The Beach Boys

Eus Wikipedia
The Beach Boys
The Beach Boys o kanañ e 1964

Bro orin Stadoù-Unanet
Doare(où) rock · pop · surf · psikedelia
Bloavezhioù oberiant 1961 – bremañ
Label(ioù) Candix Records · Capitol Records

Izili Brian Wilson
Mike Love
Al Jardine
Bruce Johnston
Izili bet er strollad Carl Wilson
Dennis Wilson
David Marks
Ricky Fataar
Blondie Chaplin

The Beach Boys zo ur strollad sonerezh amerikan savet en Hawthorne (Kalifornia) e 1961. Izili gentañ ar strollad e oa ar vreudeur Brian, Carl ha Dennis Wilson, o c'henderv Mike Love hag o mignon Al Jardine. Anavezet int evel ur strollad tud heson o mouezhioù, gant kanaouennoù diwar-benn bed ar grennarded hag unan eus ar strolladoù o doa graet ar muiañ a verzh eo bet en istor ar sonerezh. Par d'ar strollad saoz The Beatles, a vezent enebet outo alies, e oa gwriziennet ar strollad e rock 'n' roll ar bloavezhioù 1950 kenkoulz hag ar rythm and blues a-raok krouiñ ur son dezho, dindan levezon Brian Wilson, oc'h ebarzhiñ sonioù ar jazz, ar sonerezh klasel hag o krouiñ teknikoù enrollañ nevez.

Berzh en doa graet ar strollad gant luskad ar sonerezh surf e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960, gant ar ganaouenn Surfin' U.S.A. da skouer met deuet e oa a-benn da zelc'her e verzh pa oa echu gant ar giz-se en ur adijinañ e sonerezh dindan renerezh Brian Wilson, en doa bountet ar strollad da baouez gant ar c'hanaouennoù diwar-benn plijadurioù an aod evit mont war-zu temoù personeloc'h ha sonioù kempleshoc'h evel en o albom Pet Sounds, hag ar ar ganaouenn Good Vibrations e 1966, o doa diazezet ar strollad evel krouerien rock a-feson. Startoc'h e oa bet ober an albom Smile avat, c'hoant Brian Wilson d'ober gwelloc'h eget The Beatles ne oa ket bet komprenet gant ar peurrest eus ar strollad ha ken diasur ma oa eus an disoc'h en doa gouzañvet un diwaskadenn. Leuskel a reas izili all ar strollad da gemer ar ren da c'houde.

Cheñch-dicheñch e oa bet an traoù abaoe fin ar bloavezhioù 1960. Gant marv Carl ha Dennis Wilson, kudennoù yec'hed Brian ha nebeutoc'h a werzh e oa bet cheñchet pal ar strollad. A-benn ar fin e kendalc'h The Beach Boys d'ober troiadoù dindan renerezh Love, goude ma chom Brian Wilson ha Jardine hep seniñ ganto, war-bouez evit 50vet deiz ha bloaz ar strollad.