An Oaled

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Oaled (anvet e galleg Le Foyer breton) a oa ur gelaouenn drimiziek e galleg hag e brezhoneg, embannet etre 1928 ha 1939.

Renet e oa gant Frañsez Jaffrennou ha dont a reas da gemer lec'h Le Consortium Breton (« Ar C'hevre Breizek ») a zeue er-maez araozi. Savet e voe An Oaled e dibenn 1928 hag en he fenn e oa Leon ar Berr (Abalor), Yves-Marie Fournis ha Frañsez Jaffrennou. Abalamour da ziaesterioù arc'hant e oa bet paouezet gant ar gelaouenn viziek Le Consortium Breton : freuz-stal a oa bet graet gant an den a breste arc'hant evit hec'h embann, Jean de Saisy Kerampuil. An Oaled a zeue er-maez bep tri miz hepken. He niverenn gentañ a oa ganti an niverenn "19-21", da zont war-lerc'h an niverenn 18 eus Le Consortium Breton. An niverenn diwezhañ (niverennet 70) a zeuas er-maez e diskar-amzer 1939. D'ar mare-se e oa meret gant Jaffrennou, an doktor Célestin Menguy ha Louis Le Bourc'his. En niverenn diwezhañ-se e veze kemennet d'al lennerien e ranke ar gelaouenn paouez da zont er-maez, abalamour d'ar brezel.

Pennadoù e brezhoneg hag e galleg a veze kavet e-barzh An Oaled : pennadoù diwar-benn an armerzh, al labour-douar, an istor, al lennegezh. Reiñ a rae kalz a blas d'an traoù aozet gant Goursez Breizh, rak drouiz-meur ar C'hoursez e oa Taldir (Jaffrennou). Kalz a skrivagnerien eus ar mare-se a genlabouras gant An Oaled, ken e brezhoneg, ken e galleg : Francis Gourvil, gant pennadoù diwar-benn "Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb" da skouer, Erwan Berthou a embannas enni "En Bro Dreger a-dreuz parkoù". Troidigezhioù diwar skridoù ar skrivagner aostrian Leo Perutz a voe embannet ivez. Kalz pennadoù a veze savet gant Frañsez Jaffrennou.

Ul linenn bolitikel enebet ouzh an emsav broadelour a oa gant An Oaled. Pa voe berzet Strollad Broadel Breizh hag e gelaouenn Breiz Atao gant ar gouarnamant gall, a-raok an Eil Brezel-bed, e savas An Oaled a-du gant kement-se, dre an abeg ma oa renerien ar gostezenn vroadelour, Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, a-du gant Alamagn ha gant an Nazied. E niverenn diwezhañ An Oaled e c'hoantae Jaffrennou ma vije trec'h ar Re Unanet war Alamagn er brezel.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]