Kalvar Plougastell-Daoulaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalvar Plougastell gwelet eus tu ar reter

Kalvar Plougastell a oa bet savet dirak iliz parrez Plougastell etre 1602 ha 1604. C'hoant o doa bet Plougastelliz da drugarekaat an Doue o doa pedet da vezañ lakaet un termen d'ar vosenn he doa graet he reuz er vro betek ar bloaz 1598.

Savet eo bet ar c'halvar war batrom hini Gwimilio hag, evel eno, e weler penn Katell Gollet e korn ar mervent. Teir c'hroaz vras a sav a-us da galvar Plougastell avat pa n'eus nemet unan e Gwimilio ; 26 kroaz zo etre tout. E-touez ar 180 delwenn kizellet e kaver re Sant Bastian ha Sant Rok brudet evit gwareziñ diouzh ar vosenn ; emaint skoaz-ouzh-skoaz gant Sant-Pêr, patrom ar barrez.

Buhez ar C'hrist a zo kontet gant ar c'halvar kizellet e maen Kersanton. Kollet o deus an tudennoù o liv orin, met gouzout a reer e oant livet gant livioù flamm pa oa bet savet ar monumant.

Ar pevar avielour a zo lakaet war wel e pevar c'horn ar savadur gant pep a arouez. Al Leon evit sant Mark, an Ael evit sant Vazhe, an Ejen evit sant Luk, hag an Erer evit sant Yann.

Gwallgaset e oa bet ar savadur e fin an Eil Brezel Bed gant bombezadegoù ar Gevredidi, d'an 23 ha d'ar 24 a viz Eost 1944. Un ofiser amerikan, al letanant John Davis Skilton Jr., a saveteas ar c'halvar o c'houlenn e vefe dastumet ar pezhioù kouezhet ha diwallet ar savadur diouzh ar breizherien. Arc'hant a gavas er Stadoù Unanet evit sikour da adkempenn ar monumant. Renevezet e oa bet ar savadur gant an ti-kêr da-geñver 400 vloaz ar c'halvar.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liammoù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]