Rock 'n' roll

Eus Wikipedia
Kentpatrom ar Fender Esquire, 1949
Ur Fender Stratocaster, arouez ar rock 'n' roll
Ur Gibson Les Paul, an arouez all

Ar rock 'n roll (svrivet rock and roll ha rock & roll ivez, "brañsellat ha ruilhal") zo un doare sonerezh a zo bet ganet e Stadoù-Unanet Amerika war-lerc'h an Eil brezel-bed, e deroù ar bloavezhioù 1950, goude ijinadenn ar gitar tredan. Dont a ra ar bomm rock 'n' roll eus luc'haj ar sonerien blues a rae an anv-se eus an darempredoù revel.

E deroù al luskad rock 'n' roll e veze savet tonioù diwar re ar blues sonet buanoc'h, evel ar ganaouenn That's All Right, Mama gant Arthur Crudup (1905-1974), pa voe kanet gant Elvis Presley (1935-1977). Abred avat e voe azasaet tonioù country music kanet buan, evel Jambalaya Hank Williams (1923-1953) hag a voe adkemeret gant Jerry Lee Lewis (1935-2022), pe Rock Around the Clock Bill Haley (1925-1981), a zo savet war ton Move It All Over Hank Williams.

E-keit-se e klaske ar yaouankizoù du ur sonerezh laouenoc'h eget ar blues, hag unan o lakafe da zañsal.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gitaroù tredan

Ne vefe ket bet eus ar rock 'n' roll hep ijinadenn ar gitar tredan.

Ken abred ha 1911, da heul ijinadenn an amplaer elektronek, e voe breouet ur paker tredanwarellek evit ar piano ha forzh pe venveg-seniñ gant kerdin metalek. Gitaroù klev amplaet dre an ardivink-se a voe fardet gant ar soner hag ijinour Lloyd Loar (1886-1943) evit Gibson Guitar Corporation kent 1924[1]. E 1928 e voe lakaet ur gitar klev amplaet war ar marc'had gant an embregerezh Stromberg-Voisinet e Chicago[2]. E 1935 e voe breouet gant L. Loar ur paker tredanwerellek nevez, heñvel ouzh ar re a zo bremañ, "evit binvioù-seniñ dre gerdin evel ar gitar, ar vandolinenn, ar violin hag all"[3].

Adalek ar bloavezhioù 1930 ivez e voe lakaet gitaroù tredan hep kef-dasson (solid body) war ar marc'had gant an embregerezhioù Audiovox ha Rickenbacker[4]. Clarence Leonidas "Leo" Fender (1909-1991) ha Clayton Orr "Doc" Kaufmann (1901-1990) a lakaas er c'henwerzh o gitar tredan kentañ e 1950, ar Fender Esquire Solid-Body, a roas lañs d'ar rock 'n' roll er Stadoù-Unanet hag er bed a-bezh d'o heul[5].

Er Stadoù-Unanet

Kempred gant donedigezh ar gitar Fender war ar marc'had e voe al lazoù rock 'n' roll kentañ er Stadoù-Unanet. Ganto e voe kendeuzet ar blues, ar c'hountry hag ar jazz kent krouiñ nouspet is-rummad sonerezh rock a-hed dekvloaziadoù. An teir mammenn-se o-unan zo deveret diouzh meur a zoare sonerezh, en o zouez an tonioù hengounel deuet eus Afrika, Europa ha Suamerika, ha tonioù ar sonerezh klasel. Enbroidi deuet eus ar bed a-bezh en em stalias er Stadoù-Unanet en ur zegas o sonerezhioù hag o binvioù-seniñ. An holl levezonoù sevenadurel-se a lakaas ar Stadoù-Unanet da sturierien ar sonerezh-pobl betek bremañ.

