Judas Priest

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur strollad heavy metal eus Bro-Saoz eo Judas Priest. E 1970 e oa bet savet gant ar gitarour K.K. Downing hag ar gitarour-boud Ian Hill. Eus ar ganaouenn « The ballad of Frankie Lee and Judas Priest » savet gant Bob Dylan eo tennet anv ar strollad.

E 1991 e oa aet kuit o c'haner Rob Halford (lesanvet « The Metal God ») evit sevel e strollad dezhañ. Tim Owens en doa tapet e blas war ar bladenn Jugulator. E miz Gouere 2003 e oa distroet Halford er strollad.