Yellow Submarine (albom)
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Yellow Submarine (albom) | |||||
Albom gant The Beatles | |||||
Golo | |||||
Bro | ![]() | ||||
---|---|---|---|---|---|
Embannadur | 13 a viz Genver 1969 | ||||
Enrolladur | Studioioù Abbey Road & De Lane Dea, Londrez | ||||
Pad | 39:16 | ||||
Produer | George Martin | ||||
Label | Apple Records | ||||
Albomoù The Beatles | |||||
|
|
||||
kemmañ ![]() |
Dekvet albom ar Beatles eo Yellow Submarine, embannet d'an 13 a viz Genver 1969 er Stadoù-Unanet ha d'ar 17 a viz Genver 1969 er Rouantelezh-Unanet. Embannet eo bet evel sonerezh ar film-bevaat skignet e miz Gouere 1968. War ar bladenn e klever c'hwec'h kanaouenn gant ar Beatles, peder nevez ha div bet embannet a-raok, Yellow Submarine hag All You Need Is Love. Ar peurrest eus an albom eo ar sonerezh aozet hag enrollet gant George Martin. Ur redi e-keñver ar c'hevratoù a oa bet an albom-se ha biskoazh n'eo bet gwelet evel un albom a-bouez, gant ar strollad zoken.
Listenn ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eus merket un anv all.
Tu kentañ : kanaouennoù ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Eil tu : sonerezh ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Fichenn-broduiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- The Beatles
- John Lennon : gitar tredan, gitar akoustik, piano, klavier, glockenspiel, ukulele, harmonika, taboulinoù, kan
- Paul McCartney : gitar boud, gitar akoustik,trompilh, taboulinoù, kan
- George Harrison : gitar tredan, gitar akoustik, gitar-boud, orglez Hammond, taboulinoù, violoñs, kan
- Ringo Starr : toumperezh, timbaloù, benveg-tosiñ, kan war Yellow Submarine
- Sonerien ouzhpenn
- George Martin : produiñ, meskañ, piano, sonaozañ.
|