Evit d'ar rock 'n' roll bezañ bet ganet er Stadoù-Unanet ne c'heller ket lavarout ez eo ur sonerezh rannvroel, pa ne c'heller ket kavout e orin e nep takad ; gant ar skingomz ez eo bet ganet e gwirionez, da gentañ dre abadennoù an disc-jockey a orin rus-ha-kembreat Albert James "Alan" Freed (1921-1965) a skignas rhythm and blues ha « rock 'n' roll » — gantañ e voe dibabet an anv — adalek Cleveland (Ohio) a-hed ar bloavezhioù 1950.

Stag c'hoazh ouzh doare swing[6] ar sonerezh jazz sonet gant Benny Goodman (The King of Swing, 1909-1986) e oa al lazoù rock 'n' roll kentañ.

Elvis Presley e voe ar c'hentañ kaner rock 'n' roll o c'hounez brud er bed a-bezh, petra bennak ma voe berzet e abadennoù skinwel kentañ ; stek e soner gitar tredan, Scotty Moore (1931-2016), a levezonas ar rummadoù sonerien a voe war e lerc'h. Pouezus-tre ivez e voe ar gitarour Chuck Berry (1926-2017) : diwar stek T-Bone Walker (1910-1975), ar c'hentañ gitarour o seniñ blues gant ur benveg tredan, ec'h ijinas Chuck Berry digoroù ha luskoù diazez tonioù ar rock 'n' roll.

E Breizh-Veur

Goude lañs ar rock 'n' roll stadunanat er bloavezhioù 1950 e voe tro hini Breizh-Veur da ren war ar bed er bloavezhioù 1960 ; ar British Invasion a reer eus ar mare a zo bet adalek The Beatles (1960-1970) betek Led Zeppelin (1968-1980). The Beatles e voe ar c'hentañ laz estren d'ar Stadoù-Unanet o levezoniñ sevenadur SUA, pa gasjont da get kement aspadenn eus ar blues, ar c'hountry hag ar jazz dre zegas un doare son nevez.

En hevelep mare avat e voe ul luskad all hengouneloc'h, ar British Blues Boom, a grouas ar blues saoz diwar sonerezh Howlin' Wolf (1910-1976), Muddy Waters (1913-1983), B.B. King (1925-2015), Bo Diddley (1928-2008), Freddy King (1934-1976) ha Buddy Guy (bet ganet e 1936). E penn al luskad-se e voe Eric Clapton (bet ganet e 1945) ; goude endevout sonet gant John Mayall (bet ganet e 1933) hag al lazoù The Yardbirds, Cream, Blind Faith ha Derek & the Dominos e renas e respet dezhañ e-unan betek hiziv an deiz hag e troas da unan eus gitarourien bennañ ar blues hag ar rock 'n' roll. Ur gitarour hepken a voe par dezhañ e Londrez, ha stadunanat e oa : Jimi Hendrix (1942-1970), a voe ken kreñv all e levezon war ar rock 'n' roll koulz dre e stek hag e donioù.

Ne baouezas ket The Beatles a zegas kemmadennoù er roc'k 'n' roll a-hed ar bloavezhioù 1960 ; o albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (1967) a levezonas ar marc'hed betek dibenn ar bloavezhioù 1980. Diwar an albom-se e voe ganet al luskad progressive rock dre al lazoù Pink Floyd e 1965, Genesis e 1967 ha Yes e 1968.

D'ar mare-se ivez e teuas war wel daou laz eus ar re bouezusañ en Istor ar rock 'n' roll : Led Zeppelin ha Black Sabbath, o-daou e 1968. Gant ar gitarour Jimmy Page (bet ganet e 1944) e voe krouet Led Zeppelin goude bezañ bet soner e studioioù ha bet lakaet da unan eus gwellañ sonerien gitar tredan a-viskoazh ; brudet e voe Led Zeppelin evit degas livioù nevez war ar blues ha reiñ lañs d'al luskad hard rock, tra ma voe krouet al luskad heavy metal gant Black Sabbath.

