan.[57].

Rock ar c'harrdioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Garage Rock

Ar Garage Rock (rock ar c'harrdioù) a oa ur sonerezh rust a gleved kalz en Amerika an Norzh e-kreiz ar bloavezhioù 1960, anvet e-giz kar e seblante bezañ graet ha pleustret e karrdioù familhoù ar bannlevioù.[58][59] Kanaouennoù garage rock a veze alies diwar-benn kudennoù al lise, diwar-benn ar "merc'hed a live gevier" ha direizhded an darempredoù sokial.[60] Ar pozioù hag an doare da ganañ a veze alies tagusoc'h eget ar pezh a vezed kustum da glevet d'ar mare-se, pozioù soroc'het pe huchet disolvet e yudadennoù distumm.[58] Klevet a raed kanaouennoù un akord kriz evel reoù The Seeds peotramant ur sonerezh par da reoù ar studioioù, evel The Knickerbockers, The Remains pe The Fifth Estate. Cheñchamantoù a gleved a-hed ar vro, e pep lec'h e oa leurennoù buhezek, dreist-holl e Kalifornia hag e Texas.[60] Gant lod e kaver e oa ur sonerezh dibar e stadoù ar Washington hag Oregon[61].

Ar strollad The Remains e 1966

Diorroet e oa ar stil-se diwar leurennoù rannvroel ken abred a 1958. Tall Cool One (1959) gant The Wailers ha Louie Louie (1963) gant The Kingsmen zo skouerioù brudet eus an doare-sonerezh-se pa oa oc'h en em stummañ c'hoazh[62] Adalek 1963 e oa komañset strolladoù zo da vezañ gwelet er rolloù, gant Paul Rever and the Raiders da skouer[63], The Trashmen eus Minneapolis[64] ha The Rivieras, eus Indiana.[65] Strolladoù-karrdi all, evel The Sonic eus Tacoma, Washington, o doa bet ul levezon bras hep dont a-benn da erruet er rolloù.[66].

Levezonet bras e oa bet ar strolladoù-karrdi gant an Aloubadeg Vreizhveuriat, o tigeriñ hent ur publik broadel hag o lakaat anezho da cheñch stil (tra ma oant strolladoù-surf pe hot rod alies) da gemer ur stil breizhveuriat, hag o lakaat ur bern strolladoù da vezañ savet.[60] Miliadoù a strolladoù-karrdi a oa oberiant en SUA hag e Kanada d'ar mare-se o produiñ kantadoù a ganaouennoù o doa graet berzh war ul live rannvroel.[60] Goude ma oa bet sinet leun a strolladoù gant labeloù bras pe rannvroel e voe ur c'hwitadenn evit ar brasañ anezho. Brasañ berzh ar garage rock a voe er bloavezh 1966 hervez kont.[60] E 1968 e oa aet ar stil-se diwar-wel er rolloù-pennañ tra ma oa aet ar brasañ eus ar strolladoù nann-vicherel d'ober studioù, d'an arme pe da labourat.[60] Doareoù-sonerezh nevez a oa ganet da erlec'hiañ ar stil-se.[60] Un astenn d'ar stil-se a gleved e Detroit e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, gant ar strollad The Stooge (hag Iggy Pop) da skouer, met staget eo bet ar strolladoù-se ouzh ragistor ar sonerezh punk kentoc'h.

Blues rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Blues rock

Goude ma oa deuet gwagenn gentañ an Aloubadeg Vreizhveuriat dre arzourien beat pe rythm and blues e oa heuliet gant un eil gwagenn a strolladoù o kemer skouer kentoc'h diwar ar blues, evel The Rolling Stones pe The Yardbirds[67] Sonerien blues breizhveuriat fin ar bloavezhioù 1950 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 a oa bet levezonet gant seniñ akoustik tudennoù evel Lead Belly, en doa bet ul levezon bras war al luskad skiffle, ha Robert Johnson[68] Tamm ha tamm e oa bet adoptet ganto ur son amplaet trouzusoc'h, diazezet war ar gitar tredan, diwar ar Chicago blues, dreist-holl goude troiad breizhveuriat Muddy Waters e 1958 en doa lusket Cyril Davies hag ar gitarour Alexis Korner da vodañ ar strollad Blues Incorporated.[69]. Levezoniñ a reas ar strollad leun a arzourien deuet da heul, ar brasañ anezho o labourat gantañ, evel izili zo eus ar Rolling Stones ha Cream, o veskañ standardoù blues ha binvioù ha pouez ar rock.[44]

Eric Clapton e Barcelona e 1974

Unan eus tudennoù pennañ al luskad blues rock a oa John Mayall. En e strollad The Bluesbreakers e kleved Eric Clapton (goude ma oa aet kuit eus The Yardbirds) ha Peter Green da c'houde. A-bouez e oa bet an albom Blues Breakers with Eric Clapton (Beano) e 1966 gwelet evel unan eus albomoù mammenn evit son arzourien breizhveuriat hag amerikan er peurrest eus an degad[70]. Da c'houde ez eas Eric Clapton da vodañ dreist-strolladoù evel Cream, Blind Faith ha Derek and the Dominos, heuliet gant ur red-vicher solo he doa sikouret ar blues rock da vezañ brudetoc'h,[69] en ur sevel pontoù ouzh ar sonerezh pop dre e vignoniezh gant George Harrison. E fin ar bloavezhioù 1960 e oa bet kaset ar blues rock war-zu an heavy rock (rock ponner) gant Jeff Beck, un ezel bet d'ar Yardbirds, hag e strollad The Jeff Beck Group.[69] Gitarour ar Yardbirds diwezhañ, Jimmy Page, az eas da vodañ ar strollad The New Yardbirds a zeuas da vezañ Led Zeppelin buan. Ar brasañ eus kanaouennoù o zri albom kentañ, med lod all diwezhatoc'h ivez, a oa astennadennoù eus kanaouennoù blues hengounel.[69]

