Mont d’an endalc’had

Yann ar Gall

Eus Wikipedia
Yann ar Gall
Anv ofisiel Jean-Marie Le Gall
Obererezh Barzh, skrivagner
Ganedigezh d'ar 4 a viz Ebrel 1885
e Sizun, Bro-Leon Bro-Leon
Marv d'an 3 a viz C'hwevrer 1975
e Boc'harzh, Bro-Leon Bro-Leon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Seiz vloaz e bro ar Vorianed

Yann ar Gall, Jean-Marie Le Gall er marilhoù-kêr hag Ab Sulio diouzh e anv-barzh, ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1885 e Sizun ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 1975 e Boc'harzh, a oa ur milour a vor, ur barzh degemeret e Goursez Breizh hag ur skrivagner brezhonek. Kenlabourat a reas gant ar Bleun-Brug, gant Taldir ha gant Youenn Olier. Sekretour-meur ar Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne (MOB) e voe.

Buhez

Mab e oa da Yann-Vari ar Gall, labourer-douar ha da Vari-Janed Hamon, stammerez. Kuitaat a reas e gêr c'henidik, Sizun, gant an diegezha-bezh evit mont da chom e Brest. Pa voe 18 vloaz en em c'houestlas e rejimantoù-mor an trevadennoù, e-lec'h ma servijas e-pad 25 bloaz. Perzh a gemeras e emgannoù tramor hag e Emgann Verdun e 1916, e-lec'h ma voe gloazet, hag eno e c'hounezas mont da isofiser a vor.

Dimeziñ a reas e miz C'hwevrer 1918 gant Frañseza ar Pastezeur ha kaset e voe da labourat en arsanailh Brest. Kregiñ a reas da sevel ha da embann skridoù brezhonek e diwezh e engouestladur milourel (ur romant a-dammoù e 1927), met goude 1928 e embannas kalz pennadoù ha kalz romantoù bihan a-dammoù. Darn e vuhez e broioù estren a gontas en ur seurt emvuhez-skrid, Seiz vloaz e bro ar Vorianed, ma laka an dikedenn "romant" warnañ[1]. Degemeret e voe da varzh da geñver bodad ar Goursez er Faoued e 1931 hag e tibabas Ab Sulio da anv-barzh, anezhañ ul lesanv bet implijet gantañ en a-raok.

Obererezh sevenadurel

Kemer a reas perzh e obererezhioù ar Bleun-Brug hag e roas pennadoù da embann en e gelaouennoù, Feiz ha Breiz, Kroaz Breiz ha Bleun-Brug. Sevel a reas ivez pennadoù ha romantoù-kazetenn evit Kroaz ar Vretoned, Le Courrier du Finistère hag An Oaled, hemañ diwezhañ renet gant an drouiz Taldir. Pleustrañ a reas mojennoù keltiek ha kristen ingal.

Eus 1945 betek 1948 e oa bet kenlabourer pennañ Youenn Olier evit ar gelaouenn vroadelour vreton Avel an Trec'h. Goude-se e voe sekretour meur ar MOB.