35 vloaz KLT ! (The Rock Station)
Bloavezhioù 1970

Goude an darvoudoù sevenadurel ha politikel a c'hoarvezas e dibenn ar bloavezhioù 1960 (Summer of Love e San Francisco e 1967, trubuilhoù en Europa e 1968) e voe mantret un darn vras eus yaouankizoù ar bed : marvet e oa al luskad hippie, marvet ivez e oa Jimi Hendrix, Brian Jones (1942-1969, penn The Rolling Stones), Janis Joplin (1943-1970) ha Jim Morrison (1943-1971, The Doors) — an holl da 27 vloaz, ha ne oa bet dispac'h ebet. Ar rock 'n' roll avat a gendalc'has gant e hent, hag e dibenn an dekvloaziad e oa meur a luskad ennañ : progressive rock (The Beatles, The Beach Boys), hard rock (The Rolling Stones, The Who), heavy metal (Led Zeppelin, Black Sabbath, Deep Purple), blues rock (The Doors, Janis Joplin), country rock (Buffalo Springfield, The Byrds), southern rock (Lynyrd Skynyrd, ZZ Top) hag all, hag all, hep na glaskfe laz pe laz krouiñ un doare nevez ; ne raent nemet seniñ ar pezh a blije dezho tra ma veze peget liketennoù ouzh o c'hein gant ar c'hazetennerezh arbennik.

E dibenn an dekvloaziad e tiforc'has rock 'n' roll Breizh-Veur diouzh hini ar Stadoù-Unanet. Beuzet e voe Breizh-Veur el luskadoù punk rock (Sex Pistols, The Clash) ha new vave (Duran Duran, Spandau Ballet) tra ma chome ar Stadoù-Unanet feal da "ene" ar rock 'n' roll (Van Halen).

Blovezhioù 1980

Eus ar Rouantelezh-Unanet avat e teuas nevezadur al luskad hard rock er bloavezhioù 1980, a-drugarez d'al lazoù Iron Maiden, Judas Priest ha Motörhead ; buan e voent heuliet er Stadoù-Unanet gant Metallica, Slayer, Megadeath hag Anthrax, a droas nebeut-ha-nebeut an hard rock d'an trash metal. E dibenn an dekvloaziad e voe ganet an alternative rock en daou du eus ar Meurvor Atlantel, dre un distro d'ar pezh a veze anvet pop music er bloavezhioù 1960 : sonerezh eeun a c'heller seniñ aes ha tonioù a chom en eñvor an dud, evel re R.E.M. (SUA) ha The Cure (Bro-Saoz).

Bloavezhioù 1990

Un doare son nevez a voe er Stadoù-Unanet da heul an alternative rock : al luskad grunge (anvet post-punk ivez), gant e stek eeun, hep gitarourien dreistdonezonet o soloioù hirbadus ; Nirvana e oa al laz grunge pennañ. Buan e voe ur respont e Breizh-Veur, gant Britpop al lazoù Blur, Oasis ha Pulp.

Diwezhatoc'h

Bepred e kendalc'h ar rock 'n' roll da emdreiñ, daoust d'e steredenn bezañ bet dilufret un tamm mat, hogen kement ha skourroù hag is-skourroù zo ennañ ma'z eo aet an anv « rock 'n' roll » da re zispis. Classic rock a reer bremañ eus ar sonerezh a voe enrollet er bloavezhioù 1960 ha 1970, met anavezet mat eo c'hoazh gant yaouankizoù an XXIvet kantved — ar pezh a zo reizh, pa oar an holl dud pe dost ez eus c'hoazh eus sonerezh Johann Sebastian Bach ha Wolfgang Amadeus Mozart.

