Wolfgang Amadeus Mozart

Eus Wikipedia
"Mozart Bologna"

Wolfgang Amadeus Mozart (distagadur alamanek: [ˈvɔlfɡaŋ amaˈdeus ˈmoːtsaʁt]), Johannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart eus e anv badez, (27 a viz Genver 1756 e Salzbourg - 5 a viz Kerzu 1791 e Vienna), a oa ur muzikour hag ur sonaozour. Barnet e vez evel unan eus ar vuzikourien wellañ eus ar marevezh klasel. Marvet eo bet en oad a 35 vloaz. Laosket en deus un oberenn vras ha liesseurt. Ur soner dreist-ampart e oa er piano hag er violoñs.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wolfgang Amadeus Mozart a voe ganet d'ar 27 a viz Genver 1756. An tad a oa Leopold Mozart (1719–1787) hag ar vamm Anna Maria, ganet Pertl (1720–1778), en 9 Getreidegasse e Salzbourg.

Kavadenn e Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pajennad sonerezh Mozart kavet e Naoned.

Kavet e oa bet e Naoned e 2006 ur bajennad sonerezh skrivet gant Mozart, a zo bet anavezet e 2007 gant un arbennigour aostrian. E 2008 e oa kroget kazetennoù ar vro, ha re Bariz, d'ober un tamm brud d'an afer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]