Bourc'hizelezh
Ar vourc'hizelezh zo ur rummad sokial stag en deroù ouzh ar c'hêrioù ha da c'houde d'ar goñversanted ha d'an artizaned. Er XIXvet kantved ez eo bet termenet evel ur renkad sokial o ren buhez darnvuiañ an dud gant Karl Marx hag e heulidi[1].
Dont a ra ar ger-mañ eus ar ger « bourc'hiz » (annezad ar vourc’h) anavet kent 1240 dindan ar stumm bourgesie e galleg, dezhañ ar ster « hollad annezidi ar vourc’h » , ar pezh a glot gant al latin burgensia a gaver en dielloù, er ster "perzh annezidi ar bourc'hioù", ur ster hag a zo chomet bev e Suis da skouer[2]. An italianeg borghesia, evel borghese, zo bet amprestet digant ar galleg « bourgeoisie »[3]. Pelloc’h e 1538 e kaver ar ger gallek '’bourgeoisie gant ur ster ledanoc’h o taveiñ d'ar varc’hadourien vras ha d’an artizaned o chom hag o labourat e pep lec’h.
Renkad ar vourc'hizelezh zo diwanet en Italia hag e broioù an Hansa er XIVvet kantved, goude ar vosenn vras.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Karl Marx ha Friedrich Engels, Manifesto ar Strollad komunour. Kentañ embann e 1847.
- ↑ Robert, Dictionnaire historique de la langue française
- ↑ Zangarelli, Dictionnaire de la langue italienne, Zanichelli ed.)