En Amerika e oa bet komañset ar blues rock e deroù ar bloavezhioù 1960 gant ar gitarour Lonnie Mack[71] hag an doare-sonerezh a gomañsas da vezañ brudetoc'h e-kreiz ar bloavezhioù 1960 pa dapas ur son heñvel ouzh hini ar blues rock breizhveuriat. Arzourien bennañ al luskad-se a oa Paul Butterfield (e strollad en doa bet ul levezon par da hini The Bluesbreakers o lañsal leun a arzourien donezonet), Canned Heat, bloavezhioù kentañ Jefferson Airplane, Janis Joplin, Johnny Winter, The J. Geils Band ha Jimi Hendrix hag e bpower trios, The Jimmy Hendrix Experience (daou ezel breizhveuriat ennañ, ha bodet e Breizh-Veur) ha Band of Gypsys, e varregezh gant ar gitar hag e zoare da vezañ war al leurenn dezrevellet ar muiañ en degad-se.[69] Strolladoù blues rock eus Su ar Stadoù-Unanet evel an Allman Brothers Band, Lynyrd Skynyrd ha ZZ Top o doa lakaet un tamm sonerezh country en o stil d'ober un doare-sonerezh dibar anvet Southern rock.[72]

Ar strolladoù blues rock kentañ a zezrevelle alies ar jazz, o seniñ alies tammoù hir war ar prim a voe elfennoù pennañ ar rock araogour. War-dro 1967 e oa aet strolladoù evel Cream pe The Jimmy Hendrix Experience diouzh ur sonerezh blues rock glann da vont war-zu ar psikedelia. Er bloavezhioù 1970 e oa deuet ponneroc'h ar blues rock, diazezet war riffoù a glever e labour Led Zeppelin pe Deep Purple, ha start e voe ober un diforc'h etre blues orck hag hard rock. Gant arzourien evel George Thorogood pe Pat Travers e oa kendalc'het ar blues rock[69], met war al leurenn breizhveuriat dreist-holl e oa aet an arzourien war-zu an heavy metal hag echu e oa gant brud ar blues rock[73].

Folk rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Folk rock
Joan Baez ha Bob Dylan e 1963

Adalek ar bloavezhioù 1960 e oa kresket al luskad diorroet diouzh dihun ar sonerezh folk amerikan d'ur berzh brasoc'h, oc'h implijet sonerezh hengounel ha kanaouennoù nevez graet mod-kozh, gant binvioù akoustik.[74] Pennoù kentañ an doare-sonerezh-se en SUA, liammet kreñv ouzh politikerezhioù araogour ha micherour, a voe Woody Gunthrie ha Pete Seeger.[74] Tud all evel Joan Baez ha Bob Dylan a oa deuet e penn al luskad-se evel skrivagnerien-aozerien.[74] Dylan a oa komañset da vezañ brudet gant kanaouennoù evel Blowin' in the Wind (1963) ha Masters of War (1963) a sachas evezh ar publik diwar-benn ar c'hanaouennoù-stourm,[75] met chom a rae ar sonerezh folk hag ar sonerezh rock estren an eil d'egile, goude ma oa levezonoù etrezo, gant daou bublik disheñvel.[76]

Klaskoù abred da veskañ elfennoù folk ha rock a oa deuet gant The Animals hag ar ganaouenn House of the Rising Sun (1964), a oa bet ar sonenn folk kentañ sonaozet er mod rock he doa graet berzh,[77] ha kanaouenn The Beatles I'm a Loser (1964), moarvat ar ganaouenn gentañ levezonet gant Dylan bet savet gant ar Beatles. Al luskad folk rock a lavarer e oa komañset da greskiñ kalz pa voe añrejistret kanaouenn Dylan Mr. Tambourine Man gant The Byrds hga aet anezhi e penn ar rolloù e 1965.[76] Lod eus izili the Byrds a oa bet perzh eus leurenn kafeoù-folk Los Angeles met adoptet e oa bet gant ar strollad binvioù-sonerezh rock, gant toumperezh ha gitaroù 12 kordenn Rickenbacker a zeuas da vezañ elfennoù a-bouez en doare-sonerezh-se.[76] Diwezhatoc'h ar bloaz-mañ e oa bet implijet binvioù-tredan gant Dylan, daoust da reuz difennerien ur folk glann, hag e ganaouenn Like a Rolling Stone o kemer penn ar rolloù er Stadoù-Unanet.[76] Hervez Richie Unterberger en doa levezonet Dylan strolladoù rock evel The Beatles, a-raok implijet binvioù-tredan zoken, o tiskouez dezho ha da remziad ar rock e c'helle un albom bezañ un oberenn e-unan hep lakaat pouez war ar singloù, evel e-barzh The Freewheelin' Bob Dylan e 1963[78].

Berzh a reas ar folk rock e Kalifornia dreist-holl, o kas arzourien evel The Mamas & the Papas ha Crosby, Stills, and Nash da dremen d'ar binvioù-tredan, hag e New York e lec'h ma tiwanas arzourien evel The Lovin' Spoonful ha Simon and Garfunkel, ar re ziwezhañ oc'h adenrollañ ar ganaouenn akoustik The Sounds of Silence (1965) gant binvioù modern d'ober an hini kentañ eus ur bern berzhioù.[76] Ar strolladoù-se o doa bet ul levezon eeun war strolladoù breizhveuriat evel Donovan pe Fairport Convention.[76] E 1969 e tilezas hemañ diwezhañ o c'hanaouennoù amerikan pe awenet gant Dylan evit kanañ folk saoz hengounel gant binvioù tredan[79] Ar folk-rock breizhveuriat-se a oa bet kendalc'het gant Pentangle, Steeleye Span ha The Albion Band o reiñ skouer da strolladoù iwerzhonat evel Horslips, pe skosat evel JSD Band, Spencer's Feat ha da c'houde Five Hand Reel, d'ober kement all ha krouiñ ur rock keltiek e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970,[80]. ul luskad deuet betek Breizh gant arzourien evel Alan Stivell, Dan ar Braz, Tri Yann hag ar strollad brezhonek Storlok.

Ar folk-rock a voe en e vrudetañ e 1967-68 a-raok ma'z eas leun a arzourien war-zu doareoù all, evel Dylan ha The Byrds a ziorroas ar sonerezh country rock[81] Evelato, ar meskaj etre folk ha rock a oa bet ul levezon bras da gas ar sonerezh rock pelloc'h, o tennañ elfennoù eus al luskad psikedelek ivez, ha da lakaat war-wel mennozh ar skriver-kanaouennoù, ar c'hanaouennoù-stourm ha meiziad ar "gwirionded".[76][82].

