Bourc'h-Baz
Bourc'h-Baz | ||
---|---|---|
![]() Chapel Itron-Varia ar Palud-holen. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Batz-sur-Mer | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | ar Groazig betek 2015, ar Baol-Skoubleg abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44010 | |
Kod post | 44740 | |
Maer Amzer gefridi | Marie-Catherine Lehuédé 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Kab Atlantel | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.mairie-batzsurmer.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 822 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 304 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 12 m bihanañ 0 m — brasañ 21 m | |
Gorread | 9,27 km² | |
kemmañ ![]() |
Bourc'h-Baz a zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e kreisteiz ar vro.
Bourc'h-Baz a vez graet eus ar vourc'h, ha peder c'hêr : Kervaleg, Tregate, Rofia ha Kermouzeñ.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En hanternoz da aber al Liger emañ, er c'hornôg da Sant-Nazer, e ledenez ar Groazig, stok er c'hreisteiz ouzh paludoù Gwenrann.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur rannyezh eus ar Brezhoneg a veze komzet e keriadennoù zo tro-dro da Vourc'h-Baz betek deroù an XXvet kantved.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) : Baf, 853; Uas, 862; Baht Uuenrann, Bath Uuenran, XIè; Bath Guerran, XIIè; Baz, 1287; Baaz (klotenn 'pas'), 1381; Baz, 1396; L'isle de Bas, 1449; S. Guinolay de Barz, 1453; Bas, 1493; Bas, 1630; Bourg-de-Barz, 1779[2]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Bourc'h-Baz e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Bourc'h-Baz hag e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. E 1801 e voe lakaet e Kanton ar Groazig[4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Poulgwenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Ar Poulgwenn e 1854 diwar ul lodenn eus tiriad kumun Bourc'h-Baz[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 94 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,18% eus he foblañs e 1911[6].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 16 a viz Meurzh 1942 e kouezhas ur c'harr-nij (Manchester marilhet L7485 ha kodet ZM-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') e Bourc'h-Baz. Mervel a reas e eizh nijour, tri anezhe a voe douaret e Pornizh, daou all er Baol-Skoubleg hag unan e Bro-Saoz; ne voe ket kavet korfoù an daou nijour all[7].
- Mervel a reas seizh den abalamour d'ar brezel[8].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton ar Baol-Skoubleg pa voe diskaret Kanton ar Groazig e 2014[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Peulvan Sant-Mikael[10].
- Mirdi ar paludoù-holen, e kreiz-kêr plasenn Adèle Pichon.
- Iliz katolik Sant Wenole, luc’hskeudennoù[11],[12].
- Chapel Itron-Varia ar Palud holen[13].
- Monumant ar re varv[14]. D’an 8 a viz Gouhere 1923 e voe dioueliet[15].
- Monumant d’ar pevar deskard eus ar gumun bet lazhet gant ur vombezadeg e Sant-Nazer d’an 9 a viz Du 1942[16].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzherezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Biscuiterie Saint-Guénolé, gwispiderezh artizanel abaoe 1920.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alain Bouchart, istorour er XVIvet kantved.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Colle (Baccarat 1872 - Bourc'h-Baz 1949), livour gall.
- Jean Fréour (1919-2010), kizeller breizhat.
Arzourien bet awenet gant Bourc'h-Baz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charles Chatellier (1861-1915), tresour ha livour gall.
- Joseph-Marie Le Tournier (1892 - 1972), livour.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Aubin,
Aotrounez Kerbouchard En glazur e dreustell en aour heuliet gant teir c'hroaz pavek ivez en aour, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg |
![]() |
Aubin
Aotrounez Trémaudet[17] En argant e wezenn en geot |
Festoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Assemblée du Bourg a vez aozet bep bloaz adalek 2001, e miz Ebrel, gant Kelc'h Keltiek ar Baluderien.
- Les Nuits Salines, "Nozioù Holen", a vez aozet bep bloaz adalek 1991, e miz Gouere.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koef ar vro
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bourc'h-Baz war lec'hienn Geobreizh(br)
- Lec'hienn an ti-kêr(fr)
- Mirdi ar paludoù - Musée des marais salants(fr)
- Biscuiterie Saint-Guénolé(fr)
- Lec'hienn ar gouel "Nozioù Holen" (fr)
- Mirdi ar Paludoù-holen(fr)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gildas Buron, Bretagne des marais salants : 2000 ans d'histoire, Montroulez, Skol Breizh, 1999, 175 p.
- Fernand Guériff & Gaston Le Floc'h, Terroirs du pays de Guérande : eil embannadur reizhet ha kresket, Gwitalmeze, Label LN, 2006, 281 p.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez . Corpus. A Here. 1995
- ↑ Froger, Michel & Pressensé, Michel. Armorial des communes de Loire-Atlantique. Froger, 1996 (ISBN 978-2-908289-05-3)
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bourc'h-Baz
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Ar Poulgwenn
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Pertes RAF
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)infobretagne.com
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Familh bet dizarbennet er bloaz 1671
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014