Koef
Ur c'hoef zo ur pennwisk a veze gant ar merc'hed diwar ar maez, e Breizh hag e meur a vro all, betek deroù an XXvet kantved. Dont a ra moarvat eus ar boned a zo bet kaeraet gant an amzer.
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv eus ar ger gallek coiffe, hag a dalveze evit kement tra a vez lakaet war ar penn, un tamm evel ar boned eta. E saozneg e lavarer bonnet, a vez troet e brezhoneg gant boned alies. Goude d'ar gerioù bezañ hañval a orin eo disheñvel o ster.
Koefoù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koefoù a veze gwelet c'hoazh gant ar re gozh en un nebeud kornioù, Bro-Vigoudenn ha Plougastell-Daoulaz dreist-holl, e dibenn an XXvet.
E miz meurzh 2011 e oa poltred ar Vigoudenn koefet diwezhañ war golo ar gelaouenn Bretons.
Hiziv e vezont douget dreist-holl gant merc'hed ar C'helc'hioù Keltiek ha kentoc'h e-pad an hañv pa vez dibunadegoù folklorel.
Kerne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro ar c'hoefoù e oa Kerne.
Treger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koef Treger an doukenn, a veze douget gant ar merc'hed kozh betek dibenn ar bloavezhioù 1960.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koefoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar penn-sardin eo anv koef Douarnenez
- Ur sparlenn eo anv koef Kastellin.
- Ur Vigoudenn a vez lavaret eus ur vaouez eus ar Vro-Vigoudenn e koef.
Dibunadegoù folklorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouelioù-Meur Kerne e Kemper
- Sant-Loup Gwengamp
- Rouedoù Glas Konk-Kerne
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koef e Slovenia
Koef e Gwernenez
Koefoù e Trélou-sur-Marne, e Pikardi
Koefoù liesseurt eus an Izelvroioù
Koef eus Elzas