Rock psikedelek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Rock psikedelek
Bruderezh evit kanaouenn Jefferson Airplane White Rabbit e 1967

Ar sonerezh psikedelek, awenet gant an dramm nevez LSD, a oa diwanet war al leurenn folk.[83] Ar strollad kentañ oc'h embann e oant o seniñ rock psikedelek a oa The 13th Floor Elevator e Texas.[83] Ar Beatles avat o doa lakaet ar publik da anavezout elfennoù pennañ ar rock psikedelek evel distro ar gitar, ar sitar, ur benveg sonerezh indian, hag ar backmasking.[84] Kresket e voe kalz ar rock psikedelek war leurenn Kalifornia pa heulias strolladoù zo treuzfurmadur The Byrds eus ar folk d'ar folk rock e 1965.[84] Ar mod da vevañ doare psikedelek, a droe tro-dro d'an drammoù pennsaoutiñ, a oa diwanet mat e-barzh e San Francisco hag eno e oa lañset strolladoù a-bouez evel Big Brother and the Holding Company, The Grateful Dead pe Jefferson Airplane.[84] Gitarour pennañ The Jimi Hendrix Experience, Jimi Hendrix a oa kustum da seniñ prantadoù hir leun a zistroioù a voe un elfenn arouez d'ar psikedelia.[84] War e uhelañ e voe an doare-sonerezh-se e fin ar bloavezhioù 1960. E 1967 e voe enrollet gant The Beatles o embann psikedelek Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, gant ar ganaouenn Lucy In the Sky with Diamonds ma savas tabut diwar-benn he liamm ouzh an LSD, ha respont The Rolling Stones a oa deuet ar bloaz da c'houde gant Their Satanic Majesties Request,[84] ar memes bloaz ma oa embannet gant Pink Floyd o albom kentañ The Piper at the Gates of Dawn. Albom Jefferson Airplane Surrealistic Pillow, gant ar ganaouenn White Rabbit hag hini The Doors Strange Days a voe albomoù-pennañ eus ar mare ivez[85]. En e varr e voe ar sonerezh-se e gouel Woodstock e 1969, e-lec'h ma sonas an arzourien psikedelek pennañ eus ar mare.[84]

Da c'houde e voe sellet ouzh Sgt. Pepper evel gwellañ albom istor ar sonerezh, hag ur bazenn all e voe da vont war-zu mare an albomoù e-lec'h ma veze savet an albomoù evito o-unan ha pas evel un dastumad singloù ha ma teujont a-benn da vezañ gwelet reizh e-keñver ar sevendadur mainstream[86] En ul luskad kaset gant ar Beatles adalek kreiz ar bloavezhioù 1960,[87]. e voe kaset gant an arzourien rock an LP (Long Play pe albom) evel doare-pennañ da ezteuler ha koñsomiñ sonerezh enrollet, ar pezh zo chomet gwir e-pad degadoù da heul tra ma oa deuet ar stumm-se, kaset gant ar rock a-raok bezañ stantard e greanterezh ar sonerezh, an hini implijetañ.

Progressive rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Progressive rock
Pink Floyd o seniñ Dark Side of the Moon e 1973

Progressive rock (pe rock araogour), un termen a c'heller implijet kement hag art rock, zo bet kaset gant an arzourien en tu all d'an doareoù rannet mat a vezed kustum da glevet en ur lakaat binvioù disheñvel da seniñ e-barzh kanaouennoù disheñvel o stumm.[88] Adalek kreiz ar bloavezhioù 1960, The Left Banke, The Beatles, The Rolling Stones ha The Beach Boys a oa ar re gentañ o seniñ klavier, binvioù koad ha kerdin en o c'hanaouennoù d'ober ur seurt rock barok a glever ar gwellañ er single A Whiter Shade of Pale gant Procol Harum (1967), e zigoradur awenet gant Bach[89] Ur laz-seniñ a-bezh a oa bet implijet gant The Moddy Blues en oc'h album Days of Future Passed (1967) ha krouet o doa sonioù laz-seniñ gant sintetizoroù da c'houde.[88] Sonaozañ klasel, klavieroù ha sintetizoroù a oa bet implijet stank da c'houde ouzhpenn d'ar stumm hengounel gant gitar, gitar-boud ha toumperezh gant ar strolladoù rock araougour[90].

Sonennoù divouezh, pe nebeut a vouezh, e glever alies er jañr-se, tra ma vez difetis, meizadel ar pozioù, peotramant int diazezet war skiant-faltazi pe fantasy[91] SF Sorrow, gant The Pretty Things (1968), hag Arthur (Or the Decline and Fall of the British Empire) gant The Kinks (1969), o doa lañset doare an opera rock hag an albomoù-meiziad en ur gontañ un istor epik pe ober war-dro temoù bras. Albom kentañ Kim Crimson, In the Court of the Crimson KIng (1969), a veske riffoù gitar trouzus ha mellotron gant jazz ha sonerezh simfonek, a vez gwelet evel un albom-pazenn evit ar progressive rock alies, o kas meur a strollad blues rock pe psikedelek da adoptiñ ar stil-se e-penn kentañ ar bloavezhioù 1970, kenkoulz ha strolladoù nevez.[88] Leurenn Canterbury he doa gwelet arzourien evel Caravan, Hatfield and the North pe National Health oc'h heuliañ Soft Machine pelloc'h diouzh ar psikedelia, levezonet gant ar jazz, war-zu ur rock taer[92].

Gant Pink Floyd e voe ar muiañ a verzh, az eas kuit diouzh luskad ar psikedelia goude ma oa aet Syd Barrett diouzh ar strollad e 1968, gant an albom The Dark Side of the Moon (1973), a oa bet meulet evel ur bennoberenn en doare-sonerezh-mañ ha deuet da unan eus albomoù gwellañ gwerzhet en istor ar sonerezh[93] Pouez a veze lakaet war ar varregezh da seniñ, gant Yes o kontañ war mailhoni ar gitarour Steve Howe hag ar c'hlavierour Rick Wakeman, tra ma oa Emerson, Lake & Palmer ur super-strollad en doa produet unan eus oberennoù kempleshañ a-fet teknik er jañr-se.[88] Jethro Tull ha Genesis o doa roet daou zoare disheñvel, met saoz penn-kil-ha-troad o daou, da seniñ.[94] Renaissance, savet gant izili-bet eus Yardbirds, Jim McCarty ha Keith Relf e 1969, a oa emdroet en ur strollad meiziad-uhel gant mouezh tri oktav Annie Haslam. Ar brasañ eus ar strolladoù breizhveuriat a oa e dalc'h azeulerien ne oant ket gwall niverus, met un nebeud, evel Pink Floyd, Jethro Tull pe Genesis a zeuas a-benn da gaout singloù en 10vet plas uhelañ ha kaout berzh war ar marc'had amerikan[95] Skourr amerikan ar rock araogour a oa disheñvel-kenañ etre sonerezh liesseurt ha nevezus Franck Zappa, Captai Beefheart pe Blood, Sweat & Tears[96]. ha strolladoù troet war-zu ar pop rock evel Boston, Foreigner, Kansas, Journey ha Styx.[88] Ar re-mañ, ouzhpenn d'ar strolladoù breizhveuriat Supertramp hag ELO, a gonte e-touez an arzourien o doa ar muiañ a verzh er bloavezhioù 1970, o tegas ivez mare ar pomp rock pe arena rock gant sonadegoù bras divent, leun a efedoù-gouloù ha c'hoariva, en doa padet betek ma voe re gaer da aozañ seurt arvestoù, erlec'hiet gant ar sonedadegoù e gouelioù-rock adalek ar bloavezhioù 1990.

