Chapel Sant-Wenole (Plougastell)
Neuz
(Adkaset eus Chapel Sant-Wenole)
Ilizoù Breizh | |
---|---|
Chapel Sant Wenole | |
Ar chapel | |
Relijion | Katoligiezh |
Statud | |
Parrez | Plougastell-Daoulaz |
Kumun | Plougastell-Daoulaz |
Saverezh | XVIvet kantved |
Stil | Gotek |
Gwarez | Lec'hienn enskrivet (1932) |
E penn kentañ ar XVIvet kantved e oa bet savet chapel Sant Wenole e Plougastell.
Pa oa bet adkempennet e oa bet tennet diouzh ar savadur un treust lec'h ma oa enskrivet an deiziad 1514. An nev eo lodenn goshañ ar chapel. Stumm ur groaz zo d'ar chapel. Adkempennet ha brasaet e oa bet er XVIIvet kantved. D'ar poent-se oa bet savet ar groazell hag ar c'hor.
Kouezhet e oa toenn ar chapel er c'hantved all hag adkempennet eo bet penn da benn. An arrebeuri a oa bet adkempennet da heul etre ar bloavezhioù 1991 ha 1993.
Enskrivet eo ar chapel en adrenabl ar monumantoù istorel abaoe 1932.