4 Ebrel
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1381 : da-heul Eil feur-emglev Gwenrann e teu Yann Moñforzh da vezañ dug Breizh en-dro.
- 1460 : krouidigezh Skol-veur Naoned dre vuilh pabel gant Pi II dre mennozh an Dug Frañsez II.
- 1581 : echu e dro ar bed gant ar moraer saoz Francis Drake.
- 1761 : ac'hubet eo ar Gerveur gant ar Saozon (betek an 10 a viz Mae 1763).
- 1814 : emzilez Napoleon I eus e garg a impalaer.
- 1818 : degemeret eo banniel ar Stadoù Unanet gant ar C'hendalc'h evel ur banniel ennañ 13 bandenn ruz ha gwenn hag 20 steredenn evit aroueziañ an 20 stad kevreet.
- 1923 : krouet eo Warner Bros. Entertainment Inc., embregerezh produiñ ha dasparzhañ sinema ha skinwel stadunanat.
- 1949 : Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel savet gant trizek stad.
- 1968 : Martin Luther King lazhet e Memphis, e Stadoù Unanet Amerika.
- 1975 : gant Bill Gates ha Paul Allen eo krouet an embregerezh Microsoft.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 186 : Caracalla, impalaer roman (211-217).
- 1588 : Alessandro Varotari, livour italian.
- 1646 : Antoine Galland, henoniour gall ha troer kentañ ar Mil nozvezh hag unan en Europa.
- 1785 : Bettina von Arnim, skrivagnerez alamanek.
- 1819 : Maria II Portugal, rouanez Portugal.
- 1843 : Alan-Vari Drezen, skrivagner brezhonek.
- 1861 : Erwan Berthou, skrivagner brezhonek.
- 1876 : Maurice de Vlaminck, livour gall.
- 1885 : Yann ar Gall, barzh ha skrivagner brezhonek.
- 1897 : Pierre Fresnay, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
- 1914 :
- Marguerite Duras, skrivagnerez c'hall.
- Reun Menez Keldreg, skrivagner.
- 1920 : Éric Rohmer, filmaozer gall.
- 1945 : Daniel Cohn-Bendit, politikour alaman ha gall, kannad e Parlamant Europa.
- 1948 : Abdullah Öcalan, penn an emsav kurd e Turkia.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 636 : Isidoro Sevilla, arc'heskob ha sant spagnol.
- 1284 : Alfonso X Kastilha, roue Kastilha ha León.
- 1292 : Nikolaz IV, pab an Iliz Katolik.
- 1588 : Frederik II, roue Danmark ha Norvegia.
- 1617 : John Napier, matematikour skosat.
- 1841 : William Henry Harrison, 9vet prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1932 : Wilhelm Ostwald, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1909.
- 1967 : Héctor Scarone, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1968 : Martin Luther King, pastor ha stourmer evit gwirioù ar re zu, tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1964.
- 1979 : Zulfikar Ali Bhutto, prezidant ha kentañ ministr Pakistan.
- 1984 : Reun Menez Keldreg, skrivagner.
- 1985 : Kate Roberts, skrivagnerez kembraek.
- 1991 : Max Frisch, skrivagner alamanrk eus Suis.
- 1992 : Samuel Reshevsky, mestrc'hoarier echedoù stadunanat, polonat ag orin.
- 2014 : Kumba Ialá, prezidant Ginea-Bissau.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh ar vro e Senegal.
- Deiziadur henroman : Pridie nonas Aprilis. Magna Mater / Megalensia Ludi = deiz kentañ kent nonae Ebrel. Gouel ar Vamm Meur. C'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Meur.