Skourr binvioù an doare-sonerezh-se en doa roet Tubular Bells (1973) gant Mike Oldfield, albom kentañ Virgin Records hag ur berzh bedel a zeuas da batrom ar jañr.[88] En Europa kevandirel e kleved ar muiañ eus ar sonerezh-se, gant strolladoù evel Kraftwerk, Tangerine Dream, Can pe Faust a zeuas a-benn da vont dreist harzoù ar yezh a-drugarez d'an dra-se[97] Ar rock-arnodiñ alaman Krautrock, leun a sintetizoroù, asambles gant oberenn Brian Eno (a oa bet klavierour Roxy Music), a voe ul levezon bras war ganedigezh ar sonerezh electronic rock.[88] Gant ar cheñchamantoù teknologiezh ha donedigezh ar punk e fin ar bloavezhioù 1970 e oa bet muioc'h-mui ar santimant e oa ar rock araogour ur sonerezh fougaser[98] Leun a strolladoù a zivodas, met lod, evel Genisis, ELP, Yes ha Pink Floyd a gendalc'has da gaout berzh gant o albomoù hag o zroiadoù dre ar bed a-bezh.[99] Strolladoù zo a ziwanas goude ar wagenn punk, evel Siouxsie and the Banshees, Ultravox pe Simple Minds, a ziskouezas bezañ levezonet gant ar prog rock ouzhpenn bezañ awenet gant ar punk, ar pezh a veze anatoc'h.[100].

Jazz rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Jazz rock
Jaco Pastorius eus Weather Report e 1980

E fin ar bloavezhioù 1960 e oa deuet ar jazz rock war-wel evel un is-doare disheñvel diwar al leurennoù blues rock, rock psikedelek ha rock araogour, o veskañ kreñvder ar rock gant sonerezh kemplez ha sonet ar ar prim mestal d'ar jazz. War lec'hienn AllMusic ez eus bet skrivet e oa ar jazz rock un termen a c'hell ober anv eus "strolladoù teuziñ trouzusañ, gouesañ, tredanetañ diwar tu ar jazz, met alies mat e ra anv eus arzourien deuet diwar tu rock an ekwasion. "Jazz-rock" ... zo diwanet dre vras diwar an is-doareoù rock o doa ar muiañ a imor a-fet arz e fin ar bloavezhioù 1960 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, en o zouez luskad ar skriverien-kanaouennoù."[a 2] Leun a arzourien eus deroù ar rock 'n' roll er Stadoù-Unanet o doa komañset e strolladoù jazz ha degaset e oa bet elfennoù eus an doare-se en o doare nevez da seniñ. E Breizh-Veur e oa diwanet ar blues rock, ha kalz eus e arzourien bennañ evel Ginger Baker ha Jack Bruce eus strollad Eric Clapton Cream, diwar leurenn ar British jazz. Alies e vez lakaet albom nemetañ ur strollad chomet dianav a-walc'h, The Free Spirits, eus a New York City, anvet Out of Sight and Sound (1966], da enrolladenn jazz rock gwir kentañ. Ar strolladoù kentañ o doa implijet al liketenn-se da vat a oa strolladoù tud gwenn eus ar rythm and blues a sone lodennoù jazzy gant kernioù, evel Electric Flag, Blood, Sweat & Tears ha Chicago, o kaout berzh e fin ar bloavezhioù 1960 ha deroù ar bloavezhioù 1970.[101]

D'ar memes mare e oa deuet arzourien breizhveuriat war-wel hag a implije tu seniñ war ar prim ha modoù ar jazz en o sonerezh, evel Nucleus[102], Graham Bond ha strollad John Mayall Colosseum. Diwar ar rock psikedelek ha leurenn Canterbury e oa deuet Soft Machine, a zo bet gwelet evel ar strollad en doa produet ar sonerezh a veske ar gwellañ daou du ar sonerezh. Lod all a lavar e teu ar sonerezh meulet ar muiañ eus tu al leurenn jazz, gant Miles Davies, levezonet kalz gant oberenn Jimi Hendrix da veskañ binvioù rock en e albom Bitches Brew (1970). Ul levezon bras e oa bet war arzourien jazz awenet gant ar rock, evel Herbie Hancock, Chick Corea ha Weather Report.[101] Diwar-wel ez eas an doare-sonerezh-mañ e fin ar bloavezhioù 1970 tra ma rae berzh ur stumm blotoc'h da deuziñ an daou[103] met arzourien zo evel Steely Dan[103], Franck Zappa ha Joni Mitchell o doa enrollet alboù jazz rock a-bouez d'ar mare-se, ha kendelc'her a reas da gaout ul levezon bras war ar sonerezh rock.[101]

Roots rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Roots rock
Ar strollad Eagles e 2008 pe 2009

