Beatles for Sale
Beatles for Sale | |||||
Albom gant The Beatles | |||||
Golo | |||||
Bro | ![]() | ||||
---|---|---|---|---|---|
Embannadur | 4 a viz Kerzu 1964 | ||||
Enrolladur | Studioioù Abbey Road | ||||
Pad | 32:42 | ||||
Produer | George Martin | ||||
Label | Parlophone | ||||
Albomoù The Beatles | |||||
|
|
||||
kemmañ ![]() |
Pevare album ar Beatles eo Beatles for Sale, embannet d'ar 4 a viz Kerzu 1964 er Rouantelezh-Unanet. Savet eo tra m'emañ ar Beatlemania en hec'h uhel, diouzhtu goude an albom A Hard Day's Night. Diouzh bolontez o merour Brian Epstein hag o froduer George Martin e rank ar strollad embann div bladenn bep bloaz, an eil a-raok bloavezhioù fin ar bloaz. Añrejistret eo buan e studioioù EMI e-kerzh seizh dervezh etre miz Eost ha miz Here 1964.
Tra ma oa sinet an holl ganaouennoù e A Hard Day's Night gant Lennon/McCartney eo merket Beatles for Sale gant kanaouennoù rock 'n' roll adkemeret. Bountet er studioioù e enroll ar Beatles ar pezh a ganont d'ar mare-se, gant c'hwec'h kanaouenn adkemeret hag eizh kanaouenn savet ganto, nevez pe goshoc'h. Traoù nevez zo gant an albom e-keñver an teknikoù-enrollañ ha kanaouennoù personeloc'h John Lennon.
E Breizh-Veur e tremen Beatles for Sale seizh sizhun e penn ar rolloù, ha chom a ra c'hwec'h sizhun ha daou-ugent enno.
Listenn ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eo merket ar c'hontrol.
Tu kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Eil tu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Fichenn-broduiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
The Beatles
- John Lennon : gitar tredan, gitar akoustik, harmonika, piano, taboulin, kan
- Paul McCartney : gitar boud, gitar akoustik, piano, orglez Hammond, kan
- George Harrison : gitar tredan, gitar akoustik, djembe, kan war Everybody's Trying To Be My Baby
- Ringo Starr : toumperezh, timbaloù, benveg-tosiñ, bongoioù, kan war Honey Don't
Soner ouzhpenn
- George Martin : piano tredan war Rock And Roll Music, orglez war Mr. Moonlight, produiñ
Skipailh teknik
- George Martin : produiñ, meskañ, sonerezh
- Norman Smith : ijinour son, meskañ
- Geoff Emerick : skoazeller ijinour
- Ron Pender : skoazeller ijinour
- Ken Scott : skoazeller ijinour
- Mike Stone : skoazeller ijinour
|