Navet albom ar Beatles eo The Beatles, lesanvet alies an Albom gwenn, embannet d'ar 22 a viz Du1968 er Rouantelezh-Unanet. Albom-doubl nemetañ ar strollad an hini eo, embannet gant ur golo gwenn ha glann, engravet anv ar strollad warnañ hepken. Graet eo bet a-ratozh da lakaat kemm etre goloioù liesliv an albomoù bet embannet ar bloaz a-raok, dreist-holl Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band. Anavezet eo The Beatles evel un aridennad kanaouennoù pep hini feal d'ur jañr (folk, British blues, ska, music-hall pe avant-garde, da skouer), met hep liamm kreñv etrezo.
30 kanaouenn zo en albom, 19 anezho krouet en India e-pad ur staj prederiegezh. Dre ma ne oa nemet gitaroù akoustik ganto e chom ar c'hanaouennoù tost ouzh ar benveg-se, ha leun a ganaouennoù zo bet enrollet solo pe gant darn eus ar strollad hepken. Nebeutoc'h a efedoù studio zo bet implijet en albom-mañ.
Tenn eo bet aergelc'h ar prantadoù-enrollañ, dre c'hoantoù disheñvel izili ar strollad, bezañs Yoko Ono, mignonez nevez John Lennon, tra ma veze berzet bezañs mignonezed ar Beatles en o labour betek-henn. Ken tenn e oa deuet an traoù da vezañ ma aet an ijinour son Geoff Emerick e-kerzh un enrolladenn ha vakañsoù-trumm a oa bet kemeret gant George Martin ha Ringo Starr zoken.
Jackie Lomax ;– mouezh ha daouarn war Dear Prudence
John McCartney ;– mouezh ha daouarn war Dear Prudence
Maureen Starkey ;– mouezh war The Continuing Story of Bungalow Bill
Produiñ
George Martin ;– produer ; sonaozañ ha koñduiñ kerdin, kouevr, treujenn-gao ha laz-seniñ; piano war Rocky Raccoon
Chris Thomas ;– produer; Mellotron war The Continuing Story of Bungalow Bill, klavier war Piggies; piano war Long, Long, Long, sonaozañ piano tredan, orglez ha saksofon war Savoy Truffle