Roots rock, pe "rock ar gwriziennoù", eo an anv a roer bremañ d'ul luskad en doa klasket pellaat diouzh re-veur ar psikedelia en ur zistreiñ d'ur rock 'n' roll diazez ha distreiñ war e levezonoù kentañ, dreist-holl ar c'hountry hag ar sonerezh folk, o doa ganet ar c'hountry rock hag ar Southern rock[104] Da Nashville ez eas Bob Dylan da enrollañ e albom Blonde on Blonde e 1966.[105] An dra-se, asambles gant albomoù levezonetoc'h gant ar c'hountry c'hoazh, a oa bet gwelet evel deroù doare ar sonerezh country folk, un hent heuliet gant leun a sonerien folk akoustik.[105] Arzourien all a heulias giz an distro d'an diazez, evel ar strollad kanadien The Band pe ar strollad kalifornat Creedence Clearwater Revival, an daou anezho a veske rock eeun gant folk, country ha blues, hag e-touez ar strolladoù o doa bet ar muiañ a verzh e fin ar bloavezhioù 1960 e oant[106] D'ar memes mare e komañsas arzourien solo eus Kalifornia da enrollañ o oberenn, evel Ry Cooder, Bonnie Raitt ha Lowell George,[107] o levezoniñ oberenn arzourien koshoc'h evel The Rolling Stones gant o albom Beggar's Banquet (1968) ha The Beatles gant Let it Be (1970).[84] En ur soñjal e-barzh ar c'hiz-se e oa bet skrivet gant Crhistgau e 1970 en e bennad-stur e-barzh e Consumer's Guide e oa bet dilezet gant ar reizhkredouriez nevez ar seniñ war ar prim ha klinkladurioù ar studio da lakaat pouez war ur sonazoañ gant nebeut a vinvioù ha kalite ar skrivañ-kanaouennoù, o kemer rock, country ha rythm and blues ar bloavezhioù 1950 da batrom. Ar skouer pennañ a oa The Band hervezañ.[108].

E 1968 e voe enrollet gant Gram Parsons an albom Safe at Home asambles gant International Submarine Band, moarvat ar bladenn country rock gwir kentañ.[109] Diwezhatoc'h e-pad ar bloaz e sonas gant The Byrds evit Sweetheart of the Rodeo (1968), a vez gwelet evel unan eus ar pladennoù o doa bet al levezon kreñvañ war an doare-sonerezh-se.[109] Kendelc'her a reas The Byrds gant ar memes doare-sonerezh, met mont a reas kuit Parsons dioutañ asambles gant un ezel all eus ar strollad, Chris Hillman da vodañ The Flying Burrito Brothers en doa sikouret ar jañr da gaout muioc'h a zoujañs kenkoulz hag e stummañ. Parsons a oa aet da seniñ e-unan da c'houde.[109] Strolladoù eus Kalifornia o doa adoptet ar sonerezh-se, evel Hearts and Flowers, Poco, New Riders of the Purple Sage, Beau Brummels[109] ha The Nitty Gritty Dirt Band[110] Berzh brasañ an doare-sonerezh-se a oa deuet er bloavezhioù 1970, gant Doobie Brothers, Emmylou Harris, Lindia Ronstadt peotramant Eagles, bodet gant izili bet eus Burritos, Poco ha Stone Canyon Band, a oa deuet da vezañ strollad brudetañ al luskad gant o albom Hotel California (1976)[111].

Alies mat e lavarer eo saverien ar Southern rock izili Allman Brothers Band, o doa krouet ur son dibar, diwar ar blues rock dre vras, met o veskañ ennañ ar sonerezh boogie, ar soul ha country deroù ar bloavezhioù 1970.[72] Ar strollad en doa bet ar muiañ a verzh gant seurt sonerezh a voe Lynyrd Skynyrd en doa diazezet skeudenn Good ol' boy an doare sonerezh-se ha stumm hollek ar guitar rock er bloavezhioù 1970.[72] E-touez o diskennidi e kaver ar strollad teuziñ/araogour Dixie Dregs, Outlaws, levezonetoc'h gant ar c'hountry, Wet Willie, a droe muioc'h war-zu ar funk ha rythm and blues, ha The Ozark Mountain Daredevils.[72] Diouzh ar c'hiz e oa aet al luskad-se e fin ar bloavezhioù 1970, ur wezh paouezet izili kentañ Allman ha Lynyrd Skynyrd da seniñ, met kendalc'het e voe er bloavezhioù 1980 memestra gant arzourien evel .38 Special, Molly Hatchet ha The Marshall Tucker Band.[72]

Luskadoù ar sonerezh rock[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arroudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) "something more than pop, something more than rock and roll" ha "[r]ock musicians combined an emphasis on skill and technique with the romantic concept of art as artistic expression, original and sincere" Frith in T.Warner, Pop Music.
  2. (en) "[Jazz rock] may refer to the loudest, wildest, most electrified fusion bands from the jazz camp, but most often it describes performers coming from the rock side of the equation." Jazz-rock "...generally grew out of the most artistically ambitious rock subgenres of the late '60s and early '70s", including the singer-songwriter movement." in Jazz Rock Music genre overview, AllMusic. Lennet d'an 20 a viz C'hwevrer 2022


