Motown
Tachenn obererezhioù | music industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | 12 Gen 1959 |
Anv berr | Motown |
Pladennrolladur | Motown catalog |
Diazezer | Berry Gordy |
Stad | Stadoù-Unanet |
Perc'hennet gant | Capitol Music Group |
Aozadur mamm | Universal Music Group |
Isaozadur | Rare Earth Records, Soul, Tamla |
Sez sokial | Los Angeles |
Tachenn | soul |
Dasparzher | Capitol Music Group, Virgin EMI Records, Universal Music Group |
Oberataer | Motown Record Corporation |
Lec'hienn ofisiel | https://www.motownrecords.com |
Official shop URL | https://shop.motownrecords.com/ |
Motown (pe Motown Records) a zo un ti-embann pladennoù stadunanat. Ur rann eus Universal Music Group eo. Krouet eo bet gant Berry Gordy e Detroit (Michigan) e miz Genver 1959. Enrollet e voe gant an anv Motown Record Corporation d'ar 14 a viz Ebrel 1960. Dont a ra ar ger Motown eus Motor Town («kêr ar c'heflusker»), diwar lesanv Detroit, ma veze savet kalz kirri enni d'ar mare-se. E-toueze kanerien vrudetañ Motown emañMichael Jackson & The Jackson Five, Diana Ross et The Supremes, The Four Tops, Martha and the Vandellas, Smokey Robinson, Gladys Knight, Marvin Gaye, Stevie Wonder, The Pointer Sisters, Edwin Starr ha The Temptations.
Evit a sell ouzh aozerien ha krouerien kanaouenn emañ Berry Gordy, Smokey Robinson, Holland, Dozier & Holland, Norman Whitfield et Barrett Strong, Nickolas Ashford ha Valerie Simpson.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant krouiñ Motown e felle da Berry Gordy tizhjout selaouerien wenn koulz ha re zu gant tonioù soul ha rhythm and blues aesoc'h evit ar pezh a veze kinniget gant tiez-embann all evel Stax. Aozet e voe Motown evel ul labouradeg ma vefe savet tonioù a rafe berzh : da sevel tonioù brudet : klask a reas war-lerc'h ar sonaozerien wellañ, kanerien varrek ha lakaet e voe kalz pouez war ar mod da broduiñ an tonioù. Lesanvet e voe Detroit Hitsville USA, diwar berzh Motown.
Dont a reas Berry Gordy a-benn da zastum argant a-walc'h da sevel e di-embann pladennoù gant an argant a c'hounezas gant kanaouennoù savet ha produet gantañ. Tri anv a voe : Gordy, goude-se Tamla, ha Motown. E 1959 e teuas er-maez Money (That's What I Want) gant Barrett Strong, embannet gant Tamla. Kanaouenn gentañ Motown a reas berzh e voe.
Etre 1959 ha 1972 e voe implijet ar strollad sonerien The Funk Brothers da seniñ war lod brasañ pladennoù Motown, ha perzh e voent e krouiñ «son Motown» : sonerezh soul mesket gant sonerezh pop, kan ha stlakadennoù daouarn diwar skouer ar gospel.
E 1971 e voe kaset Motown da Los Angeles. Arzourien evel Stevie Wonder pe Marvin Gaye a zibabas labourat en ur mod dizalc'h, skignet e veze o fladennoù gant Motown memestra. Er memes koulz e voe degemeret The Jackson Five ha Michael Jackson hag ivez Lionel Richie ha The Commodores.
Lod brasañ arzourien Motown a fellas dezho, mare pe vare, kuitaat an ti-embann abalamour d'ar c'hevratoù dister kinniget dezho. Ne c'hounezent ket kalz war ar pezh a raent, ha reolennoù strizh a oa a-fet implijout anvioù : anvioù evel "The Supremes" pe "Jackson 5" a oa perc'hennet gant Motown. Goude kuitaat an ti-embann e ranke an arzourien kavout anvioù nevez neuze. E 1983 e voe aozet ur sonadeg da lidañ 25vet deiz-ha-bloaz an ti-embann. Kendrec'het e voe arzourien o doa kuitaet Motown evel Michael Jackson and The Jackson Five, Diana Ross, pe Marvin Gaye da gemer perzh enni.
Roll rannoù Motown
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre seurtoù sonerezh :
|
|
| |
| |
Country ha Western | |
| |
| |
Sonerezh « sokial » | |
|
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Standing in the shadows of Motown, diellfilm gant Paul Justman, SUA, 2003, 105'