You Like Me Too Much

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

You Like Me Too Much zo ur ganaouenn savet, ton ha son, gant George Harrison (1943-2001) evit The Beatles.

Enrollet gant ar strollad a-bezh[1] d'ar 17 a viz C'hwevrer 1965 e studioioù EMI (Londrez, Bro-Saoz) e voe unan eus an div sonenn gant Harrison[2] hag a voe embannet war an albom Help! (deuet e-maez d'ar 6 a viz Eost 1965). E-touez unnek kanaouenn an albom Beatles VI — embannet er Stadoù-Unanet Amerika d'ar 14 a viz Mezheven 1965 — e voe ivez.

Krouet evit ar film Help! da gentañ-penn ne voe ket dalc'het e roll kanaouennoù ar film a-benn ar fin.

Dister e kave an oberour e-unan You Like Me Too Much. Ma ne oa-hi ket bet meneget zoken en I, Me, Mine (emvuhezskrid George Harrison, 1980).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008 pajennoù 427-441.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Seniñ a ra piano George Martin (1926-) er ganaouenn-mañ ivez.
  2. I Need You eben.