With The Beatles
With The Beatles | |||||
Albom gant The Beatles | |||||
Bro | ![]() | ||||
---|---|---|---|---|---|
Embannadur | 22 a viz Du 1963 | ||||
Enrolladur | Gouere betek Du 1963 studioioù Abbey Road | ||||
Pad | 33:07 | ||||
Produer | George Martin | ||||
Label | Parlophone | ||||
Albomoù The Beatles | |||||
|
|
||||
kemmañ ![]() |
With The Beatles eo eil albom ar strollad saoz The Beatles, bet embannet gant an ti-embann-pladennoù Parlophone d’an 22 a viz Du 1963 e Breizh-Veur, eizh miz war-lerc'h embannadur Please Please Me.
Seizh miz diwezhatoc'h e voe embannet an trede albom, A Hard Day's Night e ditl.
Ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pevarzek kanaouenn (33 munutenn o fadelezh en holl) a ya d’ober an albom :
Tu kentañ/15:23[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- It Won't Be Long 2:13
- All I've Got To Do 2:03
- All My Loving 2:06
- Don't Bother Me 2:28 (savet ha kanet gant George Harrison)
- Little Child 1:46
- Till There Was You (gant Meredith Wilson) 2:13
- Please Mister Postman (gant Georgia Dobbins, William Garrett, Freddie Gorman, Brian Holland ha Robert Bateman, kanet gant The Marvelettes) 2:34
Eil tu/17:40[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Roll Over Beethoven (gant Chuck Berry) 2:45
- Hold Me Tight 2:32
- You've Really Got A Hold On Me (gant Smokey Robinson, kanet gant The Miracles) 3:01
- I Wanna Be Your Man 2:00
- (There's A) Devil In Her Heart (gant Richard Drapkin) 2:25
- Not A Second Time 2:07
- Money (That's What I Want) (gant Berry Gordy ha Janie Bradford, kanet gant Barrett Strong) 2:50
Eizh kanaouenn nevez a oa bet enrollet, an hini gentañ bet savet gant George Harrison - Don't Bother Me - en o zouesk. C'hwec'h all, tonioù kozh ar Motown an darn vrasañ anezho, a yae d'o c'hlokaat. Nav anezho a oa bet adkemeret da geñver embannadur an albom Meet The Beatles! er Stadoù-Unanet d'an 20 a viz Genver 1964.
Tennet e oa bet luc'hskeudenn du ha gwenn ar golo gant Robert Freeman er Palace Court Hotel e Bournemouth d'an 22 a viz Eost 1963.
Ur c'houlzad brudañ hep e bar a voe aozet o lakaat 500 000 a dud sot gant ar strollad breizhveuriat da brenañ o albom a-raok mar bije bet embannet ! 500 000 skouerenn all a oa bet gwerzhet a-benn miz Gwengolo 1965. E-pad ur sizhunvezh warn-ugent diouzh renk e oa chomet an albom e penn-kentañ ar gwerzhioù e Breizh-Veur, da lâret eo hogos ur bloavezh en e bezh ma vez kemeret e kont pevar mizvezh berzh an albom Please Please Me...
|