Bourc'h

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar vourc'h, pe ar vorc'h, pe ar bourk[1], a zo un tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ daoust dezhañ kaout un nebeud servijoù evel ur marc'had pe ur foar. En Istor e vez anvet bourc'hioù ar gêrioù bihan a voe bet roet dezhañ an aotre, ar frankizioù a reer anezhi, da gaout ur velestradurezh dezho e mare ar Gladdalc'helezh er Grennamzer. Bourc'hizien a veze graet eus an dud o doa tapet an droed da zilenn o fennoù.

Ar vourc'h e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh hag e rannvroioù nes e vez implijet bourc'h evit an tolpad tiez a zo ur greizenn evit ar c'hêriadennoù a zo tro-war-dro war diriad ar gumun.
Gwechall e veze merk ar vourc'h ezvezañs iliz ar barrez. Ha pa veze boas da gêriadenniz mont d'an oferenn bep Sul e oa tamm-ha-tamm ar vourc'h al lec'h ma veze staliet enni muioc'h-muiañ a stalioù-kenwerzh : ostalerioù, stalioù-boued, artizaned. Ha pa greske pinvidigezh ar barrez e veze savet tiez ouzhpenn ha gwellaet ha brasaet an iliz-parrez.
Bourc'hioù gant ilizoù-parrez a zo aet da gêriadennoù bihan : Lotei kozh e-barzh Lotei, Plonivel e-barzh Loktudi, Ploumenez e-barzh Plouneour-Menez.

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv bourc'h a ya d'ober un nebeud anvioù kumun e Breizh :

Diwar gwik, eus al latin vicus, e oa deuet anvioù all, koshoc'h.

Anvioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar ar ger bourc'h e teu ar ger bourc'hiz, hag an anvioù-tiegezh Vourc'h ha Le Vourc'h.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]