Mont d’an endalc’had

Death metal

Eus Wikipedia
Death metal
Mammennoù an doare thrash metal[1], hardcore punk[2]
Mammennoù sevenadurel deroù ar bloavezhioù 80 e SUA
Doareoù diroudet Groove metal
Is-doareoù
Brutal death metal - industrial death metal - death metal melodek - old school death metal - slam death metal - death metal sinfonek - death metal teknek
Doareoù kendeuz
Blackened death-doom - blackened death metal (melodic black-death - war metal) - death-doom (funeral doom) - deathcore - deathgrind - deathrash - death 'n' roll
Darvoudoù lec'hel
Florida - Izelvroioù - Norvegia - Polonia - Sveden - Brazil


Death metal zo un doare eus ar sonerezh heavy metal. Implijiñ a ra torgammadoù kreñv ha gitaroù kendoniet en ur mod boud ha sonet gant teknikoù evel ar "palm muting" (mudañ gant ar palv) hag an "tremolo picking"; mouezhioù kraouennek ha don, un toumperezh tagus ha kreñv, gant implij dalc'hoù-doubl ha tempoioù fonnus, alc'hwezioù minor pe an didonegezh, hag ur songeitad kromatikel pazennek. Temoù komzoù death metal a c'hall bezañ tennet eus filmoù slasher, stourmoù politikel, relijionoù, an natur, ar brederouriezh, filmoù "true crime" hag ar skiant-faltaziek.[4][3]

Savet e oa diwar framoù sonerezhel ar thrash metal ha bloavezhioù kentañ ar black metal, an death metal a zifluskas e-kreiz ar bloavezhioù 80. Strolladoù evel Venom, Celtic Frost, Slayer, ha Kreator o devoa levezonet al luskad.[7][8][9] Possessed,[4] Death,[5] Necrophagia,[6] Obituary,[7] Autopsy,[8] ha Morbid Angel[9] a zo gwelet evel difraosterien an doare death metal. E fin ar bloavezhioù 1980 deroù 1990 e teuas war wel dirak an tud ha dont a ra da vout un doare poblek. Labeloù arbennikaet evel Combat, Earache, ha Roadrunner a groga disachiñ strolladoù da sinañ kevradoù ganto[10].

A-c'houde ar c'houlz-se en em rannas an death metal e meur ag is-doare. An death metal melodek a genaoz elfenoù death gant ar re eus an New Wave of British Heavy Metal. Ar death metal teknek zo un doare luziet, gant tempoioù hag hesonoù divoutin. An death-doom a genaoz ar c'han kraouennek hag an dalc'hoù doubl gant tempo goustad hag aergelc'h melkonek an doom metal. An deathcore a ra gant elfennoù ar metalcore. An death 'n' roll a dolpa ar mouezhioù kraouennek ha gitaroù distreset gant elfennoù hard rock hag heavy metal ar bloavezhioù 70.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [[[:Patrom:Allmusic]] Death Metal]. “Death Metal grew out of the thrash metal in the late '80s.”
  2. Bayer, Gerd (2009). Heavy Metal Music in Britain. Ashgate Publishing. 59 p. ISBN 978-1-4094-9385-3. 
  3. How to Appreciate Death Metal.
  4. Monger. Possessed Biography. AllMusic. Kavet : February 17, 2024.
  5. Renda (1999). Chuck Schuldiner: The pain of a genius. Metal Rules. Kavet : February 14, 2014.
  6. Rivadavia. Necrophagia Biography. AllMusic. Kavet : June 11, 2018.
  7. Jason Birchmeier. Obituary | Biography. AllMusic. Kavet : April 4, 2015.
  8. Autopsy's Chris Reifert Comments On First New Material In 15 Years - Blabbermouth.net. BLABBERMOUTH.NET. Diellet er skrid orin d’an September 7, 2012.
  9. Prato. [[[:Patrom:Allmusic]] Morbid Angel Biography]. AllMusic. Kavet : August 13, 2008.
  10. Heeg (April 1993). Is Metal Still Alive?. WATT. Kavet : August 13, 2008.