Please Please Me (albom)

Eus Wikipedia
Please Please Me (albom)
Albom gant The Beatles
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 22 a viz Meurzh 1963
Enrolladur e miz C'hwevrer 1963
er studioioù Abbey Road
Pad 32:23
Produer George Martin
Label Parlophone
Barnerezh Rolling Stone 5/5 steredenn

Albomoù The Beatles
With The Beatles (1963)

Please Please Me eo kentañ albom ar strollad The Beatles, bet embannet gant an ti-embann-pladennoù Parlophone d’an 22 a viz Meurzh 1963 e Breizh-Veur. Anvet e oa bet hervez titl ar ganaouenn Please Please Me a oa bet embannet a-gevret gant Ask Me Why kerkent ha penn kentañ ar bloaz 1963. Gantañ e oa kroget an anadenn a zeuio da vezañ ar Beatlemania.

Ur bladennig du all a oa bet embannet kent, e penn-kentañ miz Here 1962, Love Me Do ha P.S. I Love You warni.

Eizh miz diwezhatoc'h e voe embannet an eil albom, With The Beatles e ditl.

Ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevarzek kanaouenn (32 vunutenn o fadelezh en holl) a ya d’ober an albom :

Tu kentañ/16:57[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. I Saw Her Standing There 2:55
  2. Misery 1:47
  3. Anna (Go To Him) (gant Arthur Alexander) 2:48
  4. Chains (gant Gerry Goffin ha Carole King, kanet gant The Cookies) 2:39
  5. Boys (gant Luther Dixon ha Wes Farrell, kanet gant The Shirelles) 2:24
  6. Ask Me Why 2:24
  7. Please Please Me (bet embannet gant Ask Me Why d'an 11 a viz Genver 1963) 2:00

Eil tu/15:26[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Love Me Do (bet embannet gant P.S. I Love You d'ar 5 a viz Here 1962) 2:19
  2. P.S. I Love You 2:06
  3. Baby It’s You (gant Burt Bacharach, Hal David ha Barney Williams, kanet gant The Shirelles) 2:42
  4. Do You Want To Know A Secret 1:56
  5. A Taste Of Honey (gant Ric Marlow ha Bobby Scott, kanet gant Herb Alpert) 2:01
  6. There’s A Place 1:47
  7. Twist And Shout (gant Phil Medley ha Bert Russell, kanet gant The Isley Brtothers) 2:35

dek anezho bet enrollet d’an 11 a viz C'hwevrer 1963 e studioioù EMI en Abbey Road e-pad tost dek eurvezh labour.

Eizh kanaouenn e-touesk ar pevarzek a oa bet skrivet gant an daouad John Lennon-Paul McCartney, ar c’hwec’h all a oa standardoù hag a blije kalz d’ar strollad seniñ war al leurenn. An darn vrasañ anezho a oa bet kanet gant Lennon ha McCartney pa gemere perzh George Harrison er c’horioù ; Boys a oa bet kanet gant Ringo Starr. Klotañ a raent mat gant ar sac’h tonioù a veze kanet gant ar strollad e toulloù-noz Liverpool ha Hamburg abaoe bloavezhioù. Godellig an albom a ziskoueze luc’hskeudenn ar pevar soner tennet e log skalieroù sez EMI e Londrez.

Adalek embannadur Please Please Me e oa aet war ledanaat brud ar strollad e Breizh-Veur da gentañ-penn, er Stadoù-Unanet da c’houde hag er bed a-bezh a-benn ar fin. E-pad seizh mizvezh diouzh renk e oa chomet an albom e penn kentañ ar gwerzhioù e Breizh-Veur. Blaz gwirionded ha flourded ur mare aet da get a zo gantañ c’hoazh…