Mont d’an endalc’had

Alain Bouchart

Eus Wikipedia
Alain Bouchart
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlain Bouchart Kemmañ
Anv-bihanAlain Kemmañ
Deiziad ganedigezh1450 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBourc'h-Baz Kemmañ
Deiziad ar marv1530 Kemmañ
Lec'h ar marvBourc'h-Baz Kemmañ
Breur pe c'hoarJacques Bouchart Kemmañ
FamilhQ3064972 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micheristorour, gwiraour, kronikour Kemmañ
Oberenn heverkGrandes chroniques de Bretagne, Coutumes et constitutions de Bretagne Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ


Alain Bouchart pe Alain Bouchard[1], bet ganet e Bourc'h-Baz war-dro 1440, marvet entre 1514 ha 1530 e Pariz, a oa ur gwiraour hag un istorour breizhat, hag ur brezhoneger er XVIvet kantved. Sekretour Frañsez II, Dug Breizh, e oa.
Gantañ eo bet skrivet Les Grandes Croniques de Bretaigne, hor c'hentañ levr istor Breizh moullet, a voe embannet e Pariz e 1514.

Engravadur eus Grandes croniques de Bretaigne composées en 1514 (1886).

En noblañs e voe ganet ; kar e oa da Nicolas Bouchart, amiral breizhat eus ar XIVvet kantved. Ur maner anvet « Kerbouchard », ma kreder e oa bet ganet, zo e parrez Batz. Mab e oa marteze da Alain Bouchart, resevour e senesaliezh Gwenrann hervez un akta e 1434 (e 1432 e oa unan all er garg-se). Jacques Bouchart e oa e vreur henañ.

Kentañ ma kaver e sinatur e oa en 1471 en un akta e Gwenrann ma oa noter. E kentañ embannadur e Gronikoù e skriv er raklavar ez eo brezhoneger a-vihan, ha goulenn a ra bezañ digarezet ma skriv galleg fall. Betek fin an XIXvet kantved e komzed brezhoneg e Bazh.

War-dro 1471 e kemeras perzh gant tud uhel all a vro-Wenrann en un taol preizherezh enep tri lestr kenwerzh estren eus Genova, Alamagn ha Spagn hag a oa o verdeiñ war-dro ar Gerveur. Kemeret e voent, kaset da Nermouster, preizhet al listri ha kemeret madoù an dud. Prosez a voe dirak justis an dug, met n'ouzer ket penaos ec'h echuas.

E lez an dug

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Straed e Roazhon.

Alvokad e vije bet ur pennad, rak difenn ar vicher-se a ra en e skridoù. War-dro deroù ar bloavezhioù 1480 ez a da labourat gant e vreur henañ Jacques a oa sekretour e kañsellerezh an dug Frañsez II.

Sevel e vouezh a ra o welout planedenn ar c'hañseller Guillaume Chauvin (marvet er vac'h en Ebrel 1484}}), hag enebiñ a ra ouzh galloud Pierre Landais, hag en e Gronikoù e kont penaos e kouezhas Landais e Mezheven 1485.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. F. Guériff ha G. Le Floc'h, Terroirs du Pays de Guérande, Label LN, 2006 (ISBN 978-2-915915-14-3)