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) J.M. Curtis, Rock Eras: Interpretations of Music and Society, 1954–1984 (Madison, WI: Popular Press, 1987), ISBN 0-87972-369-6, pp. 68–73.
  2. 2,0 ha2,1 (en)Campbell, Michael; Brody, James (2007). Rock and Roll: An Introduction (2nd ed.). Belmont, CA: Thomson Schirmer. pp. 80–81. ISBN 978-0-534-64295-2.
  3. (en)R.C. Brewer, "Bass Guitar", in Shepherd, 2003, p. 56.
  4. (en) R. Mattingly, "Drum Set", in Shepherd, 2003, p. 361.
  5. (en) P. Théberge, Any Sound you can Imagine: Making Music/Consuming Technology (Middletown, CT, Wesleyan University Press, 1997), ISBN 0-8195-6309-9, pp. 69–70.
  6. (en) D. Laing, "Quartet", in Shepherd, 2003, p. 56.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 (en) C. Ammer, The Facts on File Dictionary of Music (New York: Infobase, 4th edn., 2004), ISBN 0-8160-5266-2, pp. 251–52.
  8. (en) J. Covach, "From craft to art: formal structure in the music of the Beatles", in K. Womack and Todd F. Davis, eds, Reading the Beatles: Cultural Studies, Literary Criticism, and the Fab Four (New York: SUNY Press, 2006), ISBN 0-7914-6715-5, p. 40.
  9. (en) T. Gracyk, Rhythm and Noise: an Aesthetics of Rock, (London: I.B. Tauris, 1996), ISBN 1-86064-090-7, p. xi.
  10. (en) P. Wicke, Rock Music: Culture, Aesthetics and Sociology (Cambridge: Cambridge University Press, 1990), ISBN 0-521-39914-9, p. x.
  11. (en) Farber, Barry A. (2007). Rock 'n' roll Wisdom: What Psychologically Astute Lyrics Teach About Life and Love. Westport, CT: Praeger. pp. xxvi–xxviii. ISBN 978-0-275-99164-7.
  12. (en) Christgau, Robert; et al. (2000). McKeen, William (ed.). Rock & Roll Is Here to Stay: An Anthology. W.W. Norton & Company. pp. 564–65, 567. ISBN 0-393-04700-8.
  13. (en) McDonald, Chris (2009). Rush, Rock Music and the Middle Class: Dreaming in Middletown. Bloomington, IN: Indiana University Press. pp. 108–09. ISBN 978-0-253-35408-2.
  14. (en) S. Waksman, Instruments of Desire: the Electric Guitar and the Shaping of Musical Experience (Cambridge, MA: Harvard University Press, 2001), ISBN 0-674-00547-3, p. 176.
  15. (en) Frith, Simon (2007). Taking Popular Music Seriously: Selected Essays. Aldershot, England: Ashgate Publishing. pp. 43–44. ISBN 978-0-7546-2679-4.
  16. (en) Christgau, Robert (11 June 1972). "Tuning Out, Tuning In, Turning On". Newsday. Retrieved 17 March 2017.
  17. 17,0 17,1 17,2 ha17,3 (en) T. Warner, Pop Music: Technology and Creativity: Trevor Horn and the Digital Revolution (Aldershot: Ashgate, 2003), ISBN 0-7546-3132-X, pp. 3–4.
  18. (en) R. Beebe, D. Fulbrook and B. Saunders, "Introduction" in R. Beebe, D. Fulbrook, B. Saunders, eds, Rock Over the Edge: Transformations in Popular Music Culture (Durham, NC: Duke University Press, 2002), ISBN 0-8223-2900-X, p. 7.
  19. (en) R. Unterberger, "Birth of Rock & Roll", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1303–04.
  20. (en)T.E. Scheurer, American Popular Music: The Age of Rock (Madison, WI: Popular Press, 1989), ISBN 0-87972-468-4, p. 170.
  21. (en) Will the creator of modern music please stand up? Alexis Petridis The Guardian 4/16/2004
  22. (en) Robert Palmer, "Church of the Sonic Guitar", pp. 13–38 in Anthony DeCurtis, Present Tense, Duke University Press, 1992, p. 19. ISBN 0-8223-1265-4
  23. (en) Bill Dahl, "Jimmy Preston", Allmusic
  24. 24,0 ha24,1 (en) Campbell, Michael (2008). Popular Music in America: The Beat Goes On (3rd ed.). Boston, MA: Cengage Learning. pp. 157–58. ISBN 978-0-495-50530-3.
  25. (en) P. Browne, The Guide to United States Popular Culture (Madison, WI: Popular Press, 2001), ISBN 0-87972-821-3, p. 358.
  26. (en) N. McCormick (24 June 2004), "The day Elvis changed the world", The Telegraph
  27. (en) R.S. Denisoff, W.L. Schurk, Tarnished Gold: the Record Industry Revisited (New Brunswick, NJ: Transaction, 3rd edn., 1986), ISBN 0-88738-618-0, p. 13.
  28. 28,0 ha28,1 (en) R. Shuker, Popular Music: the Key Concepts (Abingdon: Routledge, 2nd edn., 2005), ISBN 0-415-34770-X, p. 35.
  29. (en) R. Unterberger, "Doo Wop", in Bogdanov et.al., 2002, pp. 1306–07.
  30. (en) J. M. Curtis, Rock Eras: Interpretations of Music and Society, 1954–1984 (Madison, WI: Popular Press, 1987), ISBN 0-87972-369-6, p. 73.
  31. (en) Aswell, Tom (2010). Louisiana Rocks! The True Genesis of Rock & Roll. Gretna, LA: Pelican Publishing. pp. 61–65. ISBN 978-1-58980-677-1.
  32. (en) Robert Palmer, "Church of the Sonic Guitar", pp. 13–38 in Anthony DeCurtis, Present Tense, Duke University Press, 1992, pp. 24–27. ISBN 0-8223-1265-4.
  33. (en) Collis, John (2002). Chuck Berry: The Biography. Aurum. p. 38. ISBN 978-1-85410-873-9.
  34. (en) Hicks, Michael (2000). Sixties Rock: Garage, Psychedelic, and Other Satisfactions. University of Illinois Press. p. 17. ISBN 0-252-06915-3.
  35. (en) Schwartz, Roberta F. (2007). How Britain Got the Blues: The Transmission and Reception of American Blues Style in the United Kingdom. Aldershot, England: Ashgate Publishing. p. 22. ISBN 978-0-7546-5580-0.
  36. (en) J. Roberts, The Beatles (Mineappolis, MN: Lerner Publications, 2001), ISBN 0-8225-4998-0, p. 13.
  37. (en) Campbell, Michael (2008). Popular Music in America: The Beat Goes On (3rd ed.). Boston, MA: Cengage Learning. p99. ISBN 978-0-495-50530-3.
  38. 38,0 ha38,1 (en) S. Frith, "Pop music" in S. Frith, W. Stray and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, pp. 93–108.
  39. (en) R. Shuker, Understanding Popular Music (Abingdon: Routledge, 2nd edn., 2001), ISBN 0-415-23509-X, pp. 8–10.
