George Harrison

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
George Harrison, luc'hskeudennet
e miz Kerzu 1974 en Ti Gwenn.

George Harrison, deuet er bed d'ar 25 a viz C'hwevrer 1943 e Liverpool (Bro-Saoz) ha tremenet d'an 29 a viz Du 2001 e Los Angeles (Kalifornia) (Stadoù-Unanet Amerika), a oa ur gitarour saoz.

Goude bezañ kejet gant John Lennon ha Paul McCartney d'ar 6 a viz C'hwevrer 1958 e voe pedet gante da seniñ e-barzh o strollad The Quarrymen. Ar strollad a voe kemmet an anv anezhañ meur a wech — "Beatals", "Silver Beetles" ha "Silver Beats" — kent dont da vezañ The Beatles e miz Eost 1960 da vat. Diwar neuze ez eas da c'hitarour solo ha kemer a reas perzh en avantur dibar ar "Fab Four" a grogas d'ar 5 a viz Genver 1962 pa voe embannet ar bladenn My Bonnie[1].

Kaner-sonaozer gant The Beatles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estroc'h evit ur soner ampart e voe Harrison dre ma sonaozas un nebeud oberennoù a-hed e vicher gant The Beatles, evitañ da vezañ bevet e skeud Lennon ha McCartney :

miz Eost : I Need You, You Like Me Too Much (en albom Help!),
miz Du : If I Needed Someone, Think for Yourself (en albom Rubber Soul).
miz Mezheven : Within You Without You (en albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band),
miz Du : Blue Jay Way (en albom Magical Mystery Tour).
miz Meurzh : The Inner Light,
miz Du : Long, Long, Long, Piggies, Savoy Truffle, While my Guitar Gently Weeps (en albom The Beatles).
miz Genver : It's All Too Much, Only a Northern Song (en albom Yellow Submarine),
miz Mae : Old Brown Shoe,
miz Gwengolo : Here comes the Sun, Something (en albom Abbey Road).

Ha kanet an holl anezhe gantañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008 pajennoù 427-441.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Enrollet gant Tony Sheridan and The Beat Brothers (anv The Beatles d'an ampoent).