Mont d’an endalc’had

Okarina

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ocarina)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Okarina - a-blaen

An okarina a zo un benveg-seniñ dre c'hwezh, dezhañ ur stumm viheñvel, tost ouzh hini beg ur goaf pe penn ur waz — alese e anv : en italianeg e talvez « oca » kement ha « gwaz », hag « ocarina » kement ha « gwazig » —, bet krouet gant Giuseppe Donati, war-dro ar bloavezh 1860, diwar batromoù degaset eus mezoamerika.

Giuseppe Donati

Fardet e vez an okarina peurvuiañ gant pri-poazh met meur a zanvez all, evel plastik, koad, gwer, ha metaloù, a c'haller implijout ivez. Sevel a ra e hed betek ur pemzek santimetr bennak. Evit el lakaat da seniñ e c'hwezher en ur pigos lec'hiet e kreiz ar benveg. Kleuzet e vez ennañ un niver a doulloù a gemm hervez ar patromoù (etre 4, 5, 8 pe 12 ar peurvuiañ), a ro an tu da gemmañ uhelded ar son.

Poblek-kenañ eo an ocarina er bed kornogât. Kavet e vez neoazh binvioù kar dezhañ en Amerika, en Afrika hag en Azia. Peadra zo da grediñ e oa bet fardeet ar re goshañ 12 000 bloaz 'zo. Binvioù ar seurt-se o deus bet ur pouez heverk e sevenadurioù Sinaat hag Mezoamerikan. Da heul aloubidigezh Amerika eo bet enporzhiet en Europa, lec'h ma 'z eus bet sellet outañ evel ur c'hoari, betek ma voe azasaet ouzh skeul diatonek ar sonerezh kornôgat gant Giuseppe Donati.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]