  40. (en) B. Bradby, "Do-talk, don't-talk: the division of the subject in girl-group music" in S. Frith and A. Goodwin, eds, On Record: Rock, Pop, and the Written Word (Abingdon: Routledge, 1990), ISBN 0-415-05306-4, p. 341.
  41. 41,0 41,1 ha41,2 (en) K. Keightley, "Reconsidering rock" in S. Frith, W. Straw and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, p. 116.
  42. (en) D. Hatch and S. Millward, From Blues to Rock: an Analytical History of Pop Music (Manchester: Manchester University Press, 1987), ISBN 0-7190-1489-1, p. 78.
  43. (en) A.J. Millard, The Electric Guitar: a History of an American Icon (Baltimore, MD: JHU Press, 2004), ISBN 0-8018-7862-4, p. 150.
  44. 44,0 ha44,1 (en) B. Eder, "British Blues", in V. Bogdanov, C. Woodstra, S.T. Erlewine, eds, All Music Guide to the Blues: The Definitive Guide to the Blues (Milwaukee, WI: Backbeat Books, 3rd edn., 2003), ISBN 0-87930-736-6, p. 700.
  45. 45,0 ha45,1 (en) J. Blair, The Illustrated Discography of Surf Music, 1961–1965 (Ypsilanti, MI: Pierian Press, 2nd edn., 1985), ISBN 0-87650-174-9, p. 2.
  46. (en) J. Blair, The Illustrated Discography of Surf Music, 1961–1965 (Ypsilanti, MI: Pierian Press, 2nd edn., 1985), ISBN 0-87650-174-9, p. 75.
  47. (en) W. Ruhlman, et al., "Beach Boys", in Bogdanov et al., 2002, pp. 71–75.
  48. (en) R. Stakes, "Those boys: the rise of Mersey beat", in S. Wade, ed., Gladsongs and Gatherings: Poetry and its Social Context in Liverpool Since the 1960s (Liverpool: Liverpool University Press, 2001), ISBN 0-85323-727-1, pp. 157–66.
  49. (en) I. Chambers, Urban Rhythms: Pop Music and Popular Culture (Basingstoke: Macmillan, 1985), ISBN 0-333-34011-6, p. 75.
  50. (en) J.R. Covach and G. MacDonald Boone, Understanding Rock: Essays in Musical Analysis (Oxford: Oxford University Press, 1997), ISBN 0-19-510005-0, p. 60.
  51. 51,0 ha51,1 (en) R. Unterberger, "British Invasion", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1316–17.
  52. (en) R. Unterberger, "British R&B", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1315–16.
  53. (en) H. Bill, The Book Of Beatle Lists (Poole, Dorset: Javelin, 1985), ISBN 0-7137-1521-9, p. 66.
  54. 54,0 ha54,1 (en) British Invasion, Encyclopaedia Britannica. Lennet d'an 13 a viz C'hwevrer 2022
  55. (en) K. Keightley, "Reconsidering rock" in, S. Frith, W. Straw and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, p. 117.
  56. (en) F.W. Hoffmann, "British Invasion" in F.W. Hoffmann and H. Ferstler, eds, Encyclopedia of Recorded Sound, Volume 1 (New York: CRC Press, 2nd edn., 2004), ISBN 0-415-93835-X, p. 132.
  57. (en) Simonelli, David (2013). Working Class Heroes: Rock Music and British Society in the 1960s and 1970s. Lanham, MD: Lexington Books. pp. 96–97. ISBN 978-0-7391-7051-9.
  58. 58,0 ha58,1 (en) R. Shuker, Popular Music: the Key Concepts (Abingdon: Routledge, 2nd edn., 2005), ISBN 0-415-34770-X, p. 140.
  59. (en) E.J. Abbey, Garage Rock and its Roots: Musical Rebels and the Drive for Individuality (Jefferson, NC: McFarland, 2006), ISBN 0-7864-2564-4, pp. 74–76.
  60. 60,0 60,1 60,2 60,3 60,4 60,5 ha60,6 (en) R. Unterberger, "Garage Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1320–21.
  61. (en) N. Campbell, American Youth Cultures (Edinburgh: Edinburgh University Press, 2nd edn., 2004), ISBN 0-7486-1933-X, p. 213.
  62. (en) Otfinoski, Steven. "The Golden Age of Rock Instrumentals". Billboard Books, (1997), p. 36, ISBN 0-8230-7639-3
  63. (en) W.E. Studwell and D.F. Lonergan, The Classic Rock and Roll Reader: Rock Music from its Beginnings to the mid-1970s (Abingdon: Routledge, 1999), ISBN 0-7890-0151-9, p. 213.
  64. (en) J. Austen, TV-a-Go-Go: Rock on TV from American Bandstand to American Idol (Chicago IL: Chicago Review Press, 2005), ISBN 1-55652-572-9, p. 19.
  65. (en) Waksman, Steve (2009). This Ain't the Summer of Love: Conflict and Crossover in Heavy Metal and Punk. Berkeley CA: University of California Press. p. 116. ISBN 978-0-520-25310-0.
  66. (en) F.W. Hoffmann "Garage Rock/Punk", in F.W. Hoffman and H. Ferstler, Encyclopedia of Recorded Sound, Volume 1 (New York: CRC Press, 2nd edn., 2004), ISBN 0-415-93835-X, p. 873.
  67. (en) H.S. Macpherson, Britain and the Americas: Culture, Politics, and History (Oxford: ABC-CLIO, 2005), ISBN 1-85109-431-8, p. 626.
  68. (en) V. Coelho, The Cambridge Companion to the Guitar (Cambridge: Cambridge University Press, 2003), ISBN 0-521-00040-8, p. 104.
  69. 69,0 69,1 69,2 69,3 69,4 ha69,5 (en) R. Uterberger, "Blues Rock", in V. Bogdanov, C. Woodstra, S.T. Erlewine, eds, All Music Guide to the Blues: The Definitive Guide to the Blues (Milwaukee, WI: Backbeat Books, 3rd edn., 2003), ISBN 0-87930-736-6, pp. 701–02.
  70. (en) T. Rawlings, A. Neill, C. Charlesworth and C. White, Then, Now and Rare British Beat 1960–1969 (London: Omnibus Press, 2002), ISBN 0-7119-9094-8, p. 130.
  71. (en) P. Prown, H.P. Newquist and J.F. Eiche, Legends of Rock Guitar: the Essential Reference of Rock's Greatest Guitarists (Milwaukee, WI: Hal Leonard Corporation, 1997), ISBN 0-7935-4042-9, p. 25.
  72. 72,0 72,1 72,2 72,3 ha72,4 (en) R. Unterberger, "Southern Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1332–33.
  73. (en) P. Prown, H.P. Newquist and J.F. Eiche, Legends of Rock Guitar: the Essential Reference of Rock's Greatest Guitarists (Milwaukee, WI: Hal Leonard Corporation, 1997), ISBN 0-7935-4042-9, p. 113.
