Blowin' in the Wind

Eus Wikipedia
Bob Dylan ha Joan Baez o deus bet kanet Blowin' in the Wind meur a wech e sonadegoù.

Blowin' in the Wind zo ur ganaouenn saoznek savet e miz Ebrel 1962 gant Robert Zimmermann, anv gwirion Bob Dylan, enrollet e Gouhere, hag embannet e 1963 en e albom The Freewheelin' Bob Dylan. Teir sizhunvezh diwezhatoc'h e voe enrollet gant Peter, Paul and Mary, hag an enrolladur-se eo a reas ar muiañ a verzh kenwerzhel.

Patrom ar ganaouenn eneberez eo, kan ur remziad e voe, ma teuas an oberour, en e 20 vloaz, da vezañ evel mouezh an emsav evit ar gwirioù keodedel e SUA.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un davarn, The Commons, anvet diwezhatoc'h Fat Black Pussycat, ur pardaez a viz Ebrel 1962, e voe savet ar werz. Goude ur gaozeadenn bolitikel e skoas Dylan ar gerioù war ar paper, daou goubled hag un diskan, hag un toullad notennoù sonerezh. Hag eñ neuze d'ar Gerde's Folk City, ma kane Gil Turner hag an New World Singer. En ehan, e-kreiz an abadenn, e teuas Turner da gorn an arzourien, ha Dylan da ganañ e werz dezhañ. Plijet bras Turner, ma c'houlennas deskiñ anezhi. Ha da zistreiñ war al leurenn ma embannas : « Itronezed hag Aotrounez, setu ur ganaouenn hag a garfen kanañ deoc'h, savet gant unan eus hon gwellaén sonaozourien. N'eo ket peursec'h al liv war ar paper, ha setu penaos eo. » Goude kanet gant Turner, ar selaouerien da sevel, ha da stlakal o daouarn. Goude-se e voe savet ur c'houbled all, laket er c'hreiz.

Embannet e voe ar skrid e Mae 1962, e Broadside, kelaouenn savet gant Pete Seeger.

Diwar-benn Blowin' in the Wind e lavaras Dylan d'al Los Angeles Times : « Skrivet eo bet en ur ober 10 munut, deuet ar gerioù din evel re ur c'han relijiel […]. E doare ar folk. Kemer a rez pezh zo bet roet dit ». gallout a rafe an oberour bezañ bet levezonet un tamm bennak gant emvuhezskrid Woody Guthrie, Bound for Glory : en un arroud eus al levr e ra Guthrie anv eus kazetennoù New York City o c'hwezhañ en avelioù ar straedoù ha banelloù. Anaout mat a rae Dylan skridoù Guthrie, ha n'eo ket e ganaouennoù hepken.

Awenet gant un ton kanet gant sklaved, aes ha didro, ne voe ket pell ar werz evit bezañ kanet gant ar studierien war leton ar skolioù-meur.

Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peter, Paul and Mary e Washington, D.C. e 1963.

Kantadoù a ganerion er bed a-bezh o deus kanet ar ganaouenn e saozneg, hag o embannet o doare anezhi :

Kanaouennoù saoznek all zo bet awenet ganti, evel Alma Ater gant Chad Mitchell Trio, pe Dogs of Alabama gant Tom Paxton.

Jazz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Eost 1966 e voe enrollet an albom Blowing in the Wind gant Lou Donaldson (1926-), Blowin' in the Wind e-touez ar seizh sonenn dibabet gant ar soner saksell jazz stadunanat hag embannet gant Cadet Records e 1967.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a rafe ton Blowin' in the Wind eus hini un Negro spiritual kozh, No More Auction Block, ur c'han sklaved repuet e Kanada goude ma voe lakaet berz war ar sklavouriezh gant ar Saozon e 1833. Anzav kement-se a reas Dylan e 1978 pa zisklêrias d'ar c'helaouenner Marc Rowland : 'Blowin' in the Wind has always been a spiritual. I took it off a song called No More Auction Block — that's a spiritual and Blowin' in the Wind follows the same feeling.'

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù all zo e meur a yezh: alamaneg, galleg, italianeg, katalaneg, spagnoleg.

En alamaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Die Antwort Weiss Ganz Allein der Wind zo bet kanet

Komzoù all zo gant Gerd Köster[4]

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri doare gallek zo bet savet :

En italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh bras a reas ar ganaouenn en Italia ha meur a zoare italianek zo :

E katalaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Escolta-ho en el vent", gant Gerard Quintana & Jordi Batiste[13]
  • doare all gant ur c'haner dizanv[14]

E portugaleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo ivez

  • La respuesta está en el viento, gant ar ganerez vec'hikan Vianey Valdez[16]
  • Soplando en el viento gant ar c'haner arc'hantinat Daniel Daher[17] en e albom Tributo a mis antojos.

E svedeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]