Plougastell-Daoulaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Plougastell-Daoulaz
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Plasenn a-dal d'an iliz
Plasenn a-dal d'an iliz
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plougastel-Daoulas
Bro istorel Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Daoulaz (betek 2015)
Gwipavaz (abaoe 2015)
Kod kumun 29189
Kod post 29470
Maer
Amzer gefridi
Dominique Cap
2001-2020
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 13 080 ann. (2012)[1]
Stankter 279 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 22′ 27″ Norzh
4° 22′ 09″ Kornôg
/ 48.374051, -4.369108
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 145 m
Gorread 46,83 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Plougastell-Daoulaz
Map commune FR insee code 29189.png

Plougastell-Daoulaz a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed, war ribl Morlenn Brest. E Bro-Gerne emañ. War riblenn Su aber an Elorn emañ a-dal da Wipavaz. Plougastelliz eo anv an annezidi, met lavaret e vez ivez ur Plougastell evit ur paotr a orin eus ar barrez, hag ur Blougastellenn evit ur plac'h. Brudet eo Plougastell evit ar sivi a c'hounezer eno hag evit an dilhad hengounel liesliv brav a veze gwisket eno. Brudet eo ivez evit he c'halvar.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1995.
  • E distro-skol 2013 e oa enskrivet 398 skoliad er c'hlasoù divyezhek (23,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Bugaligoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Vagouri "La Bambinerie" hag an Diwallerezh Mini-Mômes a zo gant un tañva d'ar yezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plougastellenned, taolenn gant Charles Cottet

Unan eus parrezioù kentañ Breizh eo Plougastell bet savet er VIvet kantved. N'eus kastell ebet er barrez avat hag an anv a c'hellfe dont diouzh un oppidum e Roc'h Nivelen met diaes eo gouzout. Marteze ivez e teufe an anv diouzh ar reier bras a sav diouzh tu hanternoz ar gumun e stumm ur seur moger naturel. Meneget eo anv ar barrez dre skrid evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Abati Landevenneg en doa douaroù er C'hourenez d'ar poent-se. E 1173 emañ ar pep brasañ eus douaroù ar barrez e dalc'h Abati Daoulaz a savas prioldi Roz ar Venec'h er Feunteun Wenn. Gwechall ez ae tiriad Plougastell betek Landerne ha Daoulaz war zouaroù Loperc'hed, Dirinonn, Lannurvan, Sant Tomaz Landerne hag hanternoz Daoulaz.

Brudet eo Plougastell evit he sivi. Ar re gentañ a voe degaset diouzh Bro-Chile er XVIIvet kantved gant Améde-François Frézier. Buan e reas berz war douaroù stujus ha klouar ar c'hourenez. Kreskiñ a raent mat-tre war an tachennoù durc'haet d'ar c'hreisteiz ha gwarezet diouzh an avel. Ur c'henwerzh frouezhus a voe aozet gant Plougastelliz. Ezporzhiet e veze war-zu Pariz pe Bro-Saoz. E 1937 ez ae ur c'hard eus douaroù ar gumun d'ober sivi. 2 000 tonenn sivi a vez produet c'hoazh bep bloaz d'an deiz hiziv memes ma'z eo troet muioc'h an atantoù bremañ war-zu an tomatez pe ar bleunioù a vez labouret e tier-gwer bras gant peizanted bodet alies e kooperativoù bras.

E-pad pell e oa chomet gwarezet ar c'hourenez diouzh levezon Brest hag Eskopti Leon gant ar stêr Elorn. A-raok na vije savet ar Pont Albert-Louppe (Pont Plougastell) e 1930 e oa ur vag oc'h ober an treizh war-zu Kerhuon. An Treizh eo anvet atav al lec'h-se a-bep tu d'ar stêr. A-drugarez da se he deus dalc'het ar barrez lod eus he gizioù kozh hag he ferzhioù dezhi, pe anvioù familh stank e-touez ar boblañs evel ar Gall pe Kervella.

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Cornily e anv, hag ur c'hure, Nicolas Joffrey; ur beleg anvet Claude Le Gleau a reas al le[3].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a vilourion
Flag of Australia.svg Aostralia 4 (Aerlu)
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 2 (Aerlu)
Hollad 6

Izili un ekipaj nijerez e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'an 13 a viz Eost 1944 pa gouezhas o c'harr-nij (Lancaster I marilhet ME757 ha kodet WS-O) e Plougastell-Daoulaz[6][7].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • War lez aber an Elorn emañ Plougastell.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[8]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Plougastell gant:

Bro Kêr
Flag of Ireland.svg Iwerzhon Cathair na Mart
Flag of Cornwall.svg Kernev-Veur Essa
Flag of Sicily.svg Sikilia Ciminna
Flag of Transylvania before 1918.svg Transilvania Nyárádremete

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Klaoda ar Prad, skrivagner brezhoneg, en deus tremenet e vugaleaj eno

Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jacq, Goulven, Pinvidigezh ar Paour, Al Liamm, 1977 (eñvorennoù eus e vugaleaj e Plougastell)
  • Marie Joseph Quintin - Kervella Hervé Quintin, Plougastel de ma jeunesse, Éditions Le Télégramme 2005
  • Lan Rozmoal, Plougastell, torret e ziouaskell !, Emgleo Breiz, 1995 (notennoù yezh)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 45 ha 46
  4. Pertes RAF Finistère
  5. Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.8, Éditions Astoure, 2008
  6. Pertes R.A.F Finistère
  7. Commonwealth War Graves Commission
  8. Cassini hag EBSSA