  74. 74,0 74,1 ha74,2 (en) Mitchell, Gillian (2007). The North American Folk Music Revival: Nation and Identity in the United States and Canada, 1945–1980. Aldershot, England: Ashgate Publishing. p. 95. ISBN 978-0-7546-5756-9.
  75. (en) J.E. Perone, Music of the Counterculture Era American History Through Music (Westwood, CT: Greenwood, 2004), ISBN 0-313-32689-4, p. 37.
  76. 76,0 76,1 76,2 76,3 76,4 76,5 ha76,6 (en) R. Unterberger, "Folk Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1308–09.
  77. (en) Perone, James E. (2009). Mods, Rockers, and the Music of the British Invasion. Westport, CT: Praeger Publishers. p. 128. ISBN 978-0-275-99860-8.
  78. (en) Ritchie Unterberger, « Top 25 Rock Reissues of 2018 », 31 a viz Kerzu 2018. Lennet d'ar 16 a viz C'hwevrer 2022
  79. (en) M. Brocken, The British Folk Revival 1944–2002 (Ashgate, Aldershot, 2003), ISBN 0-7546-3282-2, p. 97.
  80. (en) C. Larkin, The Guinness Encyclopedia of Popular Music (London: Guinness, 1992), ISBN 1-882267-04-4, p. 869.
  81. (en) G.W. Haslam, A.H. Russell and R. Chon, Workin' Man Blues: Country Music in California (Berkeley CA: Heyday Books, 2005), ISBN 0-520-21800-0, p. 201.
  82. (en) K. Keightley, "Reconsidering rock" in, S. Frith, W. Straw, and J. Street, eds, The Cambridge Companion to Pop and Rock (Cambridge: Cambridge University Press, 2001), ISBN 0-521-55660-0, p. 121.
  83. 83,0 ha83,1 (en) M. Hicks, Sixties Rock: Garage, Psychedelic, and Other Satisfactions (Chicago, IL: University of Illinois Press, 2000), ISBN 0-252-06915-3, pp. 59–60.
  84. 84,0 84,1 84,2 84,3 84,4 84,5 ha84,6 (en) R. Unterberger, "Psychedelic Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1322–23.
  85. (en) J.E. Perone, Music of the Counterculture Era American History Through Music (Westwood, CT: Greenwood, 2004), ISBN 0-313-32689-4, p. 24.
  86. (en) DeRogatis, Jim; Kot, Greg (2010). The Beatles vs. The Rolling Stones: Sound Opinions on the Great Rock 'n' Roll Rivalry. Voyageur Press. pp. 70, 75. ISBN 978-1610605137.
  87. (en) Whitburn, Joel (2003). Joel Whitburn's Top Pop Singles 1955-2002. Record Research. p. xxiii. ISBN 9780898201550.
  88. 88,0 88,1 88,2 88,3 88,4 88,5 ha88,6 (en) R. Unterberger, "Progressive Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1330–31.
  89. (en) J.S. Harrington, Sonic Cool: the Life & Death of Rock 'n' Roll (Milwaukee, WI: Hal Leonard Corporation, 2003), ISBN 0-634-02861-8, p. 191.
  90. (en) E. Macan, Rocking the Classics: English Progressive Rock and the Counterculture (Oxford: Oxford University Press, 1997), ISBN 0-19-509887-0, pp. 34–35.
  91. (en) E. Macan, Rocking the Classics: English Progressive Rock and the Counterculture (Oxford: Oxford University Press, 1997), ISBN 0-19-509887-0, p. 64.
  92. (en) E. Macan, Rocking the Classics: English Progressive Rock and the Counterculture (Oxford: Oxford University Press, 1997), ISBN 0-19-509887-0, p. 129.
  93. (en) R. Reising, Speak to Me: The Legacy of Pink Floyd's The Dark Side of the Moon (Aldershot: Ashgate, 2005), ISBN 0-7546-4019-1.
  94. (en) M. Brocken, The British Folk Revival, 1944–2002 (Aldershot: Ashgate, 2003), ISBN 0-7546-3282-2, p. 96.
  95. (en) K. Holm-Hudson, Progressive Rock Reconsidered (London: Taylor & Francis, 2002), ISBN 0-8153-3715-9, p. 9.
  96. (en) N.E. Tawa, Supremely American: Popular Song in the 20th Century: Styles and Singers and What They Said About America (Lanham, MA: Scarecrow Press, 2005), ISBN 0-8108-5295-0, pp. 249–50.
  97. (en) P. Bussy, Kraftwerk: Man, Machine and Music (London: SAF, 3rd end., 2004), ISBN 0-946719-70-5, pp. 15–17.
  98. (en) K. Holm-Hudson, Progressive Rock Reconsidered (London: Taylor & Francis, 2002), ISBN 0-8153-3715-9, p. 92.
  99. (en) Thompson, Graham (2007). American Culture in the 1980s. Edinburgh, UK: Edinburgh University Press. p. 134. ISBN 978-0-7486-1910-8.
  100. (en) T. Udo, "Did Punk kill prog?", Classic Rock Magazine, vol. 97, Gwengolo 2006.
  101. 101,0 101,1 ha101,2 (en) R. Unterberger, "Jazz Rock", in Bogdanov et al., 2002, pp. 1328–30.
  102. (en) I. Carr, D. Fairweather and B. Priestley, The Rough Guide to Jazz (London: Rough Guides, 3rd edn., 2004), ISBN 1-84353-256-5, p. iii.
  103. 103,0 ha103,1 (en) Jazz Rock Music genre overview, AllMusic. Lennet d'an 20 a viz C'hwevrer 2022
  104. (en) Auslander, Philip (2008). Liveness: Performance in a Mediatized Culture (2nd ed.). Abingdon, England: Routledge. p. 83. ISBN 978-0-415-77353-9.
  105. 105,0 ha105,1 (en) K. Wolff and O. Duane, Country Music: The Rough Guide (London: Rough Guides, 2000), ISBN 1-85828-534-8, p. 392.
  106. (en) R. Unterberger, "The Band", and S.T. Erlewine, "Creedence Clearwater Revival", in Bogdanov et al., 2002, pp. 61–62, 265–66.
  107. (en) Hoskyns, Barney (2007). Hotel California: The True-Life Adventures of Crosby, Stills, Nash, Young, Mitchell, Taylor, Browne, Ronstadt, Geffen, the Eagles, and Their Many Friends. Hoboken, NJ: John Wiley & Sons. pp. 87–90. ISBN 978-0-470-12777-3.
  108. (en) Christgau, Robert (18 June 1970). "Consumer Guide (11)". The Village Voice. Retrieved 18 February 2020 – via robertchristgau.com.
  109. 109,0 109,1 109,2 ha109,3 (en) R. Unterberger, "Country Rock", in Bogdanov et al., 2002, p. 1327.
  110. (en) B. Hinton, "The Nitty Gritty Dirt Band", in P. Buckley, ed., Rock: The Rough Guide (London: Rough Guides, 1st edn., 1996), ISBN 1-85828-201-2, pp. 612–13.
  111. (en) N.E. Tawa, Supremely American: Popular Song in the 20th Century: Styles and Singers and What They Said About America (Lanham, MA: Scarecrow Press, 2005), ISBN 0-8108-5295-0, p. 227–28.