Manchester

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Manchester
Arms of the City of Manchester.svg Kêr Manchester e Bro-Saoz
Riez Rouantelezh Unanet
Broad Bro-Saoz
Maer (Mayor)
Amzer gefridi
Alison Firth
2008-
Gorread 115.65 km²
Hed 2°15' W
Led 53°29' N
Poblañs hep kontoù doubl 441,200 (2004)
Stankter 3,815/km²

Ur gêr ha distrig eus Bro-Saoz, anezhi ul lodenn eus kontelezh lidel Manchester Veur, eo Manchester. Ouzhpenn Manchester hec'h-unan ez eus en distrig ur barrez keodedel : Ringway

Ur perzh pouezus he doa bet e-pad ar Reverzhi c'hreantel. Hiziv eo ur greizenn sevenadurel ha genwerzhel ha, hervez reoù 'zo eil keoded ar vro. Ur boblañs a 437,000 annezad he deus kêr Manchester hec'h-unan.

Anv. Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • I.A. 4687 (Iter II) ː MAMUCIO
  • I.A. 4822 (Iter X) ː MAMCUNIO / MANCUNIO
  • Ravenna 10658 ː MANTIO / MAUTIO / MANCIO

-----------

Talvoudegezh ː diwar *mammula, evit kaozeal diouzh ur run heñvel diouzh ur vronn. [1]

-----------

Mamucium da vare ar Romaned

Dont a ra an anv eus an anv latin Mamucium, pe Mancunium, anv ar c'hreñvlec'h roman a oa war an duchenn m'emañ an iliz-veur, hag a dlefe dont eus un anv keltiek. Lod a wel ur wrizienn "mamm", a vije anv un doueez, marteze hini ar stêr Medlock e-harz an duchenn. Lod all a gompren mamm evel bronn, diwar ar gouezeleg, a vije un anv graet eus an duchenn abalamour d'he stumm (evel ma tostaer bre ha bronn e brezhoneg). Manceinion eo an anv kembraek, diwar Mancunium.

Mancunians eo anv annezidi Manchester e saozneg.

Arkeologouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.