Embannadennoù

Barzhonegoù

Komz plaen

  • O vont d'an Tonkin ; Kroaz ar Vretoned, niv. 261, 1918.
  • Eul lizer kaer gant Ab Sulio ; Kroaz ar Vretoned niv. 352, 1919, pp. 1d-2a.
  • XVIIvet gouel ar Bleun-Brug ; Breiz niv. 21, 1927.
  • Eus an eil penn eus ar bed d'egile ; Le Courrier du Finistère, 1927 ; romant-kazetenn dre 21 tamm.
  • Seiz vloaz e bro ar Vorianed ; Brest, Moulerez 17 straed d'Algesiras, 1929, 194 p. ; romant dindan neuz un emvuhezskrid[2].
  • Torfed ar miliner ; Le Courrier du Finistère, 1929 ; romant-kazetenn.
  • Gouel an trodrouc'h ; An Oaled niv. 31, 1930, pp. 9-13 ; un arroud eus Seiz vloaz e bro ar Vorianed.
  • Gradlon-Meur, roue Kerne, 1929 ; Le Courrier du Finistère, 1931 ; romant-kazetenn dre 13 tamm.
  • Eured ar prins Rigwalen ; Le Courrier du Finistère, 1931 ; romant-kazetenn dre 4 zamm.
  • Gwenola, gwerelaouenn Kêr Iz ; Le Courrier du Finistère, 1931 ; romant-kazetenn dre 8 tamm.
  • Hemolc'haden ar paotr Yann ; An Oaled niv. 38, 1931, pp. 279-280.
  • Al laer war ar sivi, 1931 ; An Oaled niv. 40, 1932, pp. 422-426.
  • Tro-minic'hi Sant Goueznou ; An Oaled niv. 39, 1932, pp. 327-331.
  • Suterez Yann Goatro ; Le Courrier du Finitère, 1932 ; romant-kazetenn dre 8 tamm.
  • Lunedou Santez Anna, 1932 ; Le Courrier du Finistère, 1932 ; romant-kazetenn dre 12 tamm.
  • Karantez ha glac'har, 1932 ; Le Courrier du Finistère, 1932-1933 ; romant-kazetenn dre 16 tamm.
  • Lez-varn sant Per ; Le Courrier du Finistère, 1933 ; romant-kazetenn dre 6 tamm.
  • Bleiz Milin-ar-C'hoad ; Le Courrier du Finistère, 1933 ; romant-kazetenn dre 6 tamm.
  • En eur vont d'an Tonkin ; An Oaled niv. 47, 1934, pp. 9-13.
  • Meleganez Sant Anton ; An Oaled niv. 48, 1934, pp. 111-112.
  • Eur Gorsedd digor arog ar Gristeniez war men ruz ar Goulou ; An Oaled niv. 49, 1934, pp. 245-246.
  • Yan Droch hag e wreg, 1933 ; Le Courrier du Finistère, 1934 ; moullet dre 16 tamm.
  • Hekleo eus foar Vikaël Brest ; An Oaled niv. 51, 1935, pp. 11-15.
  • Ar c'hi Konjuret ; An Oaled niv. 52 , 1935, pp. 121-134.
  • Mous ar Gernigell, 1934 ; Le Courrier du Finistère, 1935 ; romant-kazetenn dre 21 tamm.
  • Lizig, ar plac'hig dianket ; Le Courrier du Finistère, 1935-1936 ; romant-kazetenn dre 32 damm.
  • Perig, mab ar galeour ; Le Courrier du Finistère, 1937-1938 ; romant-kazetenn dre 31 tamm.
  • Maner ar Bleiz, 1937 ; Le Courrier du Finistère, 1938-1939 ; romant-kazetenn dre 13 tamm.
  • An daou vreur-mager, 1939 ; Le Courrier du Finistère, 1939 ; romant-kazetenn dre 23 zamm.
  • Teñzor an dintin goz ; titl hollek evit meur a bennad e Kroaz Breiz, 1948-1950.
  • Buhez Sant Sulio, 1949 ; Bleun Brug niv. 53, 1952, pp. 10-12.

Oberennoù all

  • 1926 : Roll evit hor gwir vro. E-barzh War Zao.
  • Diembann : An archer Kalonbiltos

Medalennoù

  • Kroaz ar Brezel
  • Medalenn ar Soudarded
  • Medalenn Verdun
  • Medalen ar Gevridi
  • Medalenn Anjouan

Levrlennadur

  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Gall, Jean-Marie (an eil, pajenn 227).

Notennoù ha daveennoù

  1. "Romant" a lenner war ar bajenn ziwezhañ hag ouzhpennet un frazenn amsteriek.
  2. [https://diocese-quimper.fr/bibliotheque/files/original/4f7cec386f9d7e7665edad2473214285.pdf Seiz vloaz e bro ar Vorianed