Strawberry Fields Forever

Eus Wikipedia

Strawberry Fields Forever zo ur ganaouenn saoznek kanet gant the Beatles, savet gant John Lennon hogen disklêriet evel kensavet gant Lennon-McCartney (evel ma oa ar c'henemglev). Awenet e voe gant eñvorennoù bugaleaj Lennon, pa c'hoarie el liorzh Strawberry Field, a oa stag ouzh un ti-emzivaded a oa d'ar Salvation Army er c'harter ma oa o chom, e Liverpool.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet e voe e-pad mizioù Du ha Kerzu 1966 e-kerzh an abadennoù enrollañ ma oad o prientiñ an albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, ha da vezañ lakaet ennañ e oa. Kavout a reas he flas en albom Magical Mystery Tour a-barzh fin ar gont. Met ar gompagnunezh pladennoù a zalc'he war ar Beatles evit o lakaat da embann ur bladennig single, setu ma voe lakaet Strawberry Fields Forever war ar bladennig e C'hwevrer 1967, gant Penny Lane, savet gant McCartney, a oa war an tu A. Ha setu ar bladenn savet da niverenn 2 e-touez ar pladennoù gwerzhet e Breizh-Veur, hag ar ganaouenn Strawberry Fields Forever da niverenn 8 er Billboard Hot 100 e SUA. Hervez tud 'zo e oa ar gwellañ kanaouenn embannet ganto. Unan eus pennganaouennoù ar rock psikedilik e oa. Hervez ar gelaouenn Rolling Stone eo ar 76vet gwellañ kanaouenn a-holl-viskoazh.

Maen-koun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E New York eo bet savet ar Monumant Strawberry Fields, en Central Park, tost d'al lec'h ma voe drouklazhet Lennon en c'hendi The Dakota.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet e brezhoneg e 2015 ha deuet da vezañ ur ganaouenn diwar-benn sivi Plougastell(Daveoù a vank).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha davennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]