Bremañ

Biskoazh n'eus bet un doare sonerezh par d'ar rock 'n' roll a-fet ijinusted hag an niver a vailhed, evit daou abeg : kalz lazoù a oa da "oadvezh aour" ar rock 'n' roll, neuze re oa ret d'ar sonerien bezañ er vegenn evit padout ; al lazoù a groue o sonerezh hag an tier-embann a rae war-dro brudañ al lazoù. Kensonadegoù a veze e pep lec'h, diezhomm e oa ar skinwel evit ma teufe mailhed nevez war-c'horre.

Aesoc'h eo kompren an anadenn-se pa selaouer penaos ez eo bet savet ha sonet pevare albom Led Zeppelin (1971), Sabbath Bloody Sabbath gant Black Sabbath (1973) ha The Dark Side of the Moon gant Pink Floyd (1973) a-douez degadoù a bennoberennoù. Biken ken moarvat ne vo kavet o far, rak kemmet eo bet an amzer (kenwerzheloc'h a-galz eo hiziv) hag ar sonerezh (ken mat e vo, hogen disheñvel).

Doareoù rock 'n' roll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ul listenn diglok eus an anvioù a zo bet roet da skourroù niverus ar rock 'n' roll. Diglok eo, evel-just : n'eus nemet 95 anezho amañ, hag emañ ar rod o treiñ c'hoazh.

  • Acid rock
  • Alternative metal
  • Alternative rock
  • Art punk
  • Art rock
  • Avant-punk
  • Beatdown hardcore
  • Blues rock
  • Boogie rock
  • California sound
  • Christian rock
  • College rock
  • Country rock
  • Crossover thrash
  • Dance-rock
  • Death metal
  • Death rock
  • Electronic rock
  • Emo
  • Emo pop
  • Emo revival
  • Experimental rock
  • Funk rock
  • Garage rock
  • Groove metal
  • Grunge
  • Hard rock
  • Hardcore punk
  • Heartland rock
  • Heavy metal
  • Horror punk
  • Industrial rock
  • Instrumental rock
  • Jangle pop
  • Jersey Shore sound
  • Mathcore
  • Neo-psychedelia
  • New wave
  • New Weird America
  • New York hardcore
  • No wave
  • Noise pop
  • Noise rock
  • Nu gaze
  • Nu metal
  • Occult rock
  • Outlaw country
  • Paisley Underground
  • Pop rock
  • Pop-punk
  • Pornogrind
  • Post-grunge
  • Post-hardcore
  • Post-metal
  • Post-rock
  • Power pop
  • Powerviolence
  • Progressive metal
  • Progressive metalcore
  • Progressive rock
  • Proto-punk
  • Psychedelic folk
  • Psychedelic pop
  • Psychedelic rock
  • Psychobilly
  • Punk rap
  • Punk rock
  • Rap metal
  • Rap rock
  • Red dirt
  • Reggae rock
  • Riot grrrl
  • Rock and roll
  • Rockabilly
  • Roots rock
  • Sadcore
  • San Francisco sound
  • Screamo
  • Shock rock
  • Skate punk
  • Sludge metal
  • Soft rock
  • Southern rock
  • Stoner rock
  • Straight edge
  • Sunshine pop
  • Surf music
  • Swamp rock
  • Thrash metal
  • Thrashcore
  • Tropical rock
  • Tulsa sound
  • Wizard rock
  • Yacht rock
  • Youth crew

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Duchossoir, André, Ginson Electrics, Mediapress, 1981 (ISBN 978-2-903648-00-8)
  2. (en) Stromberg Electro
  3. (en) U.S. Patent 2020557A, 12/11/1935
  4. (en) Audiovox Electric Guitars
  5. (fr) Kelly, Martin & al., Fender – L'Âge d'Or 1946-1970, Gründ, 2010 (ISBN 978-2-7000-2935-2)
  6. En un ton 4/4 e lakaer an eil hag ar pevare pred da greñv (ta-TA-ta-TA), padal e vezont gwan e sonerezh broioù ar C'hornôg (TA-ta-TA-ta).