Traveling Wilburys

Eus Wikipedia
Traveling Wilburys
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1988 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1990 Kemmañ
PladennrolladurTraveling Wilburys discography Kemmañ
StadStadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezSanta Monica Kemmañ
Tachennsonerezh rock, roots rock, heartland rock, country rock, Folk-rock Kemmañ
Label sonerezhWarner Bros. Records, Rhino, Concord Records Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetGrammy Award for Best Rock Performance by a Duo or Group with Vocal Kemmañ
Bet kinniget evitGrammy Award for Best Rock Performance by a Duo or Group with Vocal, MTV Video Music Award for Best Group, Juno Award for International Album of the Year, Grammy Award for Album of the Year Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Traveling Wilburys members Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.travelingwilburys.com, http://www.thewilburys.com/ Kemmañ

Traveling Wilburys (pe Wilburys) a oa ur strollad sonerien rock 'n' roll ha folk rock krouet en nevezamzer 1988.

Kroget e oa an istor goude m'en devoa graet berzh bras Cloud Nine, an albom kembroduet gant George Harrison ha Jeff Lynne[1] e miz Du 1987. Dibabet e oa bet lakaat ur ganaouenn diembann war du B ar bladennig a dlee dougen This Is Love (unan eus sonennoù an albom Cloud Nine) war he zu A. Ha Bob Dylan, Jeff Lynne ha Tom Petty da zont da reiñ skoazell d'an daouad George Harrison-Roy Orbison da enrollañ Handle with Care eta. Ken plijus e voe an aergelc'h er studio-enrollañ ma voe graet o mennozh gant an holl izili sevel un albom klok : The Traveling Wilburys Vol. 1[2] (embannet e miz Here 1988).

Dont a rafe anv ar strollad eus ar frazenn "We'll bury 'em in the mix" a veze implijet ingal gant Harrison o kaozeal diwar-benn traoù c'hoarvezet a-dreuz e-pad an enrolladennoù. Goude bezañ darbet mont gant "The Trembling Wilburys", kinniget gantañ, e voe dibabet kinnig Lynne — The Traveling Wilburys — a-barzh fin ar gont. Mignoned vras er vuhez e tivizjont kemer anvioù-leurenn evel pa vijent hantervreudeur, "Charles Truscott Wilbury, Sr" anv o zad sañset :

Berzh a reas ar bladenn en abeg da personelezh dibar ar pemp soner a-stroll. Ken e voe embannet un nebeud pladennoùigoù — Heading for the Light, Handle With Care, End Of The Line, Inside Out — tennet an holl anezhe eus an albom. Hag en desped da marv Orbison, diskaret gant un arsav kalon d'ar 6 a viz Kerzu 1988, e tivizas ar peurrest eus ar strollad sevel un albom all, Traveling Wilburys Vol. 3 an titl anezhañ. Ouzh golo ar bladenn, deuet e-maez d'ar 4 a viz Du 1990, e voe dispaket anvioù-leurenn disheñvel evit diskouez splann e vanke ur mignon dezhe : "Boo Wilbury" (Dylan), "Spike Wilbury" (Harrison), "Clayton Wilbury" (Lynne) ha "Muddy Wilbury" (Petty)[3].
E-pad filmig ar ganaouenn End of the Line e c'haller gwelet gitar Orbison o vrañsigellat en ur gador luskellat... Ne reas ket kement a verzh an eil oberenn-se : echu e oa an istor ha ne voe embannet pladenn all ebet[4], panevet ar c'houfrig The Traveling Wilburys Collection (deuet e-maez e miz Mezheven 2007).

The Traveling Wilburys Vol. 1 : listenn ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet e voe an dek kanaouenn amañ dindan, en ur ober dek devezh e miz Mae 1988, e ti Dave Stewart[5] :

Tu A
  1. Handle with Care – 3:20
  2. Dirty World – 3:30
  3. Rattled – 3:00
  4. Last Night – 3:48
  5. Not Alone Any More – 3:24
Tu B
  1. Congratulations – 3:30
  2. Heading for the Light – 3:37
  3. Margarita – 3:15
  4. Tweeter and the Monkey Man – 5:30
  5. End of the Line – 3:30.

The Traveling Wilburys Vol. 3 : listenn ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet e voe e-pad mizioù Ebrel ha Mae 1990.

  1. She's My Baby – 3:15
  2. Inside Out – 3:35
  3. If You Belonged to Me – 3:13
  4. The Devil's Been Busy – 3:18
  5. 7 Deadly Sins – 3:17
  6. Poor House – 3:16
  7. Where Were You Last Night? – 3:03
  8. Cool Dry Place - 3:37
  9. New Blue Moon - 3:20
  10. You Took My Breath Away - 3:18
  11. Wilbury Twist - 2:58.

Ouzhpennet e voe div ganaouenn all — Nobody's Child ha Runaway — er c'houfrig The Traveling Wilburys Collection.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Plassat, The Beatles discomania, JBz & Cie (Hugo et Compagnie), miz Gwengolo 2011, pajennoù 92 ha 101.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bet gitarour er strollad Electric Light Orchestra betek 1986.
  2. Pedet e voe Ray Cooper (1942-), Jim Horn (1940-), Jim Keltner (1942-) hag Ian Wallace (1946-2007) da seniñ gante ivez.
  3. Pedet e voe Ray Cooper, Jim Horn, Eric Idle (1943-), Jim Keltner ha Gary Moore (1952-2011) da seniñ gante ivez.
  4. Degas a reas ar strollad e skodenn e miz Gouere 1990 da-geñver Nobody's Child: Romanian Angel Appeal koulskoude.
  5. Ezel eus an daouad Eurythmics, a-gevret gant Annie Lennox.