Frañsez Jaffrennou
Frañsez Jaffrennou | |
---|---|
![]() Frañsez Jaffrennou, e Kendalc'h keltiek Caernarfon e 1904 | |
Anv ofisiel | François Joseph Claude Jaffrennou |
Anv pluenn | Julien Carentoir Fanch Ar Furcher Gwilherm Herninn Jean du Tacotac Taldir Taldir ab Herninn Teod Lem Wel Skler |
Obererezh | Barzh, kazetenner, saver pezhioù-c'hoari |
Ganedigezh | d'ar 15 a viz Meurzh 1879 e Karnoed, ![]() |
Marv | d'ar 23 a viz Meurzh 1956 e Brageirac, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg Galleg |
Oberennoù pennañ | |
An Hirvoudoù An Delenn Dir Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez (tezenn) Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard | |
kemmañ ![]() |
Frañsez Jaffrennou, Taldir e lesanv, a oa ur c'hazetenner, un drouiz, ur skrivagner brezhonek hag un emsaver breizhat, ganet e Karnoed d'ar 15 a viz Meurzh 1879 ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 1956 e Brageirac[1] (departamant an Dordogne, en Okitania).
Mab e oa da Glaoda Jaffrennou, bet noter e Karnoed ha da Anna Roparzh, eus Bolazeg. Tad e oa d'ar soner Gweltaz Jaffrennou.
Taolenn
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ober a reas e studi e skolaj Itron-Varia Wengamp a-raok mont da hini Sant Charlez e Sant-Brieg. Anaoudegezh a reas eno gant Frañsez Vallée a oa kelenner war ar brezhoneg.
E Roazhon e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg Joseph Loth, asambles gant Pêr ar Rouz. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh, e brezhoneg, diwar-benn ar barzh ha kaner Prosper Proux. Bet eo Taldir an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Er bloaz 1900 e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant Leon ar Berr. Er bloaz 1903 en doa tapet lakat anaout "Bro Goz ma Zadou" da "gan broadel" e kendalc'h URB (Union Régionaliste Bretonne).
Etre an daou vrezel e stourmas Taldir evit ar brezhoneg hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Staliet e Karaez ez eas war ar vicher a varc'hadour gwin. Desevel a reas e vugale e brezhoneg ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz (an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se). Sevel a reas ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg anvet Ar Bobl a oa skignet er Poc'hêr. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav Kembre, e oa ezel Taldir eus Goursez Breizh, a glaskas kas war-raok. Unan eus ar re gentañ a ziazezas gouelioù breizhek e voe Taldir ivez.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1940 e sinas, a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Roparz Hemon, ur reketig anvet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.[2]
E dibenn an Eil Brezel-bed e voe karc'hariet Taldir e toull-bac'h Maezgloagen e Kemper evel ar pep brasañ eus an emsaverien bolitikel ha sevenadurel breizhat. Tamallet e voe dezhañ bezañ flatret lervdier ar Gwazhioù, ar pezh a nac'has groñs. Kondaonet e voe hag harluet da Vro-C'hall, difennet ma voe outañ chom da vevañ e Breizh. Mervel a reas eno en harlu. Skrivet en deus Taldir ur pikol deizlevr brezel, diwar-benn ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed. Chomet diembann eo miret e eñvorennoù e Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth.
Brudet eo e eñvorennoù ha gantañ eo bet savet Bro gozh ma zadoù.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Buez Sant Erwan, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1896.
- Buez Sant Briek, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1896.
- An Hirvoudou, Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1899.
- Gwerziou AbHerve ha Taldir, brezouneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver, Sant-Brieg, moul. Gwion, 1899.
- C'hoari fentus ar bourc'hiz lorc'hus, pe histor plijadurus eun aotrou divrezhounek deut da veza eur Breizad mad (3 arvest), Montroulez, moul. Hamon, 1899.
- An Delen Dir, Sant-Brieg, moul. Prudhomme, 1900.
- Nigoudenn Berehar mestr-skol (2 arvest), Montroulez, emb. La Résistance, 1900.
- En tu all d'ar maro, Sant-Brieg, moul. Sant Gwilherm, 1900.
- Kanaouennou brezhonek, (3 levr), Gwened, moul. Lafolye, 1900-1901.
- Kanaouennou poblus (war follennou distag), Karaez, moul. Ar Bobl, 1902-1914.
- Barzaz Taldir Ab Herninn, Pariz, moul. Champion, 1903, 1911, 1923 ha 1934.
- Pontkallek, pe buez kaër ha maro mad eun dijentil a Vreiz, bet dibennet e Naoned er bloavez 1720 (5 arvest), Brest, moul. Derrien, 1903.
- Ar barz hag ar prokulor, (4 arvest), Karaez, moulerezh Ar Bobl, 1904.
- Janedig ar plac'h divroet, (2 arvest), Karaez, Ar Bobl, 1904.
- Malo Korret an Tour d'Auvergne, (4 arvest), Karaez, Ar Bobl, 1906.
- Seiz-ha-seiz-ugent divunaden, Karaez, Ar Bobl, 1908.
- Breiziz 1810-1910, Karaez, moul. Ar Bobl, 1901.
- Teatr brezonek poblus, (teskad), Karaez, Ar Bobl, 1911.
- La genèse d'un mouvement - Ganedigez eun emzao, Karaez, Ar Bobl, 1912.
- Prosper Proux, studiadenn war e vuhez, e lizerou, e varzoniez, (tezenn), Karaez, Ar Bobl, 1913.
- Giriadur Gallek ha Brezonnek - Le grand dictionnaire français-breton de poche, Karaez, Ar Bobl, 1914.
- Kenteliou labour-douar gant Gwilherm, mêrour, Karaez, Ar Bobl, 1914.
- Histoire anecdotique de Carhaix, (Ancienne vorganium) en sept veillées, contée par un Génie romain, 1924 ; ademb. Kemper, moul. ATR, 1984.
- 20 chansons populaires pour les Écoles de Bretagne sur les airs du Folklore celtique. Chant Breton et Chant Français, 1936 ; ademb. Pariz, moul. H Lemoine, 1954.
- Kanaouennou evit ar yaouankiz, Gwened, 1942.
- Ur wech e oa... Envorennou yaouankiz, Brest, emb. Armorica, 1944, 218 p. ; ademb. Ur wech e oa... ur c'hrennard, un deskard, ur soudard, Lesneven, emb. Mouladurioù Hor Yezh, 1985, 288 p.
- Trois Orphées aux enfers, asambles gant Ronan Pichery-Abroc'hell hag Auguste Boncors, 1952.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]