Let It Be... Naked
Let It Be... Naked | |
Albom gant The Beatles | |
Golo | |
Bro | ![]() |
---|---|
Embannadur | 17 a viz Du 2003 |
Enrolladur | C'hwevrer 1968 - Genver 1969 - Genver hag Ebrel 1970 Studioioù Abbey Road, Apple Corps, Londrez |
Pad | 35:00 |
Produer | Paul Hicks, Guy Massey, Allan Rouse |
Label | Apple Records |
kemmañ ![]() |
Let It Be... Naked, embannet d'ar 17 a viz Du 2003 zo ur stumm advesket eus an albom Let It Be embannet e 1970. Lañset e oa bet ar raktres gant Paul McCartney a soñje dezhañ ne oa ket bet doujet gant ar produer Phil Spector d'ar raktres Get Back a oa distreiñ d'ur sonerezh eeunoc'h, hep ober ardoù ha lakaat re a draoù ouzhpenn, tostoc'h d'un albom enrollet war-eeun. Advesket eo bet kanaouennoù Let it Be, tennet an divizoù bet laosket er penn-kentañ hag e fin ar c'hanaouennoù ha tennet ar braz eus klinkladurioù Spector. Tennet e oa bet div ganaouenn, "Dig It" ha "Maggie Mae" – ha lakaet en o lec'h "Don't Let Me Down" a oa bet embannet evel tu-B ar single Get Back.
Asant George Harrison en doa bet ar raktres a-raok e varv, met n'o deus ket rannet ar Beatles all santimant McCartney diwar-benn frouezh labour Spector. Meulet e oa bet gant Lennon, a gave dezhañ e oa bet roet dezhañ "pistennoù-kaoc'h" troet gantañ en un dra bennak a c'helled "selaou hep rechetiñ". Harrison ha Starr o doa bet an digarez da embann e oant plijet gant labour Spector ivez.
Listenn ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eus merket un anv all.
- Get Back – 2:24
- Dig a Pony – 3:38
- For You Blue – 2:27 – George Harrison
- The Long and Winding Road – 3:34
- Two of Us – 3:20
- I've Got a Feeling – 3:30
- One After 909 – 2:44
- Don't Let Me Down – 3:18
- I Me Mine – 2:21 – George Harrison
- Across the Universe – 3:38
- Let It Be – 3:55
Fichenn-broduiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- The Beatles
- John Lennon : gitar tredan, gitar akoustik, c'hwitellat, kan
- Paul McCartney : gitar boud, gitar akoustik, piano akoustik ha tredan, orglez Hammond, taboulinoù, kan
- George Harrison : gitar tredan, gitar akoustik, gitar-boud, tambura, kan
- Ringo Starr : toumperezh, timbaloù, benveg-tosiñ.
- Sonerien ouzhpenn
- George Martin : produiñ, meskañ, orglez Hammond, sonaozañ kerdin ha kouevr.
- Billy Preston : piano tredan, orglez Hammond
- Richard Anthony Hewson : sonaozañ kerdin ha kouevr.
- John Barham : sonaozañ laz-kanañ
- Linda McCartney : mouezh
- Produiñ
- Paul Hicks : kenbroduer, meskañ
- Guy Massey : kenbroduer, meskañ
- Allan Rouse : kenbroduer, meskañ
- Steve Rooke : masteriñ
- Glyn Johns : ijinour-son, meskañ
- Alan Parsons : skoazeller ijinour
- George Martin : produer, meskaj orin (hep bezañ lakaet war e gont)
|