Mont d’an endalc’had

Chapel Sant-Wenole (Plougastell)

Eus Wikipedia
Ilizoù Breizh
Chapel Sant Wenole

Ar chapel

RelijionKatoligiezh
Statud
ParrezPlougastell-Daoulaz
KumunPlougastell-Daoulaz

SaverezhXVIvet kantved
StilGotek

Gwarez Lec'hienn enskrivet (1932)

E penn kentañ ar XVIvet kantved e oa bet savet chapel Sant Wenole e Plougastell.

Pa oa bet adkempennet e oa bet tennet diouzh ar savadur un treust lec'h ma oa enskrivet an deiziad 1514. An nev eo lodenn goshañ ar chapel. Stumm ur groaz zo d'ar chapel. Adkempennet ha brasaet e oa bet er XVIIvet kantved. D'ar poent-se oa bet savet ar groazell hag ar c'hor.

Kouezhet e oa toenn ar chapel er c'hantved all hag adkempennet eo bet penn da benn. An arrebeuri a oa bet adkempennet da heul etre ar bloavezhioù 1991 ha 1993.

Enskrivet eo ar chapel en adrenabl ar monumantoù istorel abaoe 1932.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]