Pete Best

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pete Best e 2005

Pete Best, bet ganet Randolph Peter Scanland d'ar 24 a viz Du 1941 e Chennai (Indez Breizh-Veur d'an ampoent), a zo ur soner taboulin breizhveuriat.

Brudet-kenañ eo evit bezañ sonet gant ar strollad The Beatles e-pad daou vloavezh (adalek miz Eost 1960 betek miz Eost 1962).

Mab eo da Vona Best, bet savet ganti The Casbah Coffee Club (e Liverpool) e-lec'h ma teue The Quarrymen (anv kent The Beatles) da seniñ gwech an amzer. Daoust da bPete Best kaout e strollad e-unan (ar Black Jacks an anv anezhañ) e veze degemeret da seniñ gant The Beatles kel lies ha ma veze ezhomm. Ken ma voe kinniget dezhañ mont da Hamburg gante, d'an 12 a viz Eost 1960. Kentañ tabouliner da badout e oa bet betek ar 16 a viz Eost 1962, an deiziad ma voe erlec'hiet gant Ringo Starr da vat, dres d'ar c'houlz ma kreske muioc'h-mui brud The Beatles, siwazh dezhañ.