Seizhvet albom ar Beatles eo Revolver, embannet d'ar 5 a viz Eost1966 er Rouantelezh-Unanet. An albom diwezhañ savet a-raok paouez gant an troiadoù an hini eo ha merkañ a ra ur bazenn ouzhpenn en implij teknikoù ar studio a lakaio ar c'hanaouennoù embannet dibosupl da ganañ war-eeun gant pevar soner hepken. Mont a ra pelloc'h e koñseptoù degaset gant Rubber Soul ha gwelet eo evel unan eus albomoù gwellañ ha nevezusañ er sonerezh pop.
E Breizh-Veur e tremen Revolver seizh sizhun e penn ar rolloù, ha merket eo gant burutelladennoù damantus, goude ma'z eo nec'het lod eus ar gazetennerien gant kudennoù an amzer bet kaoz anezho er c'hanaouennoù. Sikouret gant an adembannadur e CD eo gwelet gant lod evel gwellañ albom ar strollad.
Alf Bicknell – efedoù son ha mouezh war "Yellow Submarine"
Tony Gilbert, Sidney Sax, John Sharpe, Jurgen Hess – violoñsoù; Stephen Shingles, John Underwood – altoioù; Derek Simpson, Norman Jones – gouerrebedoù: eizhad kerdin war "Eleanor Rigby", sonaozet ha koñduet gant George Martin (